Breizh da Jezuz

Publié le par Tiegezh Santez Anna

 

Here 2010

Octobre 2010

 

 

 

Breizh da Jezuz

lizher Tiegezh Santez Anna

lettre de Tiegezh Santez Anna

 

 

 

 

Eizhvet Pardon santez Anna 

Tennet eus hanezadur ar Vouster

 

     D’ar Meurzh 20 a viz Gouere. Ur skoazell brizius evit prientiñ ar pardon : degouezhet eo ur skipailh mignoned a-benn aozañ al lab, ar chapel hag all… Da gentañ eo bet kaset ur bern traoù e solier an adchapel ha kempennet ar skiber, war-lerch al labour kroget diriaou endeo, staliet an taolioù zoken ha plantet e penn an hent ar panelloù kaer nevez Lann-Anna ar Vouster. Degouezhet eo ivez ar gemenerez gant gwiskamant nevez Jean-Pierre a zo treuzneuziet. Tro piv eo bremañ ?

     D’ar sadorn 24. Distro eo dec’h Katell d’ober c’hoazh un tamm kempenn hag en enderv-mañ ez eo bet Josiane oc’h ober war-dro ar bleunioù. Amzer a gavomp da vont da gofesaat e dibenn an endervezh.

     D’ar Sul 25. Oferenn en Iliz Roudoualleg da unnek eur ha kard penlidet gant an Aotrou eskob Jozef Madeg skoaziet gant an diagon Marc Jouan eus Klegereg. Agnes Derrien ouzh an ograoù, Jelvestr ouzh an delenn hag Annie gant ar rebed o deus ambrouget kaer ar c’hanoù brezhonek ha gregorian. Plijet eo bet an holl gant ar brezegenn nerzhus ha frealzus.

     Evel boaz eo bet benniget ar gwiskamantoù breizhek en diwezh : «Doue hon Tad, C’Hwi hag hoc’h eus, dre ar vadeziant, hon lakaet da c’henel en-dro dre an dour hag ar Spered Santel hag hon dibourc’het diouzh an den kozh a-benn gwiskañ an den nevez diouzh skeudenn ho Mab, sellit gant madelezh ouzh pardonerien santez Anna, gwisket ganto gizioù o bro. Teurvezit, ni ho ped, bennigañ + o gwiskamantoù pardon ma teuio ho feizidi da vezañ mui ouzh mui heñvel ouzh ar C’Hrist betek an deiz ma’z antreint gant o dilhad eured e Mammvro an Neñv ha ma lakaint Breizh da sevel he meuleudi d’hoc’h Anv e-mesk Kan ar Pobloù. Dre Jezuz Krist ho Mab hag hon Aotrou a vev hag a ren Doue ganeoc’h hag gant ar Spered Santel a holl-viskoazh da virviken. Amen» 

     Da verkañ, bezañs hor munuzer gant e wreg hag o mabig, o zri pourc’het breizhek kaer tre !

     Un nebeud luc’hskeudennnoù e liorzh an iliz en-dro d’an eskob hag en hent betek Lann-Anna evit tinellig, da gentañ, er skiber a zo bet leuniet stank c’hoazh. Goude merenn omp en em gavet neuze da ziv eur hanter e chapelig santez Anna a zo bet benniget ent lidel gant an Aotrou Madeg ha benniget an aoter ivez. Pebezh gras kement-mañ hiziv evidomp-holl a-berzh an Neñv a-dre daouarn hon Itron vat santez Anna, ha gant un eskob en deus graet kement a vad d’an Iliz, en eskobiezh Toulon ha dre-holl. Kendalc’het hon eus gant ar gousperoù ha bennozh ar Sakramant gant Ao. an eskob bepred a-raok e zisparti gortozet ma oa e Santez-Anna-Wened. Ganimp edo ivez an Aotrou Jean-Yves Le Saux, Person Gourin ha Roudoualleg.

     Tu zo bet da c’houde d’ober tro ar stalig nevez staliet en adchapel ha d’en em gavout er skiber evit merenn-vihan a-raok ma tiskouezfe dimp Karen poupinelloù bet pourc’het ganti gant giz ar Poc’hêr.

     En em gavet omp neuze adarre er chapel evit ur prantad pediñ all gant meveriañ Komz Doue. Hag en dibenn ez eus bet roet tro d’an dud da gehelañ relegenn santez Anna, da resev un olevadur eus he balzam, da c’houlenn pedenn ar vreudeur ha da zizoleiñ bro an-unan war gartenn Breizh ha da bediñ neuze evit parrezioù e vro. Ur c’haer a brantad leun a vennozhioù hag a c’hrasoù liesseurt. Hag evel boaz ez eo chomet kalzik tud evit koan-tinellig, eeun-plaen ha lirzhin. Bennozh da Zoue evit kement zo bet buhezet hiziv, tpardon-szAnna-2010b.jpgostoc’h bloaz-mañ c’honvat da c’halvidigezh Tiegezh Santez Anna ha profet dimp a-grenn gant Ragevezh Doue hevlene !  

