Dasorc'het eo ar C'hrist, allelouia!

Publié le par Tiegezh Santez Anna


Darsorc'het eo e gwirionez, Allelouia!
Il est vraiment ressuscité, alleluia!


Pa'z eas Israël er-maez eus an Ejipt,
tiegezh Yakob eus a douez ur bobl barbar,
E reas eus Youda e santual,
eus Israël e zomani.

Ar mor a welas hag a dec'has,
ar Yordan a zistroas war e giz.
Ar menezioù a lammas evel maouted,
an tosennoù evel deñvedigoù.

 


Petra c'hoavez ganit, o Mor, pa dec'hez kuit,
ha ganit, Yordan, pa zistroez war da giz?
Petra, menezioù, pa lammit evel maouted,
ha c'hwi, torgennoù, evel deñvedigoù?

Dirak an Aotroù, kren, o douar,
dirak splannder Doue Yakob,
A dro ar garreg en ur vamenn-dour,
hag ar roc'h en ur stivell.

(salm 114 (113 A)

Publié dans gouelioù - fêtes

Commenter cet article