War hent ar Sul-Gwenn

Publié le par Tiegezh Santez Anna

 

 

     Divarc’het e vezer evit gwir gant amzer Fask ! Jezuz ne baouez ket d’hor sachañ da vont war-raok ! Boazet e oamp marteze ouzh strivoù ar C’Horaiz ? Dioueriñ an traoù lipous a oa emichañs diouzh hor gwellañ reol voued ? Ha setu ma rankomp mont pelloc’h da heul an Dasorc’hed ! Mard eo gwir e c’hell ar C’Horaiz kammgomprenet hor bac’hañ en hor bevennoù, Pask avat a chomo mare an tachennoù ec’hon.  Arabat e vefe hini an emgavioù c’hwitet !

     Jezuz dasorc’het a zeu davet e ziskibled : na pegen diaes evito E anavezout ! An diskredoni diouzh un tu, ar c’hoant d’E virout ganto diouzh an tu all, an hevelep diveizusted ! Evel m’int bet prientet gant Jezuz e-doug an devezhioù a-raok ar Pantekost da gaout un darempred nevez gantañ e tleomp en em c’hourdonañ dizehan d’E anavezout en un doare bepred nevez en hor buhez. Rak – arabat dimp faziañ ! – Jezuz, trec’h war ar marv, n’en em lezo morse da vezañ bac’het en hor mennozhiadurioù nag en hon askreadoù. Dieubomp Doue diouzh ar bac’hoù m’eo bet karc’hariet enno gant an dud, eme kentaou Benead XVI diwar lavarenn santez Caterina Volpicelli. Kanttroidigezh ar meiz ha pareañs ar gantaezidigezh a vo bepred lod eus buhez ar c’hristen gwirion. Seurt oberenn, a dra sur, ne vo ket hini an den nemetken ; red eo dimp en em zigeriñ d’ar Spered Santel. Met aze c’hoazh e ranker mont dreist d’an touelladurioù !

     Rak ma verzomp e rankomp kaout ar Spered Santel evit neveziñ hor buhez, buhez hon tiegezhioù ha dre vras hini tiegezh mab-den, ez omp techet marteze re alies da c’hortoz ur Pantekost Nevez a gouezhfe war ar bed evel dre un taol doc’hortoz… Arabat dimp ankounac’haat e voe burzhud ar Pantekost hini un emgav deuet da-benn : hini ar Spered Santel, evel just, gant hini an Iliz kentañ, aketus d’ar bedenn ! Ha ma ne vijent ket bet kavet er Gambr-Uhel ?

     Doue n’eo ket ur strobinellour a zeufe da seveniñ e varzhoù en enep d’hon dezvennoù. Gwir eo e fell d’an Aotrou hon neveziñ ha treuzneuziañ ar bed dre ar Spered-Santel met kement-se ne c’hoarvezo ket anez dimp bezañ en emgav ! Sed skod emgann ar vuhez kristen a zle bezañ nevesaet hep ehan a-benn lezel galloud Doue da vont dreist d’ar gwaskoù a daolomp warnañ hep gouzout dimp zoken.

     Gant bloavezh al lidoù e kinnig dimp an Iliz prantadoù spletus evit pleustriñ a-zoare an arvez-mañ-arvez eus ar c’hevrin kristen ez omp galvet da vuheziñ en e leunded. Tennomp hor mad eus ar prantad-mañ o prientiñ ar Sul-Gwenn evit en em zigeriñ d’ar Pantekost pemdeziek bet prezeget gant an Tad Visant Hubi, unan eus keneiled an Tad Maner. Na zaleomp ket, Doue a vo bepred nn emgav !.              

                                                                                                        Benead

 

Vers la Pentecôte'

 

     Ce temps de Pâque est vraiment déconcertant ! Jésus ne cesse de nous tirer de l’avant ! Peut-être nous étions-nous habitués à nos efforts de Carême ? Nos privations en sucreries correspondaient sans doute assez bien à notre meilleur régime ? Et voilà qu’il nous faut aller plus loin, à la suite du Ressuscité ! S’il est vrai que le Carême mal compris peut nous renfermer sur nos limites. Pâques, en tout cas, reste le temps des grands espaces. Que ce ne soit pas celui des rendez-vous manqués !