 

Huitième pardon

de Sainte Anne

*

Extrait des chroniques

du Moustoir

 

     Mardi 20 Juillet. Nous apprécions l’aide qu’on nous offre pour préparer le pardon : une équipe d’amis est arrivée pour ranger le hangar, apprêter la chapelle et d’autres choses encore… D’abord, on a porté beaucoup d’affaires jusqu’à la chapelle pour les ranger dans le grenier de la sacristie, puis continué le travail commencé jeudi de nettoyage du hangar, en finissant par la disposition des tables, enfin, à l’entrée du chemin, ont été planté les beaux panneaux tout neufs qui indiquent la direction de Lann-Anna-ar-Vouster. Est arrivée aussi la couturière avec le nouveau costume de Jean-Pierre, tout transfiguré du coup. A qui le tour maintenant ?

     Samedi 24. Hier, Katell est revenue passer un coup de chiffon, et c’est après-midi, Josiane s’occupe des fleurs.  Nous trouvons le temps d’aller nous confesser en fin d’après-midi.

     Dimanche 25. Messe à 11h15 en l’église de Roudouallec, célébrée par Monseigneur Joseph Madec, assisté par le diacre Marc Jouan de Cléguérec. Agnès Derrien aux orgues, Jelvestr à la harpe et Annie au violon ont accompagné les cantiques bretons et le grégorien. Tous ont apprécié l’homélie énergique et encourageante.

     Comme à l’habitude, les costumes bretons ont été bénis : « Dieu notre Père, Toi qui, par le baptême, nous as fait renaître de l’eau et de l’Esprit Saint et nous as dépouillé du vieil homme pour revêtir l’homme nouveau à l’image de ton Fils, regarde avec bonté les pardonneurs de sainte Anne, revêtus des costumes traditionnels de leurs pays. Daigne bénir + leurs vêtements de pardon afin que tes fidèles soient de plus en plus semblables au Christ jusqu’à ce qu’ils entrent avec leur habit de noce dans la Patrie du Ciel et qu’ils permettent à la Bretagne d’élever sa louange à ton Nom dans le Chant des Peuples. Par Jésus Christ, ton fils unique notre Seigneur qui règne avec Toi et le Saint Esprit pour les siècles des siècles. Amen. »

     Notre menuisier avec son épouse et leur petit garçon, tous les trois magnifiquement parés de leurs atours bretons ne sont pas passés inaperçus !

     Quelques photos devant  l’église autour de l’évêque et en route pour Lann-Anna, où nous commençons par le pique-nique dans le hangar bondé cette année encore. Après le déjeuner, nous nous sommes retrouvés à 14h30 dans la petite chapelle de sainte Anne, qui fut bénie solennellement par Monseigneur Madec, qui a béni aussi l’autel. Quelle grande grâce pour nous tous aujourd’hui, de la part du Ciel, par les mains de notre bonne patronne sainte Anne et avec la contribution d’un évêque qui a fait tant de bien pour l’Eglise, dans le diocèse de Toulon et en d’autres lieux. Nous poursuivîmes par les Vêpres et la bénédiction du Saint-Sacrement par son Excellence toujours, qui prit congé de nous, attendu qu’il était à Sainte-Anne-d’Auray. Monsieur le Recteur de Gourin et Roudouallec, Jean-Yves Le Saux, était aussi des nôtres.

     On put ensuite visiter la petite boutique nouvellement installée dans la sacristie de la chapelle et se retrouver dans le hangar pour le goûter, avant que Carène expose ses poupées revêtues par ses soins de la guise du Poher.

     Alors nous nous sommes retrouvés une nouvelle fois à la chapelle pour un autre moment de prière avec méditation de la Parole de Dieu. A la fin, les gens ont pu vénérer la relique de sainte Anne, recevoir l’onction, demander la prière des frères et découvrir leurs pays respectifs sur la carte de la Bretagne et prier pour les paroisses de ces pays. Ce fut un beau moment plein de bénédictions et de grâces. Et, comme à l’habitude, certains sont restés pour le dîner pique-nique, simple et joyeux. Dieu soit béni pour toutes ces choses vécues aujourd’hui, reflet plus fidèle encore cette année de l’appel de Tiegezh Santez Anna et qui nous ont été offertes généreusement par la Divine Providence.

  *

   

"Deoc’h-c’hwi e vez roet da anaout kevrinoù

Rouantelezh an neñvoù. "

 

-nAotrouEskJ.Madeg.jpg

 

Prezegenn an Aotrou Eskob Jozeb Madeg

da-geñver Pardon Santez Anna 2010 

 

     Fenoz ha warc’hoazh, e Santez-Anna-Wened, e teuio etre pemp mil warn-ugent ha tregont mil a bardonerion evit kehelañ santez Anna, Patronez Breizh. Ha setu ni, bodet ivez, en iliz Roudoualleg, evit diskouez hor c’harantez doujus da vamm-gozh Jezuz.

