Breizh da Jezuz – Hanezadur ar Vouster

Publié le par Tiegezh Santez Anna

 

goloHere2

La lettre de Tiegezh Santez Anna

Niverenn 45 . Miz Du / Novembre 2011

 

*

 

*Miz Santez Anna -

Tennet eus Hanezadur ar Vouster

*

Mois de Sainte Anne

Extrait des Chroniques du Moustoir

Vous pouvez trouvez cet article en français, en cliquant ici, et disposer ainsi d’une fenêtre indépendante, qui pourra servir aussi à ceux qui lisent d’abord en breton mais ont besoin de se référer au texte en français.

 

Ar pennad-mañ a c’hellit kavout e galleg en ur glikañ amañ, evit digeriñ ur stern a-ziforc’h hag a skoazello ivez an dud a lenn da gentañ e brezhoneg, naouez gant poan un tamm.

 

  Bild300

* D’ar Sul 12 a viz Mezheven. Devezh kejadenn ar Genunaniezh a-benn aozañ Pardon Santez Anna. Hevlene e fell dimp kinnig hor pardon o lakaat splann al liamm start etre enstuzegezh ar feiz hag an Avielerezh Nevez, anezho div elfenn a gaver evit gwir e kreiz buhez hon tiegezh speredel abaoe ar penn-kentañ, da heul Devezhioù Bed ar Yaouankiz e Sant-Jakez Kompostella e 1989. Dizoleiñ en-dro gwrizioù kristen Europa e-sell d’an Avielerezh Nevez a oa bet annougadenn Yann-Baol II d’ar re yaouank er bloaz-se ha dodenn an emgav e Galisia. Ha ni da aozañ ur birc’hirinadenn oc’h erzerc’hañ enstuzegezh ar feiz en hor bro, gant ar yezh, gwiskamantoù hengounel hag an delwenn vras eus santez Anna, Patronez Breizh, savet a-ratozh hag a zo hiviziken e chapelig Lann-Anna.

Feiz ha sevenedur hag evidomp Feiz ha Breizh a zo da zerc’hel liammet start bepred. E miz Here 2010, dirak bodadeg hollel kentañ ar C’Huzul Pabel evit herouezañ an Avielerezh Nevez, bet diazezet gantañ, ez eo bet pouezet gant Benead XVI war "...ar gristenion a zle darbenn ur stuzegezh kred dezhi ha kendrec’hus ... " ha war "drama ar bruzunadur... "Tud c’hoant ganto entuañ gant an iliz, eme c’hoazh ar Pab, zo dre ret neuziet gant ur gweladur eus ar vuhez en dislavar gant ar feiz. Luzietoc’h eo kemenn Jezuz evel Salver nemetañ eget gwezhall." Tra m’en em gaver neuze dirak ur saviad nevez ha galenus evit gwir, ez eo, a-dra-sur, ur sevenadur start evel hini Breizh ur splet dreist e-par an Avielerezh Nevez, evel m’en disklerias Yann-Baol II da eskob Gwened goude e weladenn en hor bro : "Emaomp o vont davet un hollvroelerezh ma vo an holl ‘mesket’ ennañ ; hogen an dud a glasko gwriziennoù diles. C’Hwi e Breizh hoc’h eus gwrizioù, eveldomp-ni e Polonia. Kement tra a c’hoarvez war an dachenn sevenadurel hag a sell ouzh al leiaelezh-mañ, gant he c’hoant d’en em eztaoliñ, zo a bouez bras hag a c’hell bezañ un hent evit ar feiz. " (Képhas, Genver-Meurzh 2004)

 

Sant Diboan - parrez Leuc'han

 

        A-geñver gant an Hengoun pe an Dazroadur, en em ziskouez ar sevenadur neuze, evel un arventenn diziouerus e stern an Avielerezh Nevez. Daoust m’eo bet ken diaes d’e lakaat da dalvezout gant ar meteier sevenadurel ken digristenaet, diouzh un tu, ha gant hon en-dro ilizel ken bedekaet ha diwriziennet, diouzh an tu all, ez eo bet klasket bepred gant Tiegezh Santez Anna mont gant hentoù an Avielerezh Nevez war un dro gant enstuzegezh ar feiz hag e felle dimp en diskouez splannoc’h neuze, er bloaz-mañ, dre bardon santez Anna. Met penaos ober gant an nebeut a araezioù gwezhiañ a zo ganimp ? Ur soñj zo deuet dimp...

