Ur bloavezh labourioù

Publié le par Tiegezh Santez Anna

Ur bloavezh labourioù
war savadurioù Lann-Anna…

 

Ar Chapel

E miz Gwengolo 2010 edo an dredanourion o kregiñ gant stalidigezh kleuzeurioù ar chapel ; war o lerc’h e rankjomp stouvañ ar garanoù en induoù hag, evel reizh, naetaat pep tra a-nevez. Ganimp ivez eo bet kleuziet ur c’hlaz er porzh evit tremen ar funioù tredan.

Adalek miz Du e krogomp da lidañ al lidvezioù pemdeziek er chapel sklêrijennet kaer hag a vo prest ivez a-benn emvodoù miziek ar Genunaniezh.

 

Ar Skiber

A-raok ar gwallamzer e stagomp gant diskar strad ar skiber a zo da vezañ nevesaet a-grenn. Da-heul, e vo graet ur sermoul bras e-barzh ha renket an traoù. Aesoc’h e vo da gempenn evit ar pardon da zont !

An ti-bihan a-dal d’ar chapel.

E miz Here hon eus kroget da ziskar an induoù hag ar gwiskad simant war al leur. Amañ ivez, evel er chapel, e vo graet un vantellad kouarc’h ha raz a-raok lakaat darelloù priaj war ur gwelead pri raz. Met, da-gentañ, e ranker kleuzañ don a-walc’h er sklent tuf dourek evit an dizourerezh. Hag a-feur ma kleuzer ez eus ivez da zonaat an diazezoù. E lec’hioù zo e vo ouzhpenn un hanter metrad da vañsoniñ. A-hed ar goañv e vo kendalc’het gant al labour start-mañ, pergen da-geñver devezhioù labour vras, a-drugarez d’ar wirvoziaded deuet da skoazellañ Breuriezh Lann-Anna.

E miz Mae 2011 eo bet staliet ar prenester savet kaer, diouzh ar vent, gant hor junter ampart Mikael, hag int o reiñ un dremm nevez d’an ti bihan.

…Hag ur bloavezh labourioù e Tiegezh Santez Anna.

Talmet gant buhez pediñ Lann-Anna, n’eo ket kantet labour ar Vreuriezh annezel e tachenn ar chanter ha labour kempenn an domani, pa ranker c’hoazh pennluskañ ar Genunaniezh, ober war-dro an emvodoù, ambroug an dud, sevel Breizh da Jezuz, kenderc’hel gant al labour war broioù Breizh, ar c’hantikoù, ar sent, hag all. Trugarez da virout ivez war ho pedenn al labourioù-se e-sell d’an Avielerezh Nevez ha da enstuzegeh ar feiz e Breizh !

******************************

 

 

 

Une année de travaux
sur les bâtiments de Lann-Anna…

La Chapelle

En septembre 2010, les électriciens commençaient à installer les luminaires de la chapelle et après eux, il nous faudra reboucher les saignées dans les enduits et, bien sûr, tout nettoyer une nouvelle fois. C’est nous également qui avons ensuite creusé dans la cour la tranchée pour passer les câbles électriques.

A partir d’octobre, nous commençons à célébrer les offices quotidiens dans la chapelle désormais tout illuminée et qui est prête également pour les réunions mensuelles de la Communion.

Hangar

Avant le mauvais temps, nous nous mettons à démolir le fond du hangar qu’il faut totalement rénover. S’en suivra un grand ménage et un rangement complet. La préparation du prochain pardon s’en trouvera facilitée !

La maisonnette en face de la chapelle.

En octobre, nous avons commencé à enlever les enduits et la chape en ciment. Ici aussi, comme dans la chapelle, nous ferons une dalle de chanvre et chaux avant de poser les carreaux de terre cuite, sur une chape de mortier de chaux. Mais il faut tout d’abord creuser assez profondément dans l’argile ardoiseuse, très humide, afin d’installer le drainage. Et au fur et à mesure que l'on creuse, il faut reprendre les fondations. En certains endroits c’est sur plus d’un demi-mètre qu’il faut maçonner. Ce travail pénible se poursuivra tout au long de l’hivers, spécialement à l’occasion des journées de chantier, grâce aux bénévoles venus prêter main-forte à la Fraternité de Lann-Anna.