     Tud ar Werc’hez Vari, Anna ha Yoakim, ne vezont ket meneget en Testamant Nevez, hogen o anvioù a anavezomp, a-drugarez da hengounioù o tont eus metoù yuzev-kristen an eil kantved. Adalek ar c’hwec’hvet kantved eo kresket kehelerezh santez Anna evel un adsked eus kehelerezh Mari,. Nevesoc’h eo hini sant Yaokim. Hogen, alies int bet kehelet a-gevret, evel ma reas, da skouer, sant Yann Damas er seizhvet kantved, en ur brezegenn a-zivout Ginivelezh ar Werc’hez Vari :

     «Yoakim hag Anna, eürusat priedoù ha glan meurbet ! Anavezet oc’h bet a-drugarez d’ho frouezh, hervez lavarenn ar Skritur : O anavezout a reot diouzh o frouezh. Ho puhez a voe plijus da Zoue ha dellezek eus an hini hoc’h eus engehentet. A-drugarez d’ho puhez dinamm ha santel, hoc’h eus koñsevet perlezenn ar c‘hlanded, an hini a zlee bezañ gwerc’hez a-raok dezhi genel, gwerc’hez en ur c’henel, gwerc’hez goude ar c’hinivelezh ; an hini nemeti gwerc’hez a spered, a ene hag a gorf. Yoakim hag Anna, priedoù glan meurbet ! O virout ar c’hlanded, houmañ lezenn an natur, hoc’h eus dellezet ar pezh a zo dreist d’an natur ; koñsevet hoc’h eus, evit ar bed, an hini a vo, hep anaout nep pried, Mamm Doue. »

     Emañ, evit gwir, komzoù sant Yann Damas kontrol krenn d’ar pezh a glever ingal, hiziv an deiz, er c’heleier. Uhelvennad ar glander bet kanmeulet gant sant Yann Damas ha gant meur a dad eus an Iliz a vez sellet outañ evel un dra diziraezadus pe, zoken, evel ma vefe enebet ouzh eurvad mab-den. Rak an arc’hant hag ar rev zo deuet da vezañ idolennoù hor c’hevredigezh. Ha dibaot eo ar re n’en em lezont ket da vezañ levezonet gant ar moederezh o ren. Bep bloaz, siwazh eo dre viliadoù ez aberzher, hag ent dezvek, bugale nann ganet war aoterioù arnevez an arc’hant hag ar rev. Dimp-ni eo, e koulz hag e digoulz, n’eo ket hepken da chom feal da uhelvennad ar glander o tont eus an Aviel hag eus ar c’houbladoù santel  o c’hronnañ ganedigezh Jezuz, met ivez da zegas da soñj d’hor c’hempredidi, n’eus ket eus ar gwir frankiz, anezhi en em lezel da vezañ renet gant e vondougoù izelañ, met, er c’hontrol o mestroniañ. Bild051.jpg

     "Deoc’h-c’hwi e vez roet da anaout kevrinoù Rouantelezh an neñvoù", "evurus ho taoulagad dre ma welont, ho tivskouarn dre ma klevont" eme Jezuz. Harpet war gras ar C’Hrist e c’hellomp eta gervel ar re yaouank da adkavout an uhelvennad a voe hini Anna ha Yoakim ha kement a goubladoù kristen. Bez e c’heller bevañ er glander hag ez eus kalz tud yaouank, hiziv an deiz zoken, ouzh en c’hoantaat. Met eus ar re-se n’eus ket anv gant ar c’heleier.   

     Eugène Ionesco, tad c’hoariva an dispoellegezh, en deus diskleriet en un atersadenn, hag eñ o komz gant hardizhded un den o klask ar wirionez: « Emañ ar bed o vont da goll hag emañ an Iliz o vont da goll er bed…Nay ha dister eo ar veleion en em gav eürus da vezañ tud dister heñvel ouzh tud dister ar bed. En un iliz em eus klevet ar beleg o lavarout : " Bezomp joaius, stardomp hon daouarn an eil re d’ar re all… Jezuz a ginnig deoc’h ivez e saludoù". A-benn nebeut, evit ar gomunion, evit ar bara hag ar gwin, e vo staliet un daol ; kemeret e vo sandwichoù ha beaujolais. Seurt traoù a gavan droch a- grenn, netra da welet gant ar speredelezh. Buhez etre breudeur ne dalv ket distervez ha mignoniachoù. Hogen ret eo dimp kavout traoù ouzh hon dougen dreist d’an amzer : petra e vefe ar relijion hep ar sakrelezh ? Ne chom netra ganimp, netra divrall. Fichfich emañ an traoù p’hor bije ezhomm eus ur roc’h » 

     Un arvar a zo dirazomp hiziv : hor c’henwallerezh gant kedveno ur gevredigezh renet gant an danvezelouriezh. Hogen ar bed n’eus ket da reiñ hon asant dezhañ, d’e dreuzfurmiñ ne lavaran ket ; ar bed en deus ezhomm eus an Aviel en e leunded. 

     Santez Anna d’hor bleniañ da chom start er feiz ! start e santelezh Doue hag e Iliz ! Amen.

 

  Bild139.jpg

" A vous il est donné

de connaître

 les mystères du

Royaume des cieux "

*

Homélie de Mgr Joseph Madec à l’occasion du Pardon de Sainte Anne 2010.

 

     Ce soir et demain, de 25 à 30 000 personnes vont venir en pèlerinage à Sainte-Anne-d’Auray, vénérer sainte Anne, Patronne de la Bretagne. Nous voici rassemblés, à notre tour, en cette église de Roudouallec, pour exprimer à la Grand-Mère de Jésus notre filial et respec­tueux attachement.

