Breizh da Jezuz 46

Publié le par Tiegezh Santez Anna

 

*

 

1706ba

 

 

Breizh da Jezuz *

 

 

 

 

***************** Lid an Arloz

 

Miz Santez Anna a voe e Lann-Anna ur prantad kaer, gouestlet da lidañ madoberoù Doue, pergen da-geñver devezh gouel ar Pardon, d’an 22 a viz Gouere. Kenedus eo Breizh p’emañ o lidañ he Arloz, da-heul he sent diazezouBild018 rion, dindan mantell santez Anna, gant pinvidigezh he sevenadur treuzneuziet gant rad Doue.

Er gevredigezh kempred e vez arveret ar ger sevenadur en un doare forc’hellek kenañ, hag evit kalz kristenion gwall spiswel, pa vez anv eus sevenadur kristen, ha muioc’h c’hoazh eus hengoun, e talvez ober dave hepmuiken eus an amzer dremenet ha tremenet krenn. Gouzout a ouzomp pegen gaouus eo evit ar vuhez kristen seurt sell direnus war ar sevenadur hag an hengoun kristen dre vras.

E gin bev da se e kredas Benead XVI honniñ, e miz Meurzh 2006 : « an Hengoun ne dalv ket treuzkas traoù pe komzoù, anezho un dastumadenn traoù divuhez. An hengoun zo anezhañ ar stêr vev hon laka a-zalc’h ouzh an andonioù, ar stêr vev m’emañ bepred dour an andonioù enni. Ar stêr veur hor ren betek dorioù ar beurbadelezh. Hag evel-se, er stêr vev, e c’hell gwerc’helaat a-nevez komz an Aotrou (…) : "Ha setu m’emaon ganeoc’h bemdez betek dibenn ar bed." (Mz 28, 20).

Bez ez eo an Hengoun eta ar stêr hag a zegas buhez, a rummad da rummad, ha dre sevenadur kristen hor broioù, e sav, a gantved da gantved, kan diouganel ar bed adunanet gant Doue ma tleomp-ni bezañ ar gannadourion anezhañ, hiziv-an-deiz.

Kan diouganel ar sevenadur kristen ! Er Bibl e weler jestroù diouganel heverk lod profeded veur, o vont zoken a-wezhioù betek lakaat da sevel an droukskog. Hogen dezrevell a ra ivez ar Bibl ez eo ar Bobl Dibabet en he fezh a zo galvet da ren ur vuhez diouganel, o tont da vezañ test eus ar C’heviun a silvidigezh tonket d’en em astenn da holl bobloù ar bed.

Treuzet e vez ivez buhez an Iliz gant un doare tennder etre difklukerezh radwerc’hioù profedek hag an ensavadur, dezhañ e bounnerded enstag outañ. Arabat ankounac’haat avat e rank ar radwerc’hioù bezañ gwiriekaet hag ez eo diouganel ivez an ensavadur, en tu all d’e nammoù ha d’e zesfailherezh en arbenn da natur an den pec’her, diouganel dres e kement ha ma ‘z eo galvet d’ar santelezh. Eus hevelep oberenn eus ar Spered Santel e teu an Hengoun hag ar radwerc’hioù diles, hag e vefe sotoni o arbenniñ.

En hor buhez hiniennel ivez ez eo diaes kavout ar c’hempouez, kement ha m’en en gav lod eus an oberoù a gredomp bezañ bet galvet da seveniñ, a-wezhioù stanket, pe disleberet zoken, o zalvoudegezh profedel darvezadus, dre enep-testeni buhez ar bec’herion ez eus ac’hanomp. N’eo nemet o terc’hel d’ur vuhez a ganttroidigezh e c’heller mont dreist da seurt eneberezh, o vont gant hent ar goubeizh hag an uvelded. Evel ma weler e buhez sent Breizh, e rank ar vuhez diouganel mont war un dro bepred gant ur vuhez askezek.

An emwriziennañ en ur sevenadur diles zo dezhañ, dres mat, herouezañ un unvanadur en hor buhez hinienel, ha war un dro war dachenn hor c’hreskidigezh kumuniezhel. Digeriñ a ra hent ur vuhez profedel ouzh hon danzen Plouezoch226 da zegemer luskoù ar Spered hon galv ivez da seveniñ jestroù profedel e sell da sevel ar Rouantelezh. Seurt oberenn a unvanaat zo avat da adkregiñ enni bemdez. Ha dav eo d’hol lidoù hor skoazellañ da vont war-raok gant seurt dehentadur, dre hor c’heveliñ ouzh gwered doueel an Daspren, gant hor boud kevan, eleze spered, ene ha korf, ha ni izili ur bobl, galvet da veuliñ he Arloz gant he finvidigezhioù dezhi he-unan.