     Jésus ressuscité se montre à ses disciples : que de peine ils éprouvent à le reconnaître ! D’un côté l’incrédulité, de l’autre, la volonté de le retenir, c’est la même incompréhension ! Comme Jésus les a préparés durant ces jours précédents la Pentecôte à un nouveau mode de relation avec Lui, il nous faut sans cesse nous entraîner nous aussi à reconnaître sa présence toujours nouvelle dans nos vies. Car - ne nous y trompons pas ! - Jésus triomphant du tombeau ne se laissera jamais enfermer dans nos systèmes de pensée, ni dans nos états d’âme. Libérons Dieu des prisons dans lesquelles les hommes l’ont enfermé, déclarait récemment Benoît XVI, reprenant une expression de sainte Caterina Volpicelli. Conversion de l’intelligence et guérison de l’affectivité feront toujours partie de la vie ordinaire du chrétien authentique. Evidemment, cette œuvre n’est pas purement humaine ; elle exige de nous l’ouverture au Saint-Esprit. Mais là encore que d’illusions à dépasser !

     Si nous avons conscience en effet de la nécessité du Saint-Esprit pour renouveler nos vies personnelles, nos familles et plus largement la famille humaine, nous attendons peut-être trop souvent une Nouvelle Pentecôte qui tomberait sur le monde comme par surprise... N’oublions pas que la Pentecôte fut le miracle d’un rendez-vous réussi : celui du Saint-Esprit, bien sûr, et de l’Eglise naissante, assidue à la prière ! Et s’ils n’avaient pas été présents dans la Chambre Haute ?

     Dieu n’est pas un magicien qui viendrait bousculer nos volontés propres pour accomplir ses prodiges. Certes, le Seigneur veut nous renouveler et transformer le monde par le Saint-Esprit mais cela ne se fera que si nous sommes présents au rendez-vous ! C’est tout l’enjeu de notre vie chrétienne qui doit se renouveler sans cesse pour libérer la puissance divine des carcans où nous la retenons, sans même nous en rendre compte…

     Les temps liturgiques sont des périodes privilégiées où l’Eglise nous invite à nous appliquer particulièrement à vivre l’un des aspects du mystère chrétien dont nous sommes appelés à vivre en plénitude. Profitons de ce temps de préparation à la Pentecôte pour nous ouvrir à  la pentecôte quotidienne du chrétien que prêchait Vincent Huby, l’un des compagnons du Père Maunoir. Ne tardons pas, Dieu est toujours au rendez-vous !                                                                         
                                                                                                                 
Benead



emvod an 12 a viz Ebrel 2009

Tennet eus hanezadur ar Vouster


Kerzu 2008.
D’ar Sul 14. Devezh emvod TSA. Kregiñ a ra kejadenn ar miz-mañ gant oferenn trede Sul an Azvent lusket brav bennozh d’ar c’hantikoù brezhonek ha d’ar pezhioù gregorian. Dispaket eo bet neuze ar boued er sal barrez a-raok stagañ gant ar veuleudi ha selaou ar gelennadenn diwar-benn ar pezh ez eo galvet enkoulmidi TSA da vuheziñ hervez ar skridoù bet savet endeo el levrenn Kan ar Pobloù. Engalvet eo bet ar Spered Santel a-raok ma tistagfe neuze a-nevez o fedenn enkoulmañ ar re o deus graet o enkoum betek-henn. Keit-se eo bet urzhiet diagon hor mignon Erwan e Pempoull lec’h m’edo Kristen ha Oanez evit an degouezh. D’ar Merc’her 24. Deuet e oa hor mignon beleg flandrezat Ludo da dremen pemzektez retred e Breizh ha dre-se hor boa divizet kejañ gantañ ; met setu ma tle distreiñ mall-mall da Vro-Euskadi rak war e dremenvan emañ e vignon an Tad Roje I. hor boa kejet gantañ e 1997. A-raok kuitaat Breizh warc’hoazh ez eo deuet eta Ludo d’hor bete hiziv. Ul levenez evidomp holl ! Genver 2009. D’ar Sul 11. Gouel ar Steredenn. Eil sulvezh miz Genver. Eizhteiz goude an Epifaniezh en em vodomp da lidañ Emerzerc’hadenn Doue d’an dud, hiziv pergen da geñver Badeziant ar C’Hrist er Yordan. Meurdezus eo bet an oferenn diouzh ar beure gant kanoù brezhonek amzer Nedeleg, pezhioù gregorian gant an ograoù o seniñ. Goude tinellig ez eo kroget an endervezh gant kanoù Nedeleg a-raok prezegenn Benead a-zivout hevelepted Jezuz, Verb Doue, ar Gomz trafadel, Mab Doue, eil Ferson an Drinded, deuet da vezañ den, dezhañ an daou c’henezh eta ; ac’hano hevelepted Mari neuze, anezhi Mamm Doue, hag hini santez Anna Meter Theotokoi "Mamm an Douevred." Da c’houde hon eus kemeret un tamm prantad pediñ e-ser mont da begañ bep a steredenn war ar ganevedenn, ur jestr pleustrek amañ da gas mennadoù pep hini davet an Neñv. Evel kustum hiviziken ez eo bet tennet ivez d’ar blouzenn ur vro eus Breizh hag unan eus ar bed-holl ma tleo pep hini pediñ evito a-hed ar bloavezh-mañ. Hag evit echuiñ an endervezh n’eo ket bet ankouaet ar banne kafe gant Gwastell ar Rouaned.