     Les parents de la Vierge Marie, Anne et Joachim, ne sont pas cités dans le Nouveau Testament mais leurs noms nous sont connus par des traditions venant des milieux judéo-chrétiens du IIe siècle de notre ère. Le culte de sainte Anne a grandi dans le rayonnement de celui de Marie à partir du VIe siècle. Celui de saint Joachim est plus récent. Mais, souvent, on les a vénérés ensemble, comme le faisait, par exemple, saint Jean de Damas, au VIIIe siècle, dans une homélie sur la Nativité de la Vierge Marie : « Joachim et Anne, heureux votre couple, et parfaitement pur ! On vous a reconnus grâce à votre fruit selon cette parole du Seigneur : "Vous les reconnaîtrez à leurs fruits". Vous avez eu une conduite agréable à Dieu et digne de celle que vous avez engendrée. A cause de votre vie chaste et sainte, vous avez produit le joyau de la virginité, celle qui devait être vierge avant l’enfantement, vierge en mettant au monde, vierge après la naissance, vierge d’esprit, d’âme et de corps. Joachim et Anne, couple très chaste ! En observant la chasteté, cette loi de la nature, vous avez mérité ce qui dépasse la nature : vous avez engendré pour ce monde celle qui sera, sans connaître d’époux, la Mère de Dieu ».

     Certes, ces propos de saint Jean Damascène relèvent d’un tout autre esprit que ce que l’on entend de façon habituelle dans nos médias d’aujourd’hui. L’idéal de chasteté, chanté par saint Jean Damascène et par bien des Pères de l’Eglise, est aujourd’hui considéré comme impossible ou même comme contraire au bonheur de l’homme. Car l’argent et le sexe sont devenus les idoles de notre société. Et peu nombreux sont ceux qui ne se laissent pas influencer par la propagande du moment. Des milliers d’enfants non encore nés sont, hélas, sacrifiés chaque année, légalement, sur l’autel de ces modernes idoles que sont l’argent et le sexe. Il nous appartient, à temps et à contre temps, non seulement de rester fidèles à l’idéal de pureté qui nous vient de l’évangile et des couples saints qui ont entouré la naissance de Jésus, mais aussi de rappeler à nos contemporains que la vraie liberté ne consiste pas à se laisser entraîner par ses instincts les plus bas mais au contraire à les dominer.

       « A vous il est donné de connaître les mystères du Royaume des cieux », « heureux vos yeux parce qu’ils voient, et vos oreilles parce qu’elles entendent » nous dit Jésus. Appuyés sur la grâce du Christ, nous pouvons inviter les jeunes générations à retrouver l’idéal vécu par Anne et Joachim et tant de couples chrétiens. La pureté est possible et beaucoup de jeunes en rêvent, même aujourd’hui. Mais ceux-là, les médias n’en parlent pas.

     Le père du théâtre de l’absurde, Eugène Ionesco, a déclaré dans une interview où il parlait avec toute la passion d’un homme qui cherche : « Le monde se perd, l’Eglise se perd dans le monde… Les curés sont ingénus et médiocres, heureux de n’être que des hommes comme tous les hommes médiocres. Dans une église, j’ai entendu le prêtre dire : « Soyons gais, serrons-nous la main… Jésus vous souhaite un pareil bonjour ». Bientôt, pour la communion, pour le pain et le vin, on installera un bar ; on prendra des sandwiches et du beaujolais. Cela me semble d’une bêtise extraordinaire, d’un manque total de spiritualité. La fraternité n’est ni la médiocrité ni le copinage. Mais il nous faut de l’extra temporel ; qu’est-ce que la religion sans le sacré ? Il ne nous reste plus rien, plus rien de solide. Tout est mouvant alors que nous avons besoin d’un roc ».

Un danger nous guette aujourd’hui : celui de notre complicité avec l’opinion publique d’une société matérialisée. Or, ce n’est pas d’une approbation que le monde a besoin, mais d’une transformation ; le monde a besoin de la radicalité de l’Evangile.

Que sainte Anne nous apprenne à rester fermes dans la foi ! fermes dans la sainteté de Dieu et de son Eglise ! Amen.

 

  *

 

Kg.GIF 

 

anttroidigezh ar galon

 

Tennet eus prezegenn an Aotrou

Eskob Centène da-geñver

kantouestladenn eskobiezh Gwened

da Galon Sakr Jezuz en Miz Mezheven 2010

 

  *

 

   "Penaos e c’hell c’hoarvezout e vefe, dres d’an ampoent, tud yaouank a-zekmiliadoù o lidañ gouel an ifern ? Eus peseurt dezerzh kantaezel, diwar peseurt diouer a garantez, eus peseurt gloazioù breinet gant an digenvez, an digempoellded, an dic’hoanag e c’hell sevel seurt kanoù, dezho komzoù touerezh, seurt galvoù d’ar muntr enep ar gristenion hag a zo o sachañ teñvalijenn en oabl Klison abaoe daou zevezh, dindan gwarez maodiernezh ar sevenadur, e stern un hellfest –gouel an ifern – skoaziet gant arc’hant ar gevrozourion ?

    "Setu ar Galon he deus kement karet an dud n’he deus arboellet netra, betek diviañ ha peurzeviñ, evit reiñ da anaout dezho he c’harantez. Hag evel trugaregezh, ne resevan, a-berzh an darn vuiañ anezho, nemet dizanaoudegezh, dre o diazaouez hag o zarouloc’hoù, ha dre ar glaster  hag an dismeg a ziskouezont em c’heñver er sakramant-mañ a garantez."

