Chapel Sant-Salaün

Publié le par Tiegezh Santez Anna

                            

                              *

 

 

*

 

               *

 

     sant Salaün war an tu kleiz

 

     *  

 

       *

 

*

 

s.Yann

 

*

 

O weladenniñ chapel Sant-Salaun e Plouie, eo deuet en-dro d’am spered ar pezh a skrivas gwerso Maodez Glanndour : « Predererezh ur chapel gozh e maezioù Breizh a zeu da vezañ n'eo ket hepken un arouez, met ur gentel hag un dra ret evit silvidigezh ar bed da zont. »

 

En visitant la chapelle Saint-Salomon de Plouyé m'est revenu à l'esprit ce qu'écrivit naguère Maodez Glanndour : "Predererezh ur chapel gozh e maezioù Breizh a zeu da vezañ n'eo ket hepken un arouez, met ur gentel hag un dra ret evit silvidigezh ar bed da zont."  Ce que l'on peut essayer de traduire "La méditation sur une chapelle ancienne de la campagne bretonne devient non plus seulement un symbole mais une leçon et quelque chose d'essentiel pour le salut du monde à venir."  

 

 

Karget a frankiz en o diabarzh e oa moarvat an dud a savas ar chapel-mañ, ha dizoloet ganto talvoudegezh ar bed tro-dro dezho. Arvestit ouzh al livioù kenstrollet kaer gant herded, frankiz ar stummoù hag o c’hempouezh peurvat, al livadurioù ken leun a vuhez. Diouzh kement-mañ e strink un nerzh dibar. Piv eta a glevo kemenn ar chapelioù ? Eric Bonnet a skrivas din ur wezh : “Ezhomm zo eus tud yaouank evit lakaat da glevout kemennadurezh ar chapelioù da dud an amzer-mañ, bouzar ha dall anezho”. Seurt kemenn a chom re alies hep bezañ klevet ha meur a chapel a vez disleberet gant o “saveterion” a chom dall ouzh o c’hened hag a zistruj seurt barzhoniezh n’emaint ket evit merzout.

 

Les hommes qui ont construit cette chapelle Saint-Salomon avaient sans doute une grande liberté intérieure et le monde, pour eux, avait pris son sens. Regardez ces couleurs audacieusement harmonisées, ces formes libres, ces proportions parfaites, ces peintures si remplies de vie. Une force extraordinaire émane de tout cela ! Mais qui entendra le message de ces chapelles ? Eric Bonnet qui fut l’un des leadeurs de l’association Breizh Santel, m'écrivit un jour : "Il faut des jeunes pour faire entendre le message des chapelles aux hommes de ce temps qui sont sourds et aveugles." Oui, le message semble inaudible et bien des chapelles sont d'ailleurs défigurées par leurs "sauveteurs" qui ne les comprennent pas et détruisent cette poésie qui leur échappe.

 

 

Deskomp eta digeriñ hon daoulagad war ar bed-se ma kendalc’h c’hoazh lod eus hor chapelioù da zougen testeni anezhañ. Digoromp hor c’halon d’o c’hemennadurezh ! Hevelep stourm (daoust hag-eñ e re greñv ar ger ?) a rankomp ren war dachenn ar gwiskament hengounel. Pep eztaolerezh eus arz ar vro eo a rankomp adperc’hennañ : an adeiladurezh, an arrebeuri, ar c’horoll, ar sonerezh. Traoù a zo bet re alies ken drougintentet ha ken disleberet ! Lennomp en-dro ar pezh a skrive Maodez Glanndour war seurt dodennoù ! Ur stourmad evit ar vuhez ez eo ! Rak emañ sevenadur Breizh o tougen buhez !

 

Apprenons donc à ouvrir nos yeux sur ce monde dont certaines chapelles sont encore les témoins. Ouvrons-nos coeurs à leur message ! C'est le même combat (le mot est-il trop fort ?) que nous devons mener sur le plan des costumes traditionnels. Ce sont toutes les expressions de l'art breton qu'il faut nous réapproprier : habitat, mobilier, danse, musique. Autant de choses qui ont été trop souvent si mal comprises et si défigurées. Relisons Maodez Glanndour sur tous ces sujets ! Il s'agit d'un combat pour la vie ! Car cette culture est porteuse de vie !

 

*

 

 

sant Tudual sant Mikael ar gañsell ar gañsell tourig santez Barba santez Barba bac'het en he zour Piv 'ta a zo deut d'am dieubiñ ? Bennozh Doue deoc'h, Katell ! sant Salaün

Commenter cet article

Anne-Georgette 08/06/2012 13:45

Bonjour à tous !

Ma brezhoneg eo kenñ fall. Veuillez pardonner mon breton quasi inexistant malgré quelque cours plutôt laborieux à la Garenne-Colombes dans les Hauts-de-Seine. Je découvre avec une grande émotion
votre blog où vous marriez d'une manière sublime la foi catholique et nos vieilles traditions bretonnes. Poursuivez votre œuvre avec assiduité et que le Seigneur vous garde !

Tiegezh Santez Anna 14/07/2012 14:59



Bennozh Doue deoc'h ! et pardon de vous répondre si tard. Espérons vous rencontrer un jour et union de prière.


Gweltaz