 

  Er Vro-Vigoudenn, tro Landudeg, e kaver ur c’hoef a vez graet anezhañ koef bras-bihan, ken gwir ma ’z eo e c’hell bezañ kavet bras pe bihan hervez gant  petra e vez keñveriet. Bras-bihan a c’hellfe bezañ ivez hor pardon : bihanoc’h diouzh un tu, o vezañ ma vefe graet pep tra e Lann-Anna en un doare eeun tre, ha brasoc’h diouzh un tu all, dre ma padfe hogos ur mizvezh eleze e-doug Miz Santez Anna ! Ha setu ni en hent gant hon erbar nevez...

 

*D’ar Yaou 30. Fenoz e krogomp da lenn Miz ha buhez Santez Anna, ul levr bet savet gant an Aotrou Peron, kure parrez Kast, bet embannet e 1877. A zeiz da zeiz e tizoloimp ar pezh a zo bet miret gant hengounioù a-zivout buhez mamm Mari ha burzhudoù c’hoarvezet dre he hanterouriezh, e Breizh peurliesañ. Hor Paeronez d’hon ambroug war hentoù an Aotrou a-hed ar mizvezh-mañ a zo gouestlet dezhi.

 

 

Santez Anna, en nevedan IV Keloù-Mat, parrez Mur

 

D’ar Meurzh 5 a viz Gouere. Dre ma ra glav er beure-mañ e krogomp da gempenn ar skiber ha staliañ an taolioù a-benn ar pardon. Goude merenn, gant an amzer gaer a zo distro, hon eus kleuzet ur c’hlaz a-hed ar chapel ma vo lakaet ur gorzenn skarzh-dour ennañ. Gouere 2011

 

D’ar Meurzh 12. Kendalc’het hon eus al labour a-hed ar chapel : lakaet eo bet ar c’horzennoù dizourañ ha stouvet neuze ar c’hlaz gant mein ha grouan. Kempennet eo bet gwelloc’h ar porzh ha staliet zoken ul laouer-vaen, bet douget a-nerzh-brec’h, a vo leuniet gant dour benniget. Amzer zo bet ouzhpenn gant Yann-Bêr da falc’hat un tamm geot. Ha setu ni prest a-benn degemer hor mignon, ar pastor Philippe Frémondeau, a zo bet kouviet da brezeg ha da luskañ ur veilhadeg pediñ hag avielerezh. "Dont da vezañ test an adunaniñ" a zo dodenn an emgav. Pouezet en deus war ster ar vadeziant en Tad, er Mab hag er Spered Perroz Santel. Brav tre ! Da-heul ur goulenn en deus displeget ivez penaos degemer an diouganoù en un doare frouezhus. Ra vo miret mat ar grasoù resevet ha ra daolint frouezh padus ! Ha dougomp trugaregezh da Zoue evit hor breur Philippe en deus asantet dont da brezeg gant kement a c’hred ha da lodennañ Komz Doue ganimp e chapel Lann-Anna. E levrenn Kan ar Pobloù e lenner :

Santez Anna, karantez enni ouzh Komz Doue ! "Hervez ar skeudennidigezh hengounel o tiskouez santez Anna o kelenn he merc'h Mari, ez eo ar Bibl a weler alies etre daouarn mamm ar Werc'hez. Rak danevellañ a ra dimp an hengoun he deus santez Anna enhentet he merc'h da zaremprediñ ar Skritur Santel ha gant he biz o redek war al lizherennoù santel e teskas da Vari mont gant hentoù an Aotrou Doue. Santez Anna gwisket holl a sioulded hon doug, ni ivez, da devel ha da reiñ skouarn da vouezh an Aotrou o komz ouzhimp eus an neñv (kv Hb 12,25). Hag hi merc'h ar bobl bet stummet gant Komz Doue ha mamm Mamm Jezuz, ar Gomz deuet da vout den, santez Anna zo evidomp, evit gwir, evel ur melezour eus ar Skritur Santel, evel ul letrin d'ar Gomz en em ro dimp. Hag hi pennhêrez grataennoù Israël, e c'hell santez Anna hon skoazellañ da arselliñ, en un doare spisoc'h c'hoazh, an hir a hent en deus ranket Doue toullañ evit tizhout kalon mab den. Bez e c'hell hon skoazellañ da zizoleiñ diougonerezh Doue war Israël ha steuñv a silvidigezh an Aotrou war holl bobloù an douar galvet d'ar silvidigezh er C'Hrist Jezuz."