     Hiziv e fell dimp dic’haouiñ evit kement a dud a vev hep  anavezout Doue, a vev, a-wezhioù, o treiñ kein dezhañ a-ratozh. Ne reomp ket se, avat, gant spered otus ar Farizian a oa o pediñ en Templ, war un dro gant ar Publikan : "Bennozh deoc’h Aotrou dre ma n’on ket evel an dud all." Bez e rankomp avat dic’haouiñ da gentañ evidomp. Hag e c’hellomp klevout en-dro komzoù hon Tad Santel ar Pab d’ar gelaouennerion er c’har-nij er c’hase da Fatima : "N’eo ket hepken eus an diavaez e teu an tagadennoù (…) hogen poanioù an Iliz a zeu dres eus diabarzh an Iliz, eus ar pec’hed a zo en Iliz. Evel-se eo bet bepred, met hiziv e vez gwelet ganimp en un doare spontus evit gwir : heskinerezh krisañ an Iliz n’emañ ket o tont eus he enebourion diavaez, hogen genel a ra diwar pec’hed an Iliz, neuze he deus an Iliz ezhomm bras da zeskiñ en-dro ar binijenn, da asantiñ bezañ glanaet, da zeskiñ, diouzh un tu ar pardon, met ivez, retvez ar reizhded. (…) E berr gomzoù, setu ma tleomp deskiñ en-dro ar pep retañ : ar ganttroidigezh, ar bedenn, ar binijenn hag ar briwerc'hioù douedaveel. " 

 

 

 

************

 

Bild230.jpg

 Conversion du coeur

Extrait de l’homélie de Mgr Centène à l’occasion de la consécration du diocèse de Vannes au Sacré-Cœur de Jésus en juin 2010

 

     D’où vient qu’en ce moment même, des dizaines de milliers de jeunes soient en train de célébrer une fête de l’enfer ? De quels déserts affectifs, de quelles privations d’amour, de quelles blessures putréfiées par la solitude, le non-sens, la désespérance, peuvent surgir ces chants aux paroles blasphématoires, ces appels au meurtre contre les chrétiens qui depuis deux jours obscurcissent le ciel de Clisson sous les auspices du ministère de la culture dans le cadre d’une hellfest –fête de l’enfer- subventionnée avec les deniers des contribuables ?

     " Voici ce Cœur qui a tant aimé les hommes, qu’il n’a rien épargné jusqu’à s’épuiser et se consumer pour leur témoigner son amour. Et pour reconnaissance, je ne reçois de la plupart que des ingratitudes, par leurs irrévérences et leurs sacrilèges, et par les froideurs et les mépris qu’ils ont pour moi dans ce sacrement d’amour."

     Aujourd’hui nous voulons réparer pour tant d’hommes et de femmes qui vivent dans l’ignorance e Dieu, qui vivent parfois en lui tournant délibérément le dos. Notre démarche ne vient pas du sentiment de supériorité qui animait le pharisien lorsqu’il priait en même temps que le publicain dans le Temple : «Seigneur je te rends grâce de ce que je ne suis pas comme les autres hommes. » Elle vient de la nécessité dans laquelle nous nous trouvons de réparer d’abord pour nous-m^me. Nous pouvons réentendre les paroles adressées par le Saint-Père aux journalistes dans l’avion qui l’amenait à Fatima. " Ce n’est pas seulement de l’extérieur que viennent les attaques (…) mais les souffrances de l’Église viennent proprement de l’intérieur de l’Église, du péché qui existe dans l’Église. Ceci s’est toujours su, mais aujourd’hui nous le voyons de façon réellement terrifiante : que la plus grande persécution de l’Église ne vient pas de ses ennemis extérieurs, mais naît du péché de l’Église et que donc l’Église a un besoin profond de ré-apprendre la pénitence, d’accepter la purification, d’apprendre d’une part le pardon, mais aussi la nécessité de la justice. (…) En un mot, nous devons ré-apprendre cet essentiel : la conversion, la prière, la pénitence et les vertus théologales." 

 

  *************

 

Tennet eus hanezadur ar Vouster

 

 