Tro hon eus bet, hevlene c’hoazh, d’en em gavout e Lann-Anna evit buheziñ lidoù kaer, leun a c’hred ha breizhek war un dro. Dibabet hon eus kaout ur vreuriezh annezel hag ul lec’h-bevañ. Un dibab darvennus ez eus anezhañ. Hag aze muioc’h eget e nep lec’h e vuhezomp hor paourentez. Tud gloazet ha gloazus ez eus ac’hanomp. Hag e ranker deskiñ sevel e benn bepred evit sellout galvadenn Doue ha degemer e rad. Sursum corda ! Kement-mañ zo profedel ivez !

Ha ni galvet da annezañ ar vro bet fiziet ennomp gant Doue e klaskomp adperc’hennañ eta hon hengoun kristen breizhek, n’eo ket hepken evel un hêrezh o tont eus an amzer dremenet, met evel un diougan eus Breizh adunanet gant Doue, galvet, dec’h, hiziv ha warc’hoazh da lidañ he Arloz gant holl binvidigezhioù he sevenadur.

Evel just ez eo galvidigezh Tiegezh Santez Anna da vezañ desellet e par an Avielerezh Nevez, eleze e-keñver ar skodoù nevez ma rank an Iliz taliñ outo, en ur gevredigezh digravezekaet, azonet gant an diseblanted relijiel, kresk ar c’hravezegezhioù nevez, ar geñverelouriezh diharz, koazhidigezh ar sevenadurioù hengounel, an unneuziekaat...

E seurt amveziad noazus, en em gav sevenadur kristen Breizh, bet dizalbadet endeo gant dispennidigezh ar gevredigezh vreizhek, en arvar da vezañ beuzet, hiziv-an-deiz, gant lanv du an nevez-paganiezh brizhkelt ma toull an nevez-kravezegezhioù hag an amguzhouriezh, emledet kement, an hent dirazi. Komprenomp avat e treuzpad ar stourm a gantved da gantved hag e pado betek distro ar C’Hrist ! Stourm ar feiz an hini eo, e kreiz ar bed ma lavar Jezuz n’eus tiern all ebet dezhañ estreget an diaoul. Hag e vezomp kouviet gant an Arloz da c’hounit gantañ emgannoù hor grez-ni, gant hêrezh ar c’hantvedoù tremenet hag o tigeriñ hent an dazont.

Arabat dimp koulskoude sellout ar sevenadur kristen da gentañ evel ur stourm da ren, hogen kentoc’h evel ul lid da adkregiñ gantañ bepred e korf hor buhez. Chom bepred dalc’het gant an emgann hon trofe da stourmerion hepmui ha marteze zoken da stourmerion ur breud trec’het, kement-mañ o tesachañ hag o vagañ ar gwashañ plegoù kleñvedeg. Strivomp kentoc’h, gant uvelded, deiz-ha-deiz, da vont pelloc’h gant lid meur ar C’Heviun bet kentradet gant ar Pantekost evit an holl vroadoù. Sed galvidigezh Tiegezh Santez Anna e Breizh !

 

*********************************************

 

21-23-24 eost 071

 

Célébrer le Seigneur

 

Le Mois de Sainte Anne à Lann-Anna fut un temps de célébration des bienfaits du Seigneur, avec particulièrement la journée festive du pardon, le 22 juillet. La Bretagne est belle quand elle chante son Seigneur, à la suite de ses saints fondateurs, sous le manteau de sainte Anne, avec la richesse de sa culture transfigurée par la grâce.

Le terme de culture est employé de façon très ambiguë dans la société contemporaine, et pour nombre de chrétiens peu éclairés, parler de culture chrétienne, et plus encore de tradition, signifie faire référence à un passé révolu. Nous savons combien cette vision réductrice de la culture, et de la tradition en général, est très dommageable pour la vie chrétienne.

Au contraire, Benoît XVI déclarait en mars 2006 : « la Tradition n'est pas une transmission de choses ou de paroles, une collection de choses mortes. La Tradition est le fleuve vivant qui nous relie aux origines, le fleuve vivant dans lequel les origines sont toujours présentes. Le grand fleuve qui nous conduit aux portes de l'éternité. Et ainsi, dans ce fleuve vivant se réalise toujours à nouveau la parole du Seigneur (…) : "Et moi, je suis avec vous tous les jours jusqu'à la fin du monde." (Mt 28Sant Judighael , 20.)