 

 

Sant Samzun e Bro-Dreger

D’ar Sadorn 16. Laouen omp o tegemer en enderv-mañ an tad Philippe Calles eus Arc’hozhac’hiezh Roumania, ur beleg reizhvriat neuze, hag e wreg hegarat Sylvie. En em anavezout a reomp abaoe bloavezhioù endeo ha mennet omp bet d’o c’houviañ da-geñver Miz Santez Anna a-benn buheziñ ur prantad liderezh renet ganto. Da gentañ avat eo bet benniget an ti, kanoù o sevel gant moged an ezañs ha sklêrijenn ar piledoù, sparfet dour benniget e pep pezh. Da c’houde ez omp en em gavet er chapel evit lid meurdezus gousperoù Hunidigezh Santez Anna. En dibenn eo bet kinniget kehelañ ar Groaz ha relegoù santez Anna, pezh a zo bet graet gant kalz gred. Laouen omp bet o tegemer Person Gourin en hon touez. Gouez d’an holl : ur prantad e kenunaniezh gant an neñv ! Bennozh da Zoue evit ar pezh a vuhezer dindan mantell santez Anna !                                      *                                                                                                 *

 

Sant Gireg

D’ar Merc’her 20. Emeur bemdez o prientiñ Lann-Anna evit deiz ar pardon o tostaat : kempenn c’hoazh ar skiber, troc’hañ ar geot, kempenn al liozrh, benañ ar c’harzh hag ivez ampezañ koefoù, sevel follennoù ha prientiñ al lidoù... Bennozh da Zoue evit an dud a youl vat a zo deuet da labourat gant kalon.

  *********************************

D’ar Yaou 21. Beilhadeg azeulerezh e chapel Lann-Anna. Tostaomp ouzh Tron ar C’Hras (Hb 4,16) !

 

     *

Santez Anna

D’ar Gwener 22. E deroù an endervezh e reomp Hent ar Groaz gant un nebeud tud. Hent ar C’Halvar ‘ zo hent an Neñv, Diskouezet d’an holl gant Doue ! Ha da c’houde e kendalc’homp gant al labour kempenn. Ha prest e vo a-benn disul ?

 

D’ar Sul 24. Navet Pardon Santez Anna. Degouezhout a ra an dud a-nebeudoù e dibenn ar beure, ar re o doa dibabet bezañ gwisket gant Mariannig pergen a-benn pourc’hañ gizioù ar vro. Er bloaz-mañ e krogomp gant tinellig o vezañ ma vo an oferenn da deir eur hag ar wezh kentañ e chapel Lann-Anna. Un darvoud ! E dibenn ar pred e tegouezh an tad Dominig de Lafforest a lido an oferenn. Plijet omp oc’h en em gavout gantañ er chapel lec’h ma c’heller arvestiñ ouzh murlivadurioù en doa livet daou vloaz’zo. Lidet eo bet an oferenn e brezhoneg gant kanoù gregorian evel boaz. Prizet eo bet gant an holl mousfent an tad Dominig a oar prezeg en un doare bev buhezek ha skouerius tre. Benniget eo bet ar gwiskamantoù breizhek evel ma reer bep bloaz hag an tad Dominig en deus lavaret pegen talvoudus e kave gwiskañ dilhad ar vor dreist-holl pa vez graet gant lusk ar feiz evel ma kinnigomp amañ. Ha setu an dud distro d’ar skiber evit merenn-vihan. Un tamm biniou bras a vez roet da selaou gant Goulven, un dudi ! Degouezhet eo person Gourin da evañ ur banne kafe ganimp ha laouen eo an dud d’e saludiñ. Poent eo distreiñ d’ar chapel evit lidañ ar gousperoù, kevarc’h ar Sakramant, olevadur gant balzam santez Anna ha kehelerezh relegoù hon Itron Vat. Pedenn   ivez dirak kartenn broioù Breizh evit ma tigoro ar Vretoned o c’halon da c’hwezh ar Spered Santel.  * * * * * * * * * * * * * * * * * * * *