 Gouere 2010. D’ar Yaou 29. Un devezh pourmen ha dizoleiñ e Bro-Oueloù. Loc’het eus Lann-Anna da eizh eur hanter e tizhomp Kintin war-eeun da weladenniñ iliz Itron-Varia-an-Dieubidigezh ha da bediñ enni. Dre ar straedoù kaer e reomp un tamm baleadenn a-raok chom a-sav e-tal ar stang d’ober tinellig gant kalz c’hoarzhadennoù. Ac’hano e tiraezomp chapel Santez-Anna-Houlin, war barrez Plenaod, ul load hag Bild104.jpgun neved plijus tre, lec’h ma trugarekaomp santez Anna evit devezh kaer he fardon disul tremenet hag e fiziomp enni hon holl vennadoù. Bourc’hig Lanvealgon a zizoloomp gant dudi, un iliz kaer gant e-leizh a draoù deurus enni. Goude treuziñ Tremuzon e reomp un ehan e Plerneg, dirag an iliz, a-raok kavout chapel Itron-Varia-ar-Vertuzioù, digoret dimp gant maouezed hegarat tre, tomm o c’halon ouzh o chapel. Ur banne kafe hag e tiskoachomp chapelig Santez-Anna-ar-Seizh-Feunteun, bihanoc’h c’hoazh eget hini Lann-Anna, war barrez Tremelar. E Tregonveur e tremenomp ur prantad hiroc’h goude bezañ kavet en davarn alc’hwez an iliz ma kehelomp enni ur relegenn eus sant Weltaz. Bep a skornenn en davarn blijus, luc’hskeudennoù hag arrebeuri kozh enni. Hag en hent war-zu Lannidig, met siwazh pemp munutenn re ziwezhat hag e kavomp serret gant an ambrouger chapel gaer Itron-Varia-al-Lez. Ul lamm betek ar vourc’h hag e kendalc’homp, e Pleuloc’h, gant chapel sant Ke a vez digoret dimp. Ma ! Dispakañ a reomp adarre hon tinellig neuze, e-tal chapel sant Nikolaz, a-raok mont betek hini sant Bleaz. E-giz pa vijemp bet gortozet, e vez roet dimp diouzhtu an alc’hwez, hag e tizoloomp ur santual kaer, a c’hellfe bezañ kaeroc’h choazh ma vefe kempennet a-zoare. Nepell e kavomp ar feunteun. Kuitaat a reomp Pleuloc’h evit Plouvara, ma tiskoachomp chapel sant Jakez, met hini Itron-Varia-ar- Sklaerded eo a glaskemp kentoc’h. He c’havout a reomp erfin, war vevenn Bro-Dreger, ha daoust d’an eur, e vez  digoret dimp gant un amezeg degemerus tre. A-drugarez dezhañ, e c’hellomp arvestiñ ouzh ar stern aoter meurdezus, bet ratreet un nebeut bloavezhioù zo. Un dudi da echuiñ hor gweladennoù hiziv. Ne vankomp ket ar feunteun avat, a-raok distreiñ d’hor Menezioù Du, dre Sant-Donan hag ar Fouilh. E-pad hon troiad en deus kendalc’het Mikaël, ar c’halvez, gant e labour, ha war-dro hanternoz e tiskennomp da zizoleiñ ar prenestr kaer savet hiziv gantañ war doenn an ti bihan a-dal d’ar chapel, hag ar goulazh en deus kroget ivez da zesezañ.   

**************

 

Bild205.jpg

 

Extrait des chroniques du Moustoir

  Bild039

Juillet 2010. Jeudi 29. Une journée de promenade et de découverte du pays de Goëlo. Partis de Lann-Anna à 8h30, nous gagnons directement Quintin, pour visiter l’église Notre-Dame-de-Délivrance et y prier. Nous déambulons dans les vieilles rues, avant de pique- niquer devant l’étang avec beaucoup de bonne humeur. De là, nous partons pour la chapelle Sainte-Anne-du-Houlin, en la paroisse de Plenaod (Plaine-Haute), un beau sanctuaire où nous remercions sainte Anne pour la belle journée de son pardon dimanche et lui confions toutes nos intentions. Puis nous découvrons avec plaisir le bourg de Lanvaelgon (La Méaugon), et sa belle église qui renferme beaucoup de choses admirables. Ensuite nous traversons Tremuzon (Trémuson) pour faire une halte devant l’église de Plerneg (Plerneuf), avant de rejoindre la chapelle Notre-Dame-des-Vertus, que nous ouvrent des dames accueillantes et attachées à leur sanctuaire. Après une tasse de café, nous découvrons la chapelle Sainte-Anne-des-Sept-Fontaines, qui est encore plus petite que celle de Lann-Anna et sise en la paroisse de Tremalar (Tréméloir). Puis, à Tregonveur (Trégomeur), nous nous Bild144-copie-1.jpgattardons plus longuement, après avoir trouvé la clef de l’église dans le bistro d’en face, pour honorer une relique de saint Gweltaz. Dans ce plaisant café, avec ses vieilles photos et ses vieux meubles, chacun dégustera une glace,. Et en route pour Lannidig (Lantic), où nous arrivons hélas cinq minutes trop tard, car le gardien vient de fermer la belle chapelle Notre-Dame-de-la-Cour. Un saut jusqu’au bourg, puis nous poursuivons notre route jusqu’à Pleuloc’h (Plélo) et la chapelle Saint-Quay que l’on vient nous ouvrir. Allez ! On déballe à nouveau le pique-nique, cette fois-ci devant la chapelle de Saint-Nicolas, puis nous nous rendons à celle de Saint-Blaise. Comme si l'on nous attendait, la clef nous est donnée sur-le-champ et nous pouvons découvrir un beau sanctuaire, qui pourrait l’être plus encore si on l’entretenait mieux. Nous trouvons la fontaine non loin. Puis nous quittons Pleuloc’h pour Plouvara (Ploubara) où nous découvrons la chapelle Saint-Jacques, mais c’est celle plutôt Notre-Dame-de-la-Clarté que nous cherchions. Nous la trouvons enfin, à la frontière d’avec le Trégor, et malgré l’heure, un villageois très accueillant nous ouvre la porte. Grâce à lui, nous pouvons admirer le somptueux rétable rénové il y a quelques années. Cette merveille vient clore notre tournée. Nous nous arrêtons cependant à la fontaine, avant le retour vers les Montagnes Noires en passant par Sant-Donan (Saint-Donan) et Ar Fouilh (le Foeil). Pendant notre tournée, Mikael, le menuisier, avait poursuivi son travail et c’est aux environs de minuit que nous descendons découvrir la belle capucine qu’il a construite sur le toit de la maisonnette en face de la chapelle ainsi que la volige déjà posée en partie.