Oui, la Tradition est bien ce fleuve porteur de vie, de génération en génération, et, par la culture chrétienne de nos pays, s’élève, de siècle en siècle, le chant prophétique du monde réconcilié avec Dieu, dont nous devons, aujourd’hui, être les ambassadeurs.

Chant prophétique de la culture chrétienne ! Nous voyons dans la Bible certains gestes prophétiques remarquables des grands prophètes qui vont parfois jusqu’à susciter le scandale. Mais la Bible nous montre aussi que c’est le Peuple Elu tout entier qui est appelé à entrer dans une vie prophétique, devenant témoin de l’Alliance de salut destinée à s’étendre à tous les peuples de la terre.

La vie de l’Eglise aussi est traversée par une certaine tension entre l’irruption de charismes prophétiques, d’une part, et l’institution, d’autre part, avec sa lourdeur inévitable. Mais n’oublions pas que les charismes doivent être vérifiés et que l’institution ecclésiale, au-delà de ses imperfections et de ses défaillances, inhérentes à la nature humaine pécheresse, est également prophétique, par sa vocation même à la sainteté. La Tradition et les charismes authentiques sont l’œuvre du même Esprit-Saint et ce serait sottise que de les opposer.

Dans nos vies personnelles aussi, l’équilibre est parfois difficile à trouver, tant l’éventuelle portée prophétique de certains gestes que nous pouvons être appelés à poser, se trouve entravée, et même parfois ruinée, par le contre témoignage de nos vies de pécheurs. Seule une vie de conversion persévérante permet de dépasser cette opposition, dans un chemin d’espérance et d’humilité. Remarquons que la vie de nos saints bretons nous montre clairement que la vie prophétique doit toujours aller de pair avec une vie ascétique.

L’enracinement dans une culture chrétienne authentique doit précisément favoriser une unification au niveau de nos vies personnelles et dans notre croissance communautaire. Elle ouvre le chemin d’une vie prophétique qui dispose à accueillir les motions de l’Esprit qui nous appellera à poser aussi, parfois, des actes prophétiques pour la construction du Royaume. Mais ce travail d’unification est bien sûr une œuvre à reprendre chaque jour. Nos célébrations doivent nous y aider en nous associant à l’œuvre divine de la Rédemption dans toutes les dimensions de notre être, esprit, âme et corps, et en tant que membres d’un peuple appelés à louer son Seigneur avec ses richesses propres.

Cet été, Lann-Anna nous a permis, une fois encore, de nous rassembler pour vivre de belles célébrations, ferventes et bretonnes. Nous avons fait ce choix d’une Fraternité de vie et d’un lieu de vie. C’est un choix exigeant. Là, plus que nul part ailleurs, nous faisons l’expérience de notre pauvreté. Nous sommes, en effet, des êtres blessés et blessants. Et il faut apprendre à relever sans cesse la tête pour considérer l’appel de Dieu et s’ouvrir à sa grâce. Sursum corda ! Cela aussi, c’est prophétique !

S. Sewenn (Porc'hoed) *

 

Appelés à habiter le pays que Dieu nous confie, nous cherchons donc à nous réapproprier notre tradition chrétienne bretonne, non pas seulement comme un héritage du passé, mais comme une prophétie de la Bretagne réconciliée avec Dieu, appelée hier, aujourd’hui et demain, à louer son Seigneur avec toutes les richesses de sa culture.

Bien entendu, cet appel de Tiegezh Santez Anna est à considérer dans le cadre de la Nouvelle Evangélisation, c’est à dire à la lumière des enjeux nouveaux auxquels doit faire face l’Eglise, dans une société sécularisée, marquée par l’indifférence religieuse, la montée des nouvelles religiosités, le relativisme absolu, l’effacement des cultures traditionnelles, l’uniformisation...

Dans ce contexte délétère, la culture chrétienne bretonne, ruinée déjà par le laminage général de la société bretonne, se trouve aujourd’hui menacée d’être noyée par la marée noire du néo-paganisme celtique dont les nouvelles religiosités et l’occultisme, si répandus, font le lit. Mais comprenons bien que le combat dure de siècle en siècle et durera jusqu’au retour du Christ ! C’est celui de la foi au milieu de ce monde dont Jésus nous dit qu’il n’a d’autre Prince que le démon. Et le Seigneur nous invite à remporter avec Lui, les batailles qui concernent notre époque, avec l’héritage des siècles passés et en ouvrant la route pour l’avenir.