Et en mai 2011, notre habile menuisier Mikaël posait les fenêtres qu’il a réalisées sur mesure donnant déjà un tout autre visage à la maisonnette.

…Et une année de
travaux pour Tiegezh Santez Anna

Rythmés par la vie de prière de Lann-Anna, les travaux de la Fraternité de vie ne se limitent pas aux chantier et à l’entretien du domaine car il faut encore se consacrer l’animation de la Communion, à la préparation des réunions, à l’accom­pagne­ment des personnes, à la réalisation de Breizh da Jezuz, à la poursuite du travail sur les pays de Bretagne, les cantiques, les saints bretons etc. Merci de porter également dans votre prière ces divers travaux en vue de la Nouvelle Evangélisation et de l’inculturation de la foi en Bretagne

 

************************

 

 

 

  *

 

David2Gwezhiadenn

David ! 

 

                                   Neuze e fell dimp ho trugarekaat ha ganeoc’h trugarekaat an Aotrou rak, evel ma welit, a-drugarez d’ho profoù, eo kroget mat gant al labourioù. war an ti bihan rivinet a-dal da chapelig santez Anna Lann-Anna!

Gouzout a rit pegen krennus eo al labourioù-se evit dazont Lann-Anna ! Bennozh Doue deoc’h c’hoazh evit ho pedennoù hag ho profoù !

Koulskoude n’eo ket echu ar stourm hag e rankomp kenderc’hel gant al labourioù ha taliñ neuze ouzh dispignoù nevez c’hoazh evit ma vo degemerusoc’h ha arc’hwelekoc’h Lann-Anna da obererezhioù ar Vreuriezh hag ar Genunaniezh.

Kenderc’hel a reomp neuze gant Gwezhiadenn David ha drezi ho pedomp c’hoazh d’hon harpañ dre ar bedenn ha d’ober ur prof brokus evit diorren oberenn Lanna-Anna e servij Rouantelzh Doue e Breizh.

Grit un treuzvankadenn war gont

Tiegezh Santez Anna, KRP ROAZHON bank 20041 advank 01013 kont 0531398D034, alc'hwez 53

Pe c’hoazh, kasit ur chekenn e gourc’hemenn Tiegezh Santez Anna.

Da gas en-dro da Tiegezh Santez Anna, Lann-Anna, Ar Vouster 56110 Roudoualleg.

*************************

 

*Opération David ! **************

Nous voulons donc vous remercier et avec vous remercier le Seigneur car, grâce à vos dons, comme vous le voyez les travaux ont bien démarré sur la maisonnette ruinée en face de la petite chapelle sainte Anne de Lann-Anna !

Vous le savez, ces réalisations sont décisives pour l’avenir de Lann-Anna ! Merci encore pour vos prières et vos offrandes !

Cependant, le combat n’est pas terminé et il nous faut poursuivre les travaux et faire face à de nouvelles dépenses pour que Lann-Anna devienne plus accueillant et plus fonctionnel pour les activités de la Fraternité et de la Communion.

Nous poursuivons donc l’Opération David par laquelle nous vous invitons encore à nous soutenir par la prière et à faire une offrande généreuse pour le développement de l’œuvre de Lann-Anna au service du Royaume de Dieu en Bretagne.

Faites un virement sur le compte de Tiegezh Santez Anna, CCP RENNES n° de banque 20041 bureau 01013 Compte 0531398D034 clé 53

Ou envoyez un chèque à l’ordre de Tiegezh Santez Anna. A renvoyer à : Tiegezh Santez Anna, Lann-Anna, Ar Vouster

 

 

 

 

2009marteze

 

 

 

Gweltaz Mazhevig

Publié dans Red an amzer

Commenter cet article