 

 

 

 

 

Un torkadig prederiadennoù                            ******************************

 

     * Evit gwir e c’hoarvez, a-wezhioù, traoù spontus en Iliz, traoù mantrus, traoù digomprenus, hogen traoù all ivez hag a laka da sevel birvilh ha goanag er c’halonoù, traoù a weler ha traoù na weler ket… Marteze e c’hoarvezo traoù kriz meurbet c’hoazh tra ma chomo traoù kaer kuzhet ouzhimp. Rak-se e rankomp diorren ennomp ur sell dreistnaturel war an Iliz. Ur sell na c’hell genel ha dont da vezañ lemmoc’h-lemmañ nemet dre ur vuhez gonezet d’ar bedenn ha d’ar fealded ouzh Komz Doue. Neuze e welo hon daoulagad burzhudoù Doue en e Iliz ! 

 

     * C’hoarvoudoù nevez hag a vefe didalvoud distreiñ warno,  a ziskouez, ur wezh ouzhpenn, penaos e pad, du-mañ, ur bastorelezh diazezet war vongoel ar bedekadur ha war steraouriezh an troc’h diouzh an hengoun. Peadra zo d’en em c’houlenn hag-eñ e paouezo a-raok ma vefe steuziet penn-da-benn ar gristeniezh er gevredigezh e Breizh. Hogen ar stourm a zo da c’hounit da gentañ en hor c’halonoù, o tont da vezañ diskibion wirion ar C’Hrist dasorc’het ! Hep ober o magadur eus kelennadurezh diles an Iliz hag hep en en stagañ ouzh kumuniezhoù kristen bev-buhezek, emañ ar gristenion en arvar da vezañ kaset pelloc’h-pellañ diouzh bag sant Pêr. Pedomp eta ha labouromp en doare ma vo Tiegezh Santez Anna un tiegezh bev en Iliz, dindan mantell santez Anna e Breizh !  

 

     * N’eo ket kement-se ar pezh a raimp, marteze, warc’hoazh, na kennebeut all, ar pezh ez omp emouez da vezañ bet graet dec’h a vefe ar pep talvoudusañ ouzh daoulagad an Aotrou Doue, met kentoc’h, ar pezh emaomp oc’h ober bremañ.

Doue az kwel. E welout a rez ? Doue az klev. E glevout a rez ? 

 

     * « Doue a ro walc’h d’e vignon o kousket… »  S. 127,2

     En hor broioù bedekaet e c’hoarvez alies e vefe diwar o foan-bevañ, diwar ar rouestl m’en em gavont ennañ abalamour d’an disrann en tiegezhioù, pe en abeg d’an diaesterioù armerzhel ha kevredigezhel, pe c’hoazh dre ma teuont da vezañ emouez eus an arvarioù taer o lakaat ar gevredigezh en argoll, en em dro an dud, un tammig, davet Doue ha davet an Iliz hep komz eus ar re saouzanet war an hentoù relijiel liesseurt diouzh ar c’hiz.

     Hogen hentoù diseurt ar bareañs speredel, mui pe vui diles, ma’z aio lod anezho da avanturiñ warno, pe c’hoazh, ar sternioù relijiel strizh o tegas surentez hag a sacho re all, a zeuio buan da vezañ dipitus keit ha na c’hello skediñ da vat en o buhez dremm gwirion Doue, en doare d’o zreuzfurmiñ.    

     Doue ne c’hellomp ket e vac’hañ e kelc’hiad hon diaesterioù hag hon ezhommoù hiniennel, nag war dachenn hor prederiadennoù, na pa vefent a bouez bras e vefent, a-fet ar vuhez pe ar gevredigezh. Ne c’hello ket Doue peurleuniañ hor buhez hag hon pareañ evit gwir anez dimp asantiñ da urzh vat an traoù : bez ez eo hor C’Hrouer hag hor Salver hag ar grouadurion ez eus ac’hanomp ne gavint o lec’h dezho o-unan, ha diwar-se o dispakadur, nemet o vont e servij an Doue Bev. Ya, o vont e gwazerezh uvel an Aotrou Doue hag e servij an nesañ, feal d’ar bedenn ha d’ar sakramantoù, feal ivez d’hon dever stad, eo e kavimp hent strizh hag asur an eurvad gwirion. Ha ne vefemp ket, re alies, evel tud dianket ha diviet o klask Doue dre hentoù all n’eus anezho holl nemet gwenojennoù an touell ? Daoust ha ne vefe ket ur spered kildrouk a reveulzi ouzh hon sachañ da glask mirout Doue en hor servij e-lec’h en em lakaat ni en e servij dezhañ ?  

     O tizoleiñ dremm gwirion an Aotrou Doue e kavimp plant en-dro, e adkavimp ster hor buhez hag e c’hellimp buheziñ pezh a gan ar Salmour, ya, emañ Doue o reiñ e walc’h d’e vignon o kousket !   

