Lies testenioù

Publié le par Tiegezh Santez Anna

 

 

 

*

* Lies testeni *

* Santez Anna

Aze e kinnigomp deoc'h un nebeut testenioù bet skrivet gant an dud a-zivout ar pardon bet buhezet ganto hevlene e Lann-Anna d'an 22 a viz Gouere, en enor da Santez Anna. Kement-se a servijo dimp evit magañ hor feiz endev, hag evit ivez kas hor gourc'hemennoù da santez Anna.

Bennozh Doue deoc'h holl !

 

  Ici quelques témoignages reçus après le pardon à Lann-Anna le 22 juillet 2012. Ces choses nourrissent notre foi et nous aident à remercier sainte Anne. Merci à tous.

 

Sekreteri

+++++++++++++++++ +

Doue d'ho pennigo,
trugarez evit ar pardon 2012 !
Tiegezh santez Anna a zo aet ur c'hammedig war-raok c'hoazh!

Kempennet brav an dachenn hag an heol a bare lirzhin!

Breurel eo bet an aergelc'h hag an darempredoù gant an dud.

Evit an Oferenn, plijet omp bet pa voe kelaouet gant Benead e klote hon doare da gomuniañ gant ar pezh a vez goulennet gant ar Pab (ha tud all o deus lodennet an hevelep levenez da geñver an dra-se). Plijet ivez gant prezegenn an Tad Pêr-Nikolaz, a oa he danvez un diverra eus galvidigezh TSA. Mankout a rae koulskoude kantik an digoradur a veze kanet gwechall: "Deomp holl en ur gevred"!

Bennozh da Zoue dre santez Anna!

Y.B.a.B.

hag H.

 

GALLEG

traduction en français: cliquez ici

 

******************************

 

Evit ma c'helo, start 'm boa kavet kuitaat Lann Anna. Kontant 'vijen bet o plantañ un deltenn ha chom pelloc'h en o-serr evit flapiñ en ur zebriñ hag en ur evañ traoù lipous, evit pediñ gant kred hag a-galon hag a-unvouezh Santez Anna, Mari, an Aotroù hag hor sent.

Hollgaer e oa al lid gant an Tad Pierre-Nikolaz hag ar feizidi troet holl war-zu an Hollc'halloudeg.

Trugarez da Santez Anna ha Lann Anna evit an devezh kaer-se tremenet asamblez.

 

A galon,

L.T.

GALLEG

traduction en français: cliquez ici

+++++++++++

Gras al lec’h

 

An eil gwezh eo e vez lidet pardon santez Anna e chapelig Lann-Anna. En deroù e veze aozet al lidoù war an dorgenn e chapel sant Mikael, ha div wezh, da-geñver donedigezh an Ao. Eskob Madeg, e-barzh iliz parrez Roudoualleg. Ne oa ket tu d’ober mod all rak ne oa ket echu al labourioù war chapel santez Anna, an tredan pergen en dibenn.

Kement-se evit lavarout n’eo ket kenkoulz lidañ pardon santez Anna e ne vern pe santual. Skuilhañ a ra an Aotrou Doue E C’hras pa gar hag el lec’h ma kar a-dra-sur, met hervezon ez eo pouezus ivez al lec’h, an egor benniget ha kensakret e-sell da bediñ dre hantererezh ur sant bennak. Disheñvel eo santelezh ur sant diouzh hini ur sant all... Heñveldra en ur mod evit al lec’hioù ma “kouezh” ar grasoù bet goulennet dre erbederezh ar sent enoret enno.

E chapelig Lann-Anna ez eus eta ur seurt aergelc’h neñvel a c’heller buheziñ dindan ar volz c’hlas steredennet, gronnet gant sent hor bro-ni, hag a-dal da zelwenn hor paeronez vat santez Anna. Evel-just emañ andon ar Vuhez Nevez er C’hrist Jezuz, met amañ e vourr tremen, d’he reiñ dimp, dre zaouarn E vamm-gozh.

Da zeiz ar pardon em eus klevet c’hoazh unan bennak o c’houlenn perak e laka santez Anna he biz war he diweuz, war ar werellig... perak ez eus bet lakaet ur c’hoef war he fenn... Re all a oa fromet o komuniañ daoulinet ouzh an daol-Bask... Dihuniñ a ra ar chapel-mañ ar meiz hag ar galon da resev ar Spered Glan. Digeriñ a ra hent an avielerezh nevez.