 

Brekilien

 

Da verkañ er bloaz-mañ bezañs Marie-Alix de Penguily, hag hi bremañ kadoriadez kevredigezh Hentoù an Dro-Vreizh ha deuet betek Lann-Anna gant ur Flandrezadez kozh bet avielet gant an Tad Dominig er bloavezhioù m’edo harluet e Belgia. Goude ar gousperoù eo chomet un nebeud tud d’ober tinellig lusket gant kanoù hag un tamm koroll. Ha poent e oa da Varivon plantañ he zeltenn a-raok an noz… Bennozh da Zoue ha meuleudi da santez Anna evit an devezhiad pardon hollgaer !

  -----------------------------------------------------------------------  *

D’al Lun 25. Gouel S. Jakez. Mintinvezh sioul antronoz ar pardon. Merenn a-gevret gant un nebeud mignoned. War dro teir eur hanter e tegouezh ur mignon beleg evit lidañ gant gred an oferenn e chapel Lann-Anna. Da c’hwec’h eur en em gavomp en-dro evit selaou komzidigezh Benead a-zivout orin ar feiz e Breizh ken abred hag ar marevezh Bild029 abostoloek. Gousperoù da c’houde, koan ha pedenn en-dro da eizh eur hanter. "Na ro ket d’an dristidigezh da ene…" (Si 30,21-25)

 

 

D’ar Meurzh 26 Gouel Sz Anna. Degouezhout a ra ur mignon beleg all a-benn lidañ an oferenn da 11e. Pebezh gras evidomp da gaout an oferenn e chapel Lann-Anna da zeiz gouel hor paeronez ! Ar wezh kentañ e vo ! Merenn er skiber hag e krogomp gant ar gousperoù heuliet evel disul gant Kevarc’h ar Sakramant. Laouen eo an holl oc’h en em gavout c’hoazh evit merenn-vihan kent kimiadiñ an eil re diouzh ar re all, darn o vont kuit goude tri devezhiad a bedenn, a gejadenn hag a levenez e Lann-Anna... Lod avat o deus bet un tamm poan o vont kuit trumm e-giz-se ken ez int chomet da gaoniañ gant ar restachoù goude ur valeadenn er c’harter.       *            

******************************

 

Sant Samzun war mor Breizh (iliz veur Dol) D’ar Yaou 28. Da zeiz gouel an eskob meur sant Samzun ez eomp en hent abred evit un devezh pourmen ha dizoleiñ. Doare ar vreuriezh da ziskuizhañ un tamm en ur drukarekaat evit an devezhioù kaer buhezet e Lann-Anna e-doug Miz Santez Anna. Tizhout a reomp war-eeun kastell Pondi da weladenniñ un diskouezadeg gwiskamantoù breizhek aozet siwazh e chapel ar c’hastel. Na brav eo gwikamantoù ar Vretoned ! Tost kreisteiz eo endeo pa zegouezhomp e bourc’h Kroeshañveg da weladenniñ an iliz a zo gouestlet da s. Samzun a lidomp hiziv ha da s. Vaoris Karnoed a zo ganet eno. War ar maez, pelloc’hik, e tispakomp hon tinellig e-tal ur c’hroc’h Itron Varia Lourda. Buan avat e loc’homp en-dro a-benn en em gavout e bourc’h Sant-Goneri e Bro-Ereg bepred. Alchwez an iliz a gavomp aes a-walc’h amañ ivez. E Henvouster, e Kernev, ez eo un afaer all avat. Goude ur sell ouzh an Teir Feunteun, bet dilec’hiet siwazh, , ez eomp war glask alc’hwez an iliz, en ur gêriadenn war ar maez evel m’eo bet lavaret dimp met den ebet ha goude bezañ goulennet ha klasket c’hoazh e tistroomp d’ar vourc’h lec’h ma vez lavaret dimp e rankfemp c’hoazh mont da glask war ar maez... Ma, a-walc’h ! Divizout a reomp kenderc’hel hon troiad gant Sant-Koneg. An iliz a c’hellomp gweladenniñ, enni ur banniel kaer eus santez Anna. Merzout a reomp emañ an tour e stad fall meurbeut hag an iliz dre vras dilezet a-walc’h. Evel an iliz ez eo gouestlet ar feunteun gaer da San-Goneri en deus bevet er c’hornad a-raok en em dennañ e Bro-Dreger e Plougouskant lec’h m’eo brudet e chapel. War ar maez e tiskoachomp feunteun Sant-Weltaz en un ardremez aozet kaer. D’ar gumun ez eo, moarvat, a soñjomp. Tamm ebet, degouezhout a ra perc’henn al lec’h, degemerus tre, hag em laka da gontañ dimp istor al lec’h. Ne chom mui nemet ar feunteun met ur chapel zo bet gwezhall ma krog da kontañ he istor... Chomet e vijemp pell c’hoazh d’e selaou met poent eo mont pelloc’h. Alese e reomp un tamm hent betek bourc’h Treve e Bro-Sant-Brieg. Ur banne kafe e-kichen an iliz serret, un tamm marvailh gant un den kozh eus ar barrez, un nebeud kammedoù betek ar feunteun, ha setu-ni war ar maez, kavet ganimp chapel Sant-Pêr, met an alc’hwez siwazh a vo roet dimp ur wezh all. Gousperoù e-tal ar chapel hag el lec’h dispar-mañ e tispakomp c’hoazh hon tinellig evit koan. Re ziwezhat e tegouezhomp e Gras-Uzel da glask alc’hwez an iliz a zo brav meurbet an diabarzh anezhi. Meurdezus c’hoazh eo iliz ar C’Hilloù (Kernev) na c’hellomp gwelout nemet an diavez anezhi, met pebezh arvest ! Echuiñ a reomp hon troiad da serr-noz war dorgenn I.V. Loretta a-raok kemer hent an distro. Bennozh da Zoue evit an devezh kaer-mañ ha sant Samzun da vennigañ douaroù Bro-Ereg, Kernev ha Pentevr hon eus treuzet.               *              *