C’hwevrer
  D’ar Sul 8
. Devezh kejadenn TSA. Gouestlet eo bet an endervezh da vMaodez Glanndour diwar levr Annaig Renault - Maodez Glanndour ; Son Chemin D'Humanite Au Long De Komzou Bev - hag a zo bet dizoloet ha kinniget hiziv eta gant Jean-Pierre : buhez ha dezev diouganel ar beleg brogarour-mañ. Kendalc’het en deus Benead o kinnig oberenn gumuniezhel Maodez Glanndour : Unvaniezh Speredel Breizh hag Ar bedenn evit ar Vro. Echuet hon eus o kanañ ur c’hantik eus an Testamant Nevez (Kol 1,12-20) bet troet en e bezh gantañ. Kement a draoù o doa an dud da gontañ war-lerc’h ma’z int chomet pell amzer da fistilhat etrezo. D’ar Yaou 12. Bet eo Benead ha Gweltaz e Kemper da gerc’hat gwerzhidi taol-gomuniañ ar chapel bet turgnet eno. D’al Lun 16. Devezh labour-vras. Graet eo bet war-dro an eil indu raz-traezh war ar gwiskad raz-kouarc’h er chapel. War-dro un hanter eus ar gorread zo bet graet hiziv. Mil bennozh d’al labourerion wirvoziat ! Meurzh. D’ar Sul 8. Klañv ha divouezh (!) ma’z eo n’en deus ket gellet Benead luskañ an oferenn hiziv, met deuet eo a-benn Gweltaz ha don Pêr-Nikolaz d’en em zifretañ brav-tre. Goude tinellig hon eus en em strollet tost a-walc’h ouzh Benead d’e glevout ervat e-doug ar gelennadenn m’eo deuet a-benn da zistagañ evelkent. Goude bezañ lennet Komz Doue (Iz 61,1-4 ha Yo 2,15-20) en deus kroget o pouezañ war ar pezh a fell da Zoue ober evidomp e-doug ar C’Horaiz en tu all d’ar pezh a soñjomp-ni seveniñ evitañ ! Anv a zo bet eus kanttreiñ hor meiz, intent ar feiz, ster diles an dellezout, ar feiz hag an oberoù e steuñv ar silvidigezh. Ar gousperoù a voe kanet neuze a-raok ar banne kafe. D’ar Sul 15. Un devezh nevez-hañv kaer tre. En enderv-mañ ez omp bet e Santoz da glask lec’h chapel sant Privael a oa rivinet kant vloaz zo seulabred. Kroget hon eus hor pourmenadenn avat gant chapelioù sant Laorañs hag I.V. an Aeled, o div bet savet en un ardremez hoalus, un drugar, evel ma’z eo er vro-mañ, ar Menez Du e Su ar Stêr-Aon. Ober a reomp un droiad er vourc’h koantik, ha setu-ni e Kerprimel o pleustriñ ar gwenodennoù,.en aner siwazh ! A zo gwashoc’h : den ebet n’en deus klevet doare eus ur chapel bennak er c’hornad. Gellet hon eus arvestiñ avat ouzh an torosennadur hag an dremmweloù kenedek espar e Santoz hag e Laz.. D’ar Yaou 19. Feurmet hon eus ur vetonerez a-benn fardañ buan ar meskaj raz-traezh-grouan da uhelaat un tamm keur ar chapel. D’ar Yaou 26. Staliet eo bet ar piñsin hiziv er chapel, desezet ouzh ar voger etre an nor ha penn an daol-gomuniañ ; e-giz pa