Bennozh da Zoue ivez evit an ezañs bet arveret e-kerzh al lidoù. Divaskell kreñv eo da zougen ar bedenn da lein an Neñv. C’hwezh, livioù, sonioù... Nag aes eo treiñ hor c’halon war-zu an traoù santel !

Prizet ‘m eus kalz ivez prezegenn an tad Pêr-Nikolaz en deus gouezet savlec’hiañ splann ar sevenadur hag an hevelebiezh en hor buhez kristen hiniennenel, kumuniezhel ha broadel. Spi am eus e vo embannet ar c’homzoù-se ganeoc’h tu bennak. Trugarez en a-raok !

Lezel a ran ar gaoz da Variannig avat evit a sell ar gwiskamant breizhek. Strivet he deus kalz c’hoazh er bloaz-mañ da grouiñ un en-dro kaer, met amañ e vefe ret kaout ur feizoniour (hag ur barzh !) da daolenniñ an traoù...

Edon o vont da ankouaat : Gwelet ‘m eus er wezh-mañ ur groaz kaer war he fust. Ha ne vije ket bet tu neuze d’ober ul lidkerzh ouzhpenn ? A-benn bloaz marteze ?

Setu eta gant petra eo bet tizhet va c’halon (ha va skiantennoù !) e-doug pardon santez Anna ar Vouster hevlene.

Meuleudi da santez Anna, klod da Zoue ha trugarez d’an holl !

A.G.

 

GALLEG

traduction en français: cliquez ici

 

**************

        D'ar Sul-mañ an 22 a viz Gouere 2012, emañ ar chapel dindan paeronez santez Anna ouzh hon gortoz evit ar pardon, hag hi azezet en he skrin a c'hlasved.

             Kouviet omp gant ar piñsin diavaez d'en em sinañ "En anv an Tad hag ar Mab hag ar Spered Santel". Evel-se bezet graet !

             Dilezel a reomp hon buhez morgousket evit mont a-barzh hor buhez diabarzh. Daoust ha prest ez omp?

             Ha mont e-barzh dre ar sakristiri, enni div armel mod kozh, a zegas dimp ar soñj eus hon ebenerion ampart a-wechall. Nann, nann, nann! Aze tamm klemmichadenn ebet, anezhi orbidek hag hiraezus! Sellomp kentoc'h gant evezh ha dedennusted ouzh ar pezhioù-labour kaer-se! Ha n'eo ket santez Anna anezhi a zo o fatronez? Hag hini ivez ar genwerzhourien, ar gemenerien, ar gelennerien, ar vezeien…

          Sachet ez omp gant hefrond al lutigoù hag an ezañs kevret, da dreuziñ gouel an Templ. Ha setu-ni e-barzh an nevedan, lec'h ma'z omp gortozet en nec'h anezhañ, gant Santez Anna en tu-kleiz, Mari war he barlenn gant ar Mabig Jezuz ha koulmig ar Spered Santel en e zaouarn, ha gant ar sent kozh tro-dro. Un degemer a seurt anezhañ!

           Evel ur vac'htiernez, pouc'het anezhi gant he dilhad kaer hag he livioù muiañ-karet, emañ ouzh hon gortoz evit kas dezhi un aspedenn , un drugarekadenn bennak, pe un eskemm war boull he c'halon…

        Ya 'vat, en devezh-mañ a bardon, e vezomp douget war hent ar birc'hirinerien, dindan ar volz steredennek ha glazik, gant skoazell santez Anna hag hini ar sent kozh ha re hon tiegezhioù.

          Dirollec'hiomp er-maez eus hon c'hozh-roudennoù, eus hon nozvezhioù teñval ha doaniet evit dont da vezañ Sklêrijennet gant ar C'hrist Dasorc'het.

           Gwerelaouen un deiz nevez eo, o strinkañ evidomp holl. He anavezout, kregiñ enni hag he buheziñ a c'hellimp? Stampañ kaer dre henvinojennoù ar vro gozh santel, bet enoret gant donedigezh santez Anna. Kred enni! Bev anezhi! Mac'htiern ar Roue ez out!