 

Etre Bro-Ereg, Kernev ha Pentevr

D’ar Sul 31. Tra m’emaomp oc’h echuiñ Miz Santez Anna e kounaomp an traoù kaer bet buhezet e Lann-Anna e-doug ar sizhinvezhioù benniget-mañ. Daoust hag-eñ n’eo ket bet Pardon Sz Anna 2011, eeun tre diouzh un tu hogen leun a c’hrataennoù, ur pardon bras-bihan, evit gwir, evel ma oa bet desellet ?

 

 

*

 

Ar pennad-mañ a c’hellit kavout e galleg en ur glikañ amañ, evit digeriñ ur stern a-ziforc’h hag a skoazello ivez an dud a lenn da gentañ e brezhoneg, naouez gant poan un tamm.

 

Vous pouvez trouvez cet article en français, en cliquant ici, et disposer ainsi d’une fenêtre indépendante, qui pourra servir aussi à ceux qui lisent d’abord en breton mais ont besoin de se référer au texte en français.

 

***********************

 

 

 

Troioù-kaer Tiegezh Santez Anna…

A-c’haoliad etre Bro-Ereg, Kernev ha Pentevr !

********************************************************

28 Juillet 2011- Expédition entre Vannetais, Cornouaille et Penthièvre…

 

 

 

*Kartenn /

pour se situer

voir carte

       

*      chapel Kastell Pondivi         

 

 

chapel Kastell Pondivi

*

 

 

Gras-Uzel

Gras-Uzel (bro-Loudieg)

 

*

 

 

Kroezhanveg (Kernev)         *

 

iliz Kroezhanveg

*

 

      *Kroezhanveg

Kroezhanveg Kroezhanveg

 

 

 

 

 

*

 

        *

 

 

 

 

 

 

kastell-Rohan

 

 

Sant Maoris, en iliz Kroezhanveg

 

 

 

*

 

 

 

banniel santez Anna, e Sant-Koneg (Kernev)

 

 

merenn "vihan" !

emen emañ 'n iliz-mañ ??? e Sant-Koneg! 

     

        

*

 

 

 

tinellig d'abardez        

 

 

*

 

tinellig d'abardaez e Treve (bro-Loudieg), e-harz chapel Sant-PêrItron-Varia-Loretta, er C'hillio (Kernev)               *Photo-0031_thumb[1] 

   Photo-0111_thumb[1] 

    

 

 

 

 

   

*

 

Gras-Uzel

Commenter cet article