vije bet aze a-viskoazh ! Unan bihan zo bet enlakaet ivez e-harz ar sichenn ma vo delwenn sant Elouan warnezhi. Krog eur ouzhpenn da razañ ar mogerioù. Miz Ebrel. D’ar Gwener 3. Pevar devezhiad labour gant Dominig a-benn staliañ brav an darelloù pri-poazh. Fenoz eo peurechu leur ar chapel, ur bam ! Tremen a ra ivez Mikael ar munuzer da lakaat stern dorioù an adchapel. D’ar Sadorn 4. Rakwelet e oa bet un devezh labour-vras hiziv. Met dalc’het pe klañv e oa hon gwirvoziaded ken ez eo deuet Oanez hepken. Ganti diouzh ar beure hon eus labouret er-maez war-dro diazez souezhus stlez ar chapel ha diouzh an enderv hon eus kroget d’ober lindraj raz-kouarc’h an adchapel ; keit-se eo bet startaet diazez an talbenn dindan ar prenestr. Trugarez vras da Oanez ha bennozh da Zoue ! D’ar Yaou 9. Mont a reomp en enderv-mañ d’an Oriant evit kofes ha buheziñ lidvezh ar Goan Ziwezhañ gant Breudeur Saint-Yann. Kalz bugale a oa, un argelc’h gredus ha buhezek ! D’ar Sul 12. Dasorc’het eo an Aotrou ! Allelouia ! Klotañ a ra kejadenn ar Genunaniezh gant gouel Pask evit hor brasañ levenez ; un degouezh a-zoare ouzhpenn eta evit en em bourc’hañ gant hor gwiskamantoù breizhek kaerañ da lidañ Dasorc’hidigezh ar Salver ha d’ambroug Katell warni giz ar Poc’hêr d’an deiz m’emañ o vont da zistagañ he enkoulm. Un oferenn gaer gant kantikoù brezhonek ha pezhioù gregorian (Vidi Aquam, Victimae Paschalis !). Da c’houde, ur banne kinniget gant ar gumun gant c’hoari klask vioù Pask war dachenn ar sportoù. Tinellig lodennet el levenez hag en drantiz a-raok distreiñ d’an iliz lec’h ma krogomp gant ar veuleudi a-benn selaou aketus prezegenn Benead en deus displeget da gentañ anvad Itron Varia Loretta, kent dezhañ komz a-zivout amzervezh Pask (diwar Rom 12,1-2 pergen), an diaesoc’h ma’z eo en ur mod buheziñ an Dasorc’h eget strivoù ha pinijennoù ar C’Horaiz a zo kennatureloc’h alies d’hor c’hizidigezh vredel eget pleustriñ buhez nevez an dud adganet. Kanet hon eus ar gousperoù neuze hag en o c’herzh setu erru ar c’houlz evit Katell da zistagañ he fedenn enkoulm. Gourc’hemennoù dezhi ! Kuitaet ganimp an iliz hon eus kendalc’het gant hor c’hejadenn en-dro d’ur banne kafe ha d’ar gwestell a-raok kemer hent Lann-Anna da welout ar chapel treuzfurmet mik da heul labourioù miz Meurzh dreist-holl. D’ar Sadorn 18. En enderv-mañ obidoù Gwennole ar Menn en Drinded-Bever. Ur mor a dud deuet da enoriñ ar enklaskour illur en deus kaset da benn kement a oberoù a-zivout ar brezhoneg ha sevenadur Breizh evit brasañ mad ha brud ar vro.    

 

 



Extrait des chroniques du Moustoir


Décembre 2008.
Dimanche 14. Journée de réunion TSA. En ce troisième dimanche de l’Avent, la rencontre de ce mois commence par une belle messe avec cantiques bretons et pièces grégoriennes. Puis, le pique-nique dans la salle paroissiale avant de commencer la louange  et l’enseignement traitant de l’engagement dans TSA tel qu’il est présenté dans le livret Kan ar Pobloù. Après une invocation au Saint-Esprit, les engagés présents ont renouvelé leur prière d’engagement. Au même moment, notre ami Erwan était ordonné diacre à Paimpol où se trouvaient Kristen et Oanez pour l’occasion. Mercredi 24. Ludo, notre ami prêtre flamand, était venu passer une quinzaine de jours de retraite en Bretagne et nous avions prévu de nous rencontrer ; mais voilà qu’il doit retourner en urgence au Pays-Basque au chevet de son ami le  Père Roger I. que nous avions rencontré en 1997. Avant de quitter la Bretagne demain, Ludo est donc venu passer la journée parmi nous. Une joie pour tous ! Janvier 2009. Dimanche 11. Fête de l’Etoile. Deuxième dimanche de janvier  Huit jour après l’Epiphanie, nous nous retrouvons en ce jour du Baptême du Seigneur au Jourdain, pour fêter la Théophanie. Très belle messe ce matin avec cantiques bretons de Noël et pièces grégoriennes accompagnées par l’orgue. Après le pique-nique, nous commençons l’après-midi par des chants de Noël avant l’enseignement de Benead au sujet de l’identité de Jésus, Verbe de Dieu, Verbe éternel, Fils de Dieu, seconde Personne de la Trinité, devenu homme, possédant donc deux natures ; et de là quelques mots sur l’identité de Marie, Mère de  Dieu, et de sainte Anne Meter Theotokoi "Mère de la Mère de Dieu." Puis nous avons pris un temps de prière durant lequel chacun a pu aller fixer son étoile sur l’arc-en-ciel, chacun portant par ce geste ses intentions vers le ciel. Comme de coutume désormais, chacun a tiré ensuite un pays de Bretagne et un pays du monde pour lequel il devra prier tout au long de cette année. Et pour terminer l’après-midi, le café et la galette des Rois n’ont pas été oubliés. Février  Dimanche 8. Journée de rencontre  TSA. L’après-midi a été consacrée à Maodez Glanndour à partir du livre d’Annaig Rennault -Maodez Glanndour ; Son Chemin D'Humanite Au Long De Komzou Bev - que Jean-Pierre a découvert et qu’il nous a présenté aujourd’hui : vie et œuvre prophétique de ce prêtre fidèle à son pays. Benead a parlé ensuite de l’œuvre communautaire de Maodez Glanndour, Union Spirituelle de Bretagne et Ar bedenn evit ar Vro/.la Prière pour le Pays. Nous avons fini en chantant un cantique du Nouveau Testament (Col 1,12-20) dans la traduction de Maodez Glanndour. Les participants avaient tant de choses à se dire qu’ils sont restés longtemps après, emportés par leurs conversations. Jeudi 12. Benead et Gweltaz sont allés à Quimper chez le tourneur sur bois, chercher les balustres de la table de communion de la chapelle. Lundi 16. Journée de chantier. Le travail concerne l’enduit de sable-chaux sur l’isolant chanvre-chaux de la chapelle. C’est environ la moitié de la surface qui a été réalisé aujourd’hui. Mille mercis aux travailleurs bénévoles ! Mars. Dimanche 8. Malade et aphone (!), Benead n’a pas pu animer la messe de ce jour,  mais Gweltaz et don Pierre-Nicolas ont mené cela très bien. Après le pique-nique nous nous sommes rapprochés de Benead pour entendre l’enseignement qu’il a tout de même réussi à prononcer. Après lecture de la Parole de Dieu (Is 61,1-4 et  Joël 2,15-20), il a insisté sur ce que Dieu veut faire pour nous durant ce temps du Carême plutôt que sur ce que nous envisageons nous-même de faire pour Lui ! Il a été question de la conversion de l’intelligence, de la compréhension de la foi, du sens véritable du mérite, de la foi et des œuvres dans le plan du salut. Puis, l’on chanta les vêpres avant le café.

Dimanche 15
. Une belle journée de printemps. Cet après-midi, nous sommes partis pour Saint-Thois à la recherche de la chapelle Saint-Primel, ruinée il y a déjà cent ans de cela. Nous avons commencé la promenade par les chapelles Saint-Laurent et N.D.-des-Anges, élevées toutes deux en des lieux charmants comme il en est tant dans cette région des Montagnes Noires au sud du l’Aulne. Un petit tour par le joli bourg et nous voici à Kerprimel, parcourant les chemins, mais en vain ! Pire encore, personne n’a entendu parlé d’une quelconque chapelle dans le secteur. Nous avons pu cependant admirer le relief et les paysages magnifiques de Saint-Thois et de Laz.. Jeudi 19. Nous avons loué une bétonnière pour préparer rapidement le béton de chaux destiné à surélever légèrement le chœur de la chapelle.  Jeudi 26. Aujourd’hui a été installé le bénitier dans la chapelle, fixé dans le mur entre la porte et la table de communion ; comme s’il avait toujours été là ! Un autre petit bénitier a été scellé sous  le socle qui portera la statue de saint Elouan. Et l’on a commencé à passer le lait de chaux sur les murs. Avril. Vendredi 3. Quatre journées de chantier avec Dominique pour installer les carreaux de terre cuite. Ce soir, le sol de la chapelle est fini, superbe ! Mikaël le menuisier est passé aussi pour installer les huisseries de la sacristie. Samedi 4. Une journée de chantier avait été prévue aujourd’hui. Mais nos bénévoles sont retenus, certains par maladie si bien que seule Oanez est venue. Le matin, nous avons travaillé avec elle sur la surprenante fondation du pignon de la chapelle et l’après-midi nous avons commencé l’enduit chanvre-chaux de la partie annexe, tandis que d’autres renforçaient les fondations de la façade, sous la fenêtre. Grand merci à Oanez et louange au Seigneur ! Jeudi  9. Cet après-midi nous allons à Lorient nous confesser et participer à l’Office de la Sainte-Cène avec les Frères de Saint-Jean. De nombreux enfants étaient présents ; une ambiance fervente et pleine de vie ! Dimanche 12. Le Seigneur est ressuscité ! Alléluia ! Pour notre plus grande joie, la réunion de la Communion coïncide avec Pâques ; une bonne occasion donc de revêtir  nos costumes bretons pour célébrer la Résurrection du Seigneur et accompagner Katell qui a revêtu la guise du Poher en ce jour où elle doit prononcer son engagement. Belle messe avec cantiques bretons et pièces grégorienne (Vidi Aquam, Victimae Paschalis !). Puis la commune offrait un apéritif sur le terrain de sport par la commune avec jeu des œufs cachés de Pâques. Pique-nique partagé dans la joie et la bonne humeur avant de se retrouver à l’église où nous commençons par la louange et écoutons attentivement l’enseignement de Benead qui a parlé tout d’abord du vocable de N.D. de Lorette, puis du temps pascal (à partir de Rom 12,1-2 particulièrement), expliquant qu’il est plus ardu en un sens de vivre la Résurrection que les pénitences du Carême qui sont plus co-naturelles à notre psychologie que la pratique de notre vie d’hommes nouveaux. Puis, nous avons chanté les vêpres au cours desquelles Katell a prononcé sa prière d’engagement. Toutes nos félicitations à la nouvelle engagée ! Après avoir quitté l’église, la réunion s’est poursuivie autour d’un café avec gâteaux avant de prendre la route de Lann-Anna pour visiter la chapelle complètement transformée surtout depuis les travaux du mois mars. Samedi 18.  Obsèques cet après-midi de Gwennole ar Menn à la Trinité-Langonnet. Une foule nombreuse est venue honorer ce grand chercheur qui a tant œuvré pour langue bretonne et la culture bretonne.


*


Ur maen evit Lann-Anna

 

 

        Da-heul hor galvadennoù e kendalc’hit da gas mein evit Lann-Anna. Bennozh Doue deoc’h-holl ! Neuze ez omp aet war-raok gant labourioù sevel ar chapelig hag an adchapel. Hogen echuiñ a ranker ober ha kempenn an ti bihan a-dal dezho ma teuio dioutañ an tredan.. Dav e vo degas c’hoazh kalzik mein a-benn echuiñ al labourioù-mañ ; neuze e kavot adarre amañ kevret ur bajenn ginnig a c’hellot implijout (moulit ar stern brudañ anezhi hag e gasit) evit profañ mein pe kinnig tro-dro deoc’h dre ma’z eus moarvat kalzik a dud a vefe prest da brofañ ha pa ne vefe nemet ur maen (5 euro !) evit santez Anna hag oberenn Tiegezh Santez Anna evit Breizh !

     Trugarez c’hoazh evit ar pezh a c’hellot ober ; krennus eo al labourioù-se evit dazont Lanna Anna ! Bennozh Doue da vadoberourion Lann-Anna a bedomp evito ! Hag e kendalc’himp da bediñ evidoc’h hag evit ho tiegezhioù evit ma teuimp da vezañ e Breizh, dindan mantell santez Anna, mein bev Ti an Aotrou.

 


Une pierre pour Lann-Anna

 

A la suite de nos différents appels vous continuez à envoyer des pierres pour Lann-Anna. Merci à tous ! Aussi, les travaux de construction de la petite chapelle et de son annexe ont bien avancé. Mais il nous faut l’achever et poursuivre par la réhabilitation de la maisonnette d’en face d’où proviendra l’électricité. Il faudra encore apporter beaucoup de pierres pour pouvoir mener à terme ces travaux, aussi trouverez-vous ci-joint une  page d’appel aux dons que vous pourrez utiliser en en imprimant l'encadré et en l'envoyant à l'adresse indiquée, pour vous même ou proposer autour de vous car il y a sans doute de nombreuse personnes qui seraient prêtes à offrir ne serait-ce qu’une pierre (5 euros !) pour sainte Anne et l’œuvre de Tiegezh Santez Anna pour la Bretagne !  

Merci encore de ce que vous pourrez faire ; ces réalisations sont décisives pour l’avenir de Lann-Anna ! Merci du fond du cœur aux bienfaiteurs de Lann-Anna pour lesquels nous prions ! Et nous continuerons à prier pour vous et vos familles pour que, sous le manteau de sainte Anne, nous devenions en Bretagne des pierres vivantes de la Maison du Seigneur
  
    



 *

 

     "An troc'h etre Aviel ha stuzegezh a zo, hep ket a var, gwallreuziad hor marevezh, evel ma voe ivez hini marevezhioù-all. (Paol VI Evangelii Nutiandi,n.20)."

 

     "Mab-den eo hent kentañ an Iliz.(Yann-Baol II Redemptor Hominis,n.14)Penaos e c'hellje an  Iliz bezañ feal d'he c'hefridi,mar ne selllje keet ouzh mab-den en e anterinded ? Bevañ a ra hemañ diwar dalvoudoù divezel ha speredel,diwar madoù danvezel hag uhelvennadoù ; gwriziennet emañ en un istor hag en ur gevredigezh, en ur "sevenadur" a ra dezhañ bout den penn-da-benn. Er sevenadurioù liesseurt eo e kej an Iliz gant an den, evel Jezuz-Krist en e emzenasur: Graet en deus e annez en hon touez". (Kal Poupard, Prezegenn e Porto.)

 

    Oc’h ober he reuz a-vloc’h en Iliz, dreist zoken d’an disfaoutoù arreadek etre araogelouriezh hag hengounelouriezh, ez eus un anterinelouriezh drastus zo anezhi mennout gourlakaat e pep lec’h an torr-dimeziñ bet sevenet abaoe re bell e Frañs etre feiz ha stuzegezh.

     Ni, kristenion a Vreizh, gouezomp en em stummañ war hevelep kudenn diazez, houmañ ar c’heñver ete feiz ha stuzegezh, hag anezhi ur skod pennañ evit dazont ar gristeniezh ! Adlennomp da skouer Eñvor hag hevelepted gant Yann-Baol II !  

 


 

      "La rupture entre Evangile et culture est sans doute le drame de notre époque, comme ce fut aussi celui d’autres époques." (Paul VI, Evangelii Nuntiandi, n°20).  

 

     "L'Homme est le chemin premier et fondamental de l'Eglise. (Jean-Paul II Redemptor Hominis n°14). Comment l'Eglise pourrait-elle être fidèle à sa mission, sans considérer l'homme dans son intrégralité ? Il vit de valeurs morales et spirituelles, de biens matériels et d'idéaux, il s'enracine dans une histoire et une société, dans une culture qui le fait être pleinement homme. C'est dans les différentes cultures que l'Eglise rejoint l'homme, comme le Christ dans son Incarnation : Il a établi sa demeure parmi nous " (Cal Poupard - Conférence de Porto)

 

     Sévissant globalement dans l’Eglise, au-delà même des clivages récurrents entre progressisme et traditionalisme, il est un intégrisme destructeur qui consiste à vouloir imposer partout le divorce consommé en France depuis trop longtemps entre foi et culture.

     Chrétiens de Bretagne, sachons nous former sur cette question fondamentale du rapport entre foi et culture qui représente un enjeu capital pour l’avenir du christianisme !  Relisons par exemple Mémoire et identité de Jean-Paul II. ! 

Publié dans lizhiri - lettres

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article