Gardons-nous cependant de considérer la culture chrétienne premièrement comme un combat à mener. Regardons-la plutôt comme une célébration à reprendre sans cesse dans nos vies. Nous fixer sur le combat ferait de nous de simples militants et peut-être même des militants d’une cause perdue, ce qui attire et nourrit les pires pathologies… Efforçons-nous plutôt, en toute humilité, jour après jour, d’entrer plus avant dans la grande célébration de l’Alliance inaugurée à la Pentecôte pour toutes le peuples de la terre. C’est bien l’appel de Tiegezh Santez Anna en Bretagne !

 

**************************************************************************************

 

Ur boked testenioù goude Pardon Ur boked testenioù Santez Anna e Lann-Anna

Bouquet de témoignages après le Pardon

de Sainte Anne de Lann-Anna

cliquez sur l’image

 

*

 

 

 

 

 

 

 

 

 

******************************************************************

 

 Bild007(1) Emvodoù / Réunions

Tiegezh Santez Anna

* 2012-2013 *

 

 

***********labour start

Pelec’h ha Penaos ?

 

Où et comment ?

 

 

Peurliesañ e Lann-Anna, d’an eil Sul eus ar miz, nemet a wezhioù…

Adalek kreizteiz hanter, tinellig hag endervezh pediñ, studiñ ha dudi…

Pedet eo pep hini da zegas boued a vo lodennet etre an holl, meuzioù n’eus ket ezhomm da astommañ (da skouer : un dartezenn sall, ur saladenn vesket, ur wastell... ). Mat eo kas e stalioù ivez. Hep ankounac’haat ho podoù termos kafe ha te...

 

Habituellement à Lann-Anna, le second dimanche du mois, sauf exceptions…

A partir de midi et demi, pique-nique tiré du sac, et, après-midi, prière, enseignement, détente...

Nous vous proposons d'apporter des plats qui seront partagés entre tous, sans avoir besoin d’être réchauffés (par exemple une quiche, une salade, un gâteau...) Prière d’apporter ses couverts. Sans oublier vos thermos de café ou de thé...

 

 

Bild035 Evit piv ?

 

***********   Pour qui ?

 

 

Emvodoù digor d’an holl

+

Emvodoù evit ar Genunaniezh

 

evel ma c’hellot gwelout amañ dindan.

 

 

à différencier:

 

. Des réunions ouvertes à tous 

 

                        +

 

. Des réunions de la Communion

 

comme vous pourrez le découvrir ci-dessous.

 

 

***************************************

*Emvodoù digor d’an holl /

Réunions ouvertes à tous

 

D’ar re a fell dezho e kinnig Breuriezh annezel Lann-Anna, war un dro gant izili ar Genunaniezh, emvodoù digor d’an holl, o reiñ an tu da zizolein ha da gemer perzh e galvidigezh Tiegezh Santez Anna a-benn dispakañ e vuhez kristen gwriziennet e sevenadur Breizh.

 

La Fraternité de Vie de Lann-Anna, avec les membres de la Communion, propose des réunions ouvertes à tous, permettant, à ceux qui le souhaitent, de découvrir et de prendre part au charisme de Tiegezh Santez Anna pour épanouir sa vie chrétienne, enraciné dans la culture bretonne.

 

 

Deizhiataer - calendrierdeizhiataer

 

 

 14 a viz Here. Emvod an distro. Adalek 12e30 : Merenn lodennet tennet eus ar sac’h. Diouzh an abardaez : Prantadoù pediñ, keleier a-zivout buhez ar Genunaniezh, gousperoù...

 

14 octobre. Réunion de rentrée.  A partir de 12h30 : Pique-nique partagé tiré du sac. L’après-midi : Temps de prière, nouvelles de la Communion, vêpres…

 

 6 a viz Genver. Gouel ar Steredenn. Adalek 12e30 : Merenn lodennet tennet eus ar sac’h. Diouzh an abardaez : Meuleudi hag erbederezh evit an holl vroadoù hag evit Breizh ! Merenn-vihan.

 

6 janvier. Fête de l’Etoile. A partir de 12h30 : Pique-nique partagé tiré du sac. L’après-midi : Louange et intercession pour tous les pays et pour la Bretagne ! Goûter.

 

 10 a viz Meurzh. Emvod Koraiz. Adalek 12e30 : Merenn tennet eus ar sac’h. Diouzh an abardaez : Kelennadenn, gousperoù.