 

JezuzLokmaria.jpg    

  ***********

 

Une petite brassée de réflexions

 

* C’est vrai que dans l’Eglise, il se passe des choses qui effraient, qui attristent, des choses que l’on ne comprend pas, des choses aussi qui font naître l’enthousiasme, l’espérance, des choses que l’on voit, des choses que l’on ne voit pas... Il se peut que des choses très difficiles surviennent encore et que d’autres, très belles, nous demeurent cachées. D’où la nécessité de développer un regard surnaturel sur l’Eglise. Ce regard ne peut naître et gagner en acuité que par une vie de prière et de fidélité à la Parole de Dieu. Alors nos yeux verront les merveilles de Dieu dans son Eglise !

 

* Des évènements récents sur lesquels il serait vain de s’appesantir viennent illustrer une nouvelle fois la persistance, chez nous, d’une pastorale fondée sur le dogme de la sécularisation et l’herméneutique de la rupture d’avec la tradition. En verra-ton le bout avant la disparition du christianisme dans la société bretonne ? Le combat est à mener d’abord dans nos cœurs en devenant d’authentiques disciples du Christ ressuscité ! S’ils ne se nourrissent de l’enseignement authentique de l’Eglise et s’ils ne se rattachent à des communautés chrétiennes vivantes, les chrétiens sont en danger de se trouver déporter toujours plus loin de la barque de Pierre. Prions donc et oeuvrons toujours davantage pour que Tiegezh Santez Anna soit une famille vivante au cœur de l’Eglise, sous le manteau de sainte Anne en Bretagne !   

 

* L’important aux yeux de Dieu n’est pas tant ce que nous ferons éventuellement demain ni ce que nous avons conscience d’avoir fait hier mais bien plut^to ce que nous sommes en train de faire maintenant. Dieu te voit, le vois-tu ? Dieu t’entend, l’entends-tu ? Bild232.jpg

 

* « Dieu comble son bien aimé quand il dort… »  Ps 127,2

     En nos pays sécularisés, c’est assez généralement à partir de leur mal-être personnel, à partir du désarroi dans lequel les laissent leurs vies marquées par les ruptures familiales, les difficultés économiques et sociales, parfois aussi à partir d’une prise de conscience des périls extrêmes qui menacent la société, que les hommes se tournent quelque peu vers Dieu et vers l’Eglise, sans parler de ceux qui s’égarent dans les multiples courants religieux à la mode.

     Mais les diverses voies de la guérison spirituelle, plus ou moins authentiques, sur lesquels s’aventureront les uns, les cadres religieux sécurisant qui attireront les autres, se révèleront vite décevantes tant que le vrai visage de Dieu ne pourra rayonner dans leurs vies, de manière à les transformer réellement.

     Nous ne pouvons enfermer Dieu dans le cercle de nos difficultés et besoins personnels, ni dans le champs de nos considérations, fussent-elles de la plus haute importance, sur la vie et la société. Dieu ne peut combler nos vies et nous guérir en vérité que si nous acceptons la mesure des choses : il est notre Créateur et Sauveur et les créatures que nous sommes trouvent leur véritable place, et par là-même leur épanouissement, dans le service du Dieu Vivant. Oui, c’est dans l’humble service de Dieu et du prochain, dans la fidélité à la prière et aux sacrements, dans la fidélité aussi à son devoir d’état que l’on découvre la voie étroite et sûre du vrai bonheur. Ne sommes-nous pas souvent comme des égarés s’épuisant cherchant Dieu sur d’autres voies qui sont autant de chemins d’illusion ? Un sournois esprit de rébellion ne nous pousserait-il pas à chercher à mettre dieu à notre propre service au lieu de chercher à Le servir ?  

     Découvrant le vrai visage de Dieu, nous reprenons pieds, nous trouvons le sens de notre vie, nos cœurs s’apaisent  et nous pouvons faire l’expérience chantée par le psalmiste, oui, vraiment, Dieu comble son bien-aimé quand il dort !       

 

Bild064.jpg

  *

Beaj Benead XVI e Breizh-Veur

 

       Berzh bras he deus graet gweladenn Benead XVI er Rouantelezh Unanet (16-19 a viz Gwengolo) war dachenn an ekumenegezh pergen, ar Pab oc’h ober dave, e kement hini eus e 18 prezegenn, eus roll kumuniezh ar grederion er c’hevredigezhioù europat, hag o tegas da soñj bepred gwrizioù kristen ar c’hevandir. O lakaat war wel hêrezh ar sent en deus ar Pab, war un dro gant arc’heskog anglikan Kêrgent, pedet sant Eosten, sant Gregor Veur, sant Edouarzh, an den evurus Beda hag e voe meneget zoken Yann-Baol II ! Ha Benead XVI da bouezañ war hêrezh kristen ar broadoù : « Degaset em eus da soñj, emezañ, ez eo ar c’hemenn kristen parzhiat e sevenadur pobloù an inizi-mañ dre ma lodennont an hevelep preder a-zivout dazont an denelezh : anat eo dre ar frouezh a beoc’h en deus taolet hag emañ o teurel c’hoazh. »

 

A-zivout ar c’henvevañ