           Krog e-barzh da vanniel! Kemer da vro warnout da-unan! Bez enoret gant ar pezh ez out ha gant ar pezh a zo ennout! An holl deñzorioù a zo ennout!

         Santez Anna, pedit evidomp!..

 

*

 

          …An heol a oa deut d'an emgav, d'ar sul-mañ a bardon e Lann-Anna. Ya, deuet e oa brav pep tra, an dud hag ar chapelig kenkoulz all. Ha petra ne rafe ket an Aotroù Doue evit ober plijadur da santez Anna ha d'he bugale, kozh ha yaouank? Holl livioù gwareg-ar-glav a oa deut da gejañ an eil re gant ar re all, evit enoriñ santez Anna!

            En em goulmet he doa glasted an oabl tro-dro d'un davañjer, ha pourc'het ganti ivez ur paotr glazik; en em zispleget he doa ar ruzoni war ur sae o tarnijall; plavet en doa ar melenig war ar chupenn mezer gloan gell; en em stummet ha kranet en doa ar gwenn en ur c'hoef evit ur vaouez eus ar vro hag en ur bonedig evit ur bugel; rozik ar bougennoù; ha ar c'hlasted ivez oc'h en em stagañ ouzh delioù ar gwez ha oc'h en em zisplegañ war ar maezioù tro-dro.

          An dud bihan ha bras en em gavas er chapel evit buheziñ an oferenn lidet gant an Aotroù Pêr-Nikolaz. Marzhusat prantadoù leun a c'hras! Bennozh da Zoue!

          Ya vat! Evit gwir, santez Anna a zo bet lidet hag enoret d'ar Sul-mañ! Deuit pe distroit amañ, ar bloaz a zeu! Pe a-raok zoken! evit buheziñ ar Gousperoù, a vez lidet bemdez sizhun, er chapel, dindan sell hegarat ha gwarezus santez Anna.

         Trugarez vras ivez d'ar breudeur!

A.R.

GALLEG

traduction en français: cliquez ici

jjjjjjjjjj

Benead, Fulub, Gweltaz

Abaoe an 22 a viz Gouere n'on ket an hevelep hini hag a-raok, rak o pediñ e brezhoneg emaoc'h aze evel va mamm-gozh bet treuzkaset din ar feiz ganti.

Bennozh Doue ha trugarez deoc'h-c'hwi ho-tri; mont a ra gwelloc'h gant Kristina abaoe ar 24 a viz-mañ, ken galloudus ma'z eo ar bedenn; mar plij ganeoc'h pediñ evidon hag evit Pêrig va gwaz.

An Dreinded Santel d'ho miro er Garantez hag er C'hlanded, Santez Anna ar Vouster da bado gant he marzhusat gouel hag an Aotroù beleg Nikolaz da zistroio! Me lavar deoc'h, evel va bugale ez oc'h.

I.T.

GALLEG

traduction en français: cliquez ici

+*+*+*+*+*+*+*+*+*

 

Ur sizhunvezh zo tremenet abaoe ar pardon. O follennata hiziv ar misal kozh, e voe sachet va daoulagad davet testennoù Oferenn ar 8vet Sul goude ar Pantekost, a glot er bloazh-mañ gant hini Sul pardon Lann-Anna. Aze em eus lennet an Digoradur, tennet eus ar salm 48 (47), hag a zo kement-mañ:

 

Suscépimus, Deus, misericórdiam tuam in médio templi tui : secúndum nomen tuum, Deus, ita et laus tua in fines terræ : iustítia plena est déxtera tua.

Magnus Dóminus, et laudábilis nimis : in civitate Dei nostri, in monte sancto eius.

 

Maodez Glanndour en troas evel-henn:

Ho trugarez, o Doue, a eñvoromp en-dro

e diabarzh ho Templ:

evel hoc'h anv, o Doue, ho meuleudi da vont

betek harzoù an douar!