 

10 Mars. Réunion de Carême. A partir de 12h30 : Pique-nique tiré du sac. L’après-midi : Enseignement, vêpres.

  Ar Brugeier chapel I.V.

    12 a viz Mae Troiad Feiz ha Stuzegezh. Troiad er vro, gousperoù en ur chapel.

 

12 Mai. Journée Foi et Culture: Promenade découverte, vêpres dans une chapelle.

 

*******************************************************************

****************************************************************  *  *  *  *  *

 

 

 

*emvodoù evit ar Genunaniezh /

 

Réunions de la Communion

Non ouvertes à tous*

 

Bodadenn an izili enkoulmet er Vreuriezh Annezel hag er Genunaniezh evit pratadoù a vuhez vreurel, a bedenn hag a stummidigezh. An dud mennet d’enkoulmañ er Genunaniezh a c’hell sevel o goulenn hag e vo kinniget dezho kemer perzh e tri emvod, kentoc’h diouzh renk, a-raok diverzout a zivout o enkoulm.

 

Elles rassemblent les membres engagés dans la Fraternité de Vie et dans la Communion pour des temps de vie fraternelle, de prière et de formation. Les personnes désireuses de s’engager dans la Communion peuvent faire leur demande : il leur sera proposé de participer à trois réunions, consécutives de préférence, à la suite desquelles sera effectué un discernement sur leur éventuel engagement.

 

*****

deizhiataer

 18 a viz Du. Adalek 12e30 : Merenn lodennet tennet eus ar sac’h. Diouzh an abardaez : Adnevezidigezh an enkoulmoù er Genunaniezh.

 

18 Novembre. A partir de 12h30 : Pique-nique partagé tiré du sac. L’après-midi : Renouvellement des engagements dans la Communion.

 

 10 a viz C’Hwevrer. Emvod Maodez Glanndour. Adalek 12e30 : Merenn tennet eus ar sac’h. Diouzh an abardaez : Prantadoù kelenn ha pediñ.

 

10 Février. Journée Maodez Glanndour A partir de 12h30 : Pique-nique tiré du sac. L’après-midi : Temps d’enseignement et de prière.

 

 14 a viz Ebrel.  Trede Sul Fask an Aotrou. Adalek 12e30 : Merenn tennet eus ar sac’h. Diouzh an abardaez : Kelennadenn, gousperoù an Dasorc’h.

 

14 Avril. Troisième dimanche de Pâques. A partir de 12h30 : Pique-nique tiré du sac. L’après-midi : Enseignement, vêpres de la Résurrection.

 

 10 a viz Mezheven. Adalek 12e30 : Merenn tennet eus ar sac’h. Diouzh an abardaez : Aozidigezh pardon Santez Anna.

 

10 Juin. A partir de 12h30 : Pique-nique tiré du sac. L’après-midi : Préparaton du Pardon de Sainte Anne.

 

 

 

*******************************************************

 

Da zerc’hel soñj ivez /

A ne pas oublier

 

 

 31 a viz Kerzu Beilhadeg pediñ e Lann-Anna pardon Lann Anna 119

 

31 décembre. Veillée de prière à Lann-Anna

 

 Eus ar 1añ a viz Gouere betek an 2 a viz Eost:

 

                                Miz Santez Anna

 

Du 1er juillet au 2 août: Mois de Sainte Anne

 

 21 a viz Gouere / 21 juillet.

Pardon Santez  Anna

e Lann-Anna

 

 

**************************************

 

*A-hed ar bloaz e Lann-Anna /

Toute l’année à Lann-Anna

 

 

 D’ar Yaou da 8e ¼ noz : Eurvezh Santel gant letanioù Anv Jezuz

Jeudi 20h15 : Heure Sainte avec litanies du Saint-Nom de Jésus

 

 D’ar Sadorn da 6e d’abardaez : Gousperoù an Dasorc’h

Samedi 18h. : Vêpres de la Résurrection.

 

 D’ar Sul da 6e d’abardaez : Gousperoù

Dimanche 18h : Vêpres

(Gwelloc’h eo mont e darempred gant ar Vreuriezh evit kadarnaat an amzeriadur/ Il est préférable de joindre la Fraternité avant de venir pour avoir confirmation des horaires.)

 

Photo-0012

 

*

 
Devezhioù labour-vras e Lann-Anna
Journées de chantier à Lann-Anna

 

Devezhioù labour-vras a vez aozet ingal e Lann-Anna. Labour zo evit an holl hag a-hed ar bloaz ! Goulennit ditouroù e Lann-Anna.

