Trede Sul goude Pask

Publié le par Tiegezh Santez Anna

3e Dimanche de Pâques



       En amzer-se e lavaras Pêr d'ar bobl: "Tud Israel! Doue Abraham, Isaag ha Yakob, Doue hon Tadoù, en deus roet gloar d'e servijer Jezuz, an Hini hoc'h eus-c'hwi gwerzhet ha dinac'het dirak Pilat, daoust ma oa hemañ a-du evit e lezel da vont en e frankiz. Eñ, an Hini Santel, an Hini just, hoc'h eus dinac'het ha goulennet hoc'h eus ma vije lezet ganeoc'h ur muntrer. Eñ, pennoberour ar vuhez, hoc'h eus lazhet, met Doue en deus graet dezhañ adsevel a-douez ar re varv: ni 'zo testoù a gement-se... Ha bremañ, breudeur, gouzout a ran eo dre ziouiziegezh hoc'h eus graet kement-se, c'hwi hag ho mistri. Met Doue, hag en devoa dre c'henoù e holl profeded, embannet en a-raok e tlee e Veziaz gouzañv poan, en deus evel-se peurgaset da wir an traoù. Rak-se eta, ho pet keuz ha distroit evit ma vo rasket ho pec'hedoù. (eus Levr Oberoù an Ebestel, 13-15, 17-19)

+

Pa c'halvan, respontit, c'hwi va Doue just!
Em enkrez e frankait warnon
Dre druez selaouit diouzh va fedenn!
Goût a ouzoc'h e ra brav an Aotroù
d'e vignon fidel!
An Aotroù a selaou
Pa c'halvan anezhañ.
Kalz a lavar:
Piv a ray dimp gwelout ar Vad?
Lakit da skediñ warnomp
Sklêrijenn ho Tremm, Aotroù.
E peoc'h diouzhtu ma c'hourvezan
E kouskan
Rak, c'hwi, Aotroù, c'hwi hoc'h-unan,
E-kreiz ar fiziañs am laka da repoziñ.


(salm 4)


+



Va bugaligoù! Skrivañ a ran deoc'h evit ma tiwallot diouzh ar pec'hed. Met, mar degouezh gant unan bennak pec'hiñ, hon eus un Difennour, Jezuz-Krist, an Hini just. Bez 'ez eo e-unan an aberzh-a-beoc'h kinniget evit hor pec'hedoù ha neket kepken evit hor re-ni, met ivez evit re ar bed-holl. Ha penaos e c'hellomp-ni gouzout ec'h anavezomp anezhañ? Mar miromp e c'hourc'hemennoù. An hini a lavar: "E anaout a ran" ha na vir ket e c'hourc'hemennoù, a zo ur gaouiad: ha n'emañ ket ar wirionez ennañ. An neb avat, a vir e gomz, e gwrionez en den-se ez eo deuet karantez Doue da vezañ peurvat.

(eus Lizher 1añ an abostol sant Yann 2,1-5)

+

Allelouia! Salver Jezuz, digorit dimp ar Skritur.
Grit d'hor c'halon tommañ pa gomzit ouzhimp. Allelouia!


+++

pennad eus an Aviel

En amzer-se edo an diskibled o tisplegañ ar pezh a oa c'hoarvezet war an hent, ha penaos o devoa E anavezet p'en devoa torret ar bara. E-pad m'edont o komz eus kement-se, Jezuz e-unan en em gavas en o c'hreiz, hag a lavar: "Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!" Sabatuet ha spontet ma oant, e krede dezho gwelout ur spered. Hag e lavaras dezho: "Perak ez oc'h strafuilhet, ha perak e sav diskred en ho kalonoù? Sellit ouzh va daouarn hag ouzh va zreid: me eo, me va-unan. Stokit ouzhin ha gwelit: ur spered n'en deus na kig nag eskern evel ma welit am eus-me!" En ur lavarout kement-se, e tiskouezhas dezho e zaouarn hag e dreid. Met evel ma choment c'hoazh amgredik, en o levenez, sebezet ma oant, e lavaras dezho: "Ha bez 'hoc'h eus-hu amañ un dra bennak da zebriñ?" Kinnig a rejont dezhañ un tamm pesk rostet. Hen kemerout a reas ha debriñ dirazo. Hag e lavaras dezho: "Evel-se ez eo skrivet e rankfe ar Mesiaz gouzañv, hag adsevel a-douez ar re varv d'an trede deiz, hag e vefe embannet en e anv en distro-a-spered hag ar pardon eus ar pec'hedoù d'an holl bobloù, en ur gregiñ dre Jeruzalem. Ha c'hwi eo an testoù eus an traoù-se.

+
++++
+

Evit kavout lennadennoù ha prezegenn ar Sul e galleg, klikit amañ
Les lectures et l'homélie en langue française sont disponibles ici

Publié dans Sulvezhioù - Dimanche

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :

Commenter cet article