Seizhvet Sul war nugent

Publié le par Tiegezh Santez Anna

* * * "Pa voent en ti, e reas adarre an diskibion goulennoù outañ
diwar-benn kement-se" * * *



lennadennoù ar seizhvet sul war nugent eus an amzer ordinal


Eus levr ar C'heneliezh, 2,18-24

Lavarout a reas Yaweh Doue:
"N'eo ket mat e vefe an den e-unan-penn.
Ez an d'ober dezhañ ur skoazellerez heñvel outañ.
Hag e stummas Yaweh Doue eus an douar, holl loened ar maezioù
hag holl evned an neñvoù,
hag o degasas d'an den da welout penaos ec'h anvje anezho,
ha forzh penaos ec'h anvje anezho, hennezh a vije e anv.
Hag e roas an den anvioù d'an holl anevaled,
ha da evned an neñvoù ha da holl loened ar maezioù.
Hogen evit an den ne gavas ket ur skoazellerez heñvel outañ.
Hag e tiskennas Yaweh Doue ur c'housk war an den hag e kouskas.
Hag e kemeras unan eus e gostezennoù
hag e serras ar c'hig en he lec'h.
Hag e vatisas Yaweh Doue ar gostezenn en devoa kemeret eus en den
d'he zreiñ e gwreg,
hag e tegasas anezhi d'an den.
Hag e lavaras an den:
"Ar wec'h-mañ ez eo un askorn eus va eskern... ha kig eus va c'hig.
Anvet e vo "Denez" rak eus un den eo bet tennet, homañ!"
Setu perak e kuita an den e dad hag e vamm
hag en em stag ouzh e wreg,
hag ez int ur c'horf hepken.

Salm 127

Evurus neb a zouj an Aotroù
A gerzh en e hentoù!
Labour da zaouarn a zebri
Eürus e vi ha brav e vo dit.

Da wreg evel ur winienn frouezhus
E diabarzh da di;
Da vibien evel plant-olivez
En-dro d'az taol.

Setu! evel-se eo benniget
An den a zouj an Aotroù.
An Aotroù d'az pennigo eus a Sion
E-pad holl zeizioù da vuhez.

Ra weli mibion da vibion
Peoc'h war Israel!


Eus al lizher d'an Hebreed 2,9-11

Jezuz hag a zo bet graet evit ur pennadig izeloc'h eget an Aeled,
a welomp a c'hloar hag a enor kurunet,
abalamour d'e basion ha d'e varv;
m'en deus tañvaet ar marv; ez eo, dre volontez vat Doue,
evit silvidigezh an holl.
E gwirionez, pa felle d'an Hini a zo krouer ha mestr war bep tra,
kaout a-leizh a vibion da heñchañ d'ar c'hloar,
e oa dereat e lakafe peurvat, dre ar boan, an Hini a zo
mamenn ar silvidigezh evit an holl.
Rak Jezuz hag a santela, hag an dud a zo santelaet
a zo eus an hevelep gouenn:
hag abalamour da se n'en deus mezh ebet o c'hervel anezho e vreudeur.




Eus Aviel Santel Sant Mark 10,2-9 (-16)

Un deiz e tostaas Farizianed da Jezuz
hag e c'houlennjont digantañ:
"Daoust hag aotre en deus ur gwaz da gas kuit e wreg."
Evit hen aprouiñ e oa.
Eñ avat, a respontas dezho:
"Petra, emezañ, en deus Moizez gourc'hemennet deoc'h?"
"Moizez, emezo, en deus aotreet sevel ur skrid-dorr-dimeziñ ha kas kuit ar wreg."
Met Jezuz a respontas dezho:
"Abalamour da galeter ho kalon eo e skrivas evidoc'h ar gourc'hemmen-se.
Hogen a-dal penn-kentañ ar grouidigezh, Doue en deus graet anezho
paotr ha plac'h.
En abeg da se e tilezo ar gwaz e dad hag e vamm,
hag ec'h en em stago ouzh e wreg hag e vint daou en ur c'horf hepken.
Evel-se ne dint mui daou, hogen ur c'horf hepken.
Dre-se, ar pezh en deus Doue unanet,
arabat d'an den hen dispartiañ.

Pa voent en ti, e reas adarre an diskibion goulennoù outañ
diwar-benn kement-se.
Ha respont a reas dezho:
"An neb a gas e wreg kuit hag a zimez gant un all,
a ra avoultriezh en he c'heñver;
ha mar deo hi a argas he gwaz kuit, ha mar dimez gant un all,
e ra avoultriezh."
Kinnig a rae an dud dezhañ bugaligoù evit ma stokje outo.
An diskibion avat a argase dichek anezho.
Met Jezuz o welout kement-se, a savas droug ennañ ha lavaras dezho:
"Lezit ar vugaligoù da zont davedon, ha na virit ket outo,
rak d'ar re a zo heñvel outo emañ Rouantelezh Doue.
E gwirionez - me a lavar deoc'h, an neb na zegemer ket Rouantelezh Doue
evel ur bugel bihan, ne daio ket e-barzh."
O c'hemerout a reas etre e zivrec'h
hag o bennigañ en ur lakaat e zaouarn warno.



* * * O c'hemerout a reas etre e zivrec'h
hag o bennigañ en ur lakaat e zaouarn warno. * * *

Publié dans Sulvezhioù - Dimanche

Commenter cet article