 

Des journées de chantier sont organisées régulièrment à Lann-Anna. Il y a du travail pour tous et toute l’année ! Renseignements à Lann-Anna. (02 97 34 54 97 ; lann-anna@hotmail.fr)

 

***********************************************************David2

Gwezhiadenn David !

Ho trugarekaat a fell dimp ha ganeoc’h trugarekaat an Aotrou rak, a drugarez d’ho profoù, eo kroget mat gant al labourioù. war an ti-bihan rivinet a-dal da chapelig santez Anna e Lann-Anna!

Gouzout a rit pegen krennus eo al labourioù-se evit dazont Lann-Anna ! Bennozh Doue deoc’h c’hoazh evit ho pedennoù hag ho profoù !

Koulskoude n’eo ket echu ar stourm hag e rankomp kenderc’hel gant al labourioù ha taliñ neuze ouzh dispignoù nevez c’hoazh evit ma vo degemerusoc’h ha arc’hwelekoc’h Lann-Anna da obererezhioù ar Vreuriezh hag ar Genunaniezh.

Kenderc’hel a reomp neuze gant Gwezhiadenn David ha drezi ho pedomp c’hoazh d’hon harpañ dre ar bedenn ha d’ober ur prof brokus evit diorren oberenn Lann-Anna e servij Rouantelzh Doue e Breizh.

Grit un treuzvankadenn war gont Tiegezh Santez Anna, KRP ROAZHON

bank 20041 advank 01013 kont 0531398D034, alc'hwez 53

Pe c’hoazh, kasit ur chekenn e gourc’hemenn Tiegezh Santez Anna. Da gas en-dro da Tiegezh Santez Anna, Lann-Anna, Ar Vouster 56110 Roudoualleg.

*

*Opération David !

Nous voulons vous remercier et avec vous remercier le Seigneur car, grâce à vos dons, les travaux ont bien démarré sur la maisonnette ruinée en face de la petite chapelle sainte Anne de Lann-Anna !DSC00458 - Copie

Vous le savez, ces réalisations sont décisives pour l’avenir de Lann-Anna ! Merci encore pour vos prières et vos offrandes !

Cependant, le combat n’est pas terminé et il nous faut poursuivre les travaux et faire face à de nouvelles dépenses pour que Lann-Anna devienne plus accueillant et plus fonctionnel pour les activités de la Fraternité et de la Communion.

Nous poursuivons donc l’Opération David par laquelle nous vous invitons encore à nous soutenir par la prière et à faire une offrande généreuse pour le développement de l’œuvre de Lann-Anna au service du Royaume de Dieu en Bretagne.

Faites un virement sur le compte de Tiegezh Santez Anna, CCP RENNES

n° de banque 20041 bureau 01013 Compte 0531398D034 clé 53

Ou envoyez un chèque à l’ordre de Tiegezh Santez Anna. A renvoyer à : Tiegezh Santez Anna, Lann-Anna, Ar Vouster

 

-------------------------------------------------------  *   *   *   *   *   *   *    *

imagesCA4MHQHP Un doare da harpañ Breuriezh Lann-Anna
Lod ac’hanoc’h a c’houlenn skoazell ar Vreuriezh evit gwazadoù liesseurt : kentelioù brezhoneg, labourioù treiñ, enklaskoù e sell kemenañ ur gwiskamant giz-o-bro, enklaskoù istorel. Re all a c’houlenn diganimp labourioù liorzhañ, skoazell er gêr, ambrougerezh speredel... Hag e klaskomp respont kement ha ma c’hellomp ober. Seurt gwazadoù liesseurt a c’hell bezañ kevuziet gant CESU. Sed un doare da harpañ ar Vreuriezh a labour a-hed ar bloaz da ziorren Lann-Anna hag ar Genunaniezh !
* Un moyen de soutenir la Fraternité de Lann-Anna

Plusieurs d’entre vous font appel à la Fraternité pour des services très divers : cours de breton, traductions, recherches en vue de se faire un costume breton, recherches historiques. D’autres nous demandent : travaux de jardinage, aide à domicile, accompagnement spirituel.... Nous y répondons dans la mesure de nos possibilités. Ces divers services peuvent être rémunérés par CESU (Chèques Emploi Service Universel). C’est une façon de soutenir la Fraternité qui œuvre toute l’année au développement de Lann-Anna et de la Communion !

 

 

Bild064

Commenter cet article