 

Ho torn dehoù a zo leun a justis (10-11)

Bras eo an Aotroù ha meulus-kenañ

E kêr-veur hon Doue:

E venez santel a sav en e splannder,

Levenez an douar a-bezh! (2-3)

 

Raktal em eus soñjet e oa liammet gant hon pardon: ul liamm splann anezhañ, a gavan, n'eo ket? Ya, un devezh a Gendruez wirion e oa, ma oa Doue an eienenn anezhi hag a strinke war E Venez Santel, lec'h ma oamp bet kouviet gant santez Anna. Ha n'eo ket ar gendruez damheñvel ouzh ar pardon? Hag ar bareañs stag outi ivez, a-wechoù?

Pardonioù ha pareañsoù end-eun am eus gwelet ha buhezet ennon-me ha tro-dro din, e-kerzh an devezhioù-se eus miz santez Anna, ha pergen d'ar Sul-mañ an 22 a viz Gouere 2012. Ur c'hemmesk pardonioù, bras ha bihan anezho, ha traoù santel all c'hoazh, damguzh e-barzh ar c'halonoù, evel ma vijemp aet gant ar froud birvidik o strinkañ diouzh ar vammenn Santel.

Gwelet 'm eus daou bried penn-ouzh-penn an eil gant egile, doare ganto da gejañ endro an eil ouzh egile. Gwelet 'm eus un den, imoret-fall alies anezhañ, a oa sioulaet en deiz-se. Ur vaouez, ankeniet-mik dre natur, he deus lavaret din en em gave gant ur peoc'h bras en he c'harr, dek kilometrad bennak a-raok degouezhout e Lann-Anna, hag evel ma vije bet o vont d'ar gêr (emañ o chom 120 km diouzh Lann-Anna). Un tamm eus va c'horf-me a zo bet pareet d'an deiz-se. Gwelet 'm eus mousc'hoarzhioù, e-leizh hag hini gwirion anezho! Un nebeud devezhioù a-raok deiz ar pardon em eus pleustret ar peoc'h gant ur breur, en ur droc'hañ un tamm gant emzastaolioù zo (a c'hoarvez evit en em zifenn pe evit tagañ): an doare diskregiñ diaes-se ne c'hellfe ket bezañ graet hep oberataerezh Doue, un emwanadur salvus avat e voe hag am boa kemeret perzh enni. Ur vaouez, ha n'he doa ket gellet dont, a bellgomzas an deiz war-lerc'h evit hon c'helaouiñ e oa chomet o pediñ a-hed devezh ar pardon a-unaniezh ganimp hag he gwaz 'oa deut da vezañ dousoc'h e emzalc'h ganti en un taol. Gwelet 'm eus un den na felle ket dezhañ en em zizober eus e jiletenn ken, en dibenn ar pardaez, evel un dilhad a levenez hag a nerzh, a c'houbeizh hag a wirionez…

G.G.

Bild022g.

GALLEG

traduction en français: cliquez ici

*****************

Kejet am boa gant ur vaouez da zerc'hent ar pardon Tra ma komzen ganti e c'hoarvezas un dra digomprenus em diabarzh: buan a-walc'h eo deut o tont war-c'horre evel ur balum eus donderio ar mor, va unvanded a vrezhon evel ma n'em eus ket bet biskoazh. Pezh zo dedennus ivez: emaomp ni hon-daou eus broio dishevel eus Breizh, an eil er penn pella diouzh eben hag evel oc'h em vriati en degouezh-ma

فَرَّوج

 

a dalv…

Kejet am boa gant ur vaouez da zerc'hent ar pardon. Tra ma komzen ganti, e c'hoarvezas un dra digomprenus em diabarzh: buan a-walc'h eo deut, o tont war-c'horre evel ur balum eus donderioù ar mor, va unvanded a vrezhon, evel ma n'em eus ket bet biskoazh. Pezh zo dedennus ivez: emaomp ni hon-daou eus broioù disheñvel eus Breizh, an eil er penn pellañ diouzh eben, hag evel oc'h em vriatiñ en degouezh-mañ.

M.P.

 

GALLEG

traduction en français: cliquez ici

*************************

 

 

Oferenn 22.7.2012 Oferenn ar Pardon ha

Prezegenn an Tad Pêr-Nikolaz :

 

Klikit amañ !

Messe du Pardon

Cliquez ici !

Publié dans Pardon santez Anna

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :

Commenter cet article