Triwec'hvet Sul

Publié le par Tiegezh Santez Anna

Triwec'hvet Sul an amzer ordinal


Lennadenn eus levr an Ermaeziadeg

En deizioù-se en em lakaas holl vodadeg bugale Israel da c'hrozmolat er gouelec'h a-enep Moizez hag Aaron. Lavarout a reas Bugale Israel d'ar re-mañ: "Salv ma vijemp marv dre zorn an Aotroù e Bro-Ejipt, p'edomp azezet e-tal podadoù-kig ha ma tebremp bara, hor gwalc'h! Rak hon degaset hoc'h eus d'ar gouelec'h-mañ evit lakaat da vervel gant an naon an holl bobl-mañ!" Neuze e lavaras an Aotroù da Voizez: "Setu! me a ya da lakaat glav-bara da gouezhañ eus an neñv; hag ar bobl a yelo er-maez hag a zastumo deiz-ha-deiz ar pezh o devezo ezhomm evit pep dervezh; me a fell din o aprouiñ evit gwelout hag heuliañ a raint va Lezenn pe ne raint ket... Klevet em eus Bugale Israel o c'hrozmolat. Komz outo ha lavar dezho: D'abardaez-noz e tebrot kig ha diouzh ar beure ho po bara ho kwalc'h, ha gouzout a reot ez on me, an Aotroù, ho Toue!" D'abardaez-noz e savas koailhed hag e c'holojont ar c'hamp, ha diouzh ar mintin e oa ur gwiskad-glizh en-dro d'ar c'hamp. Ha pa savas ar glizh, e voe gwelet war c'horre ar gouelec'h un dra vunut, ront, fin evel rev-gwenn war an douar. Pa welas Bugale Israel an dra-se, e lavarjont an eil d'egile: "Man hou? (Petra eo se?), rak ne ouient petra 'oa. Ha Moizez a lavaras dezho: "Hennezh eo ar bara a ro deoc'h an Aotroù evit boued".

lennadenn e galleg / lecture en français

Publié dans Sulvezhioù - Dimanche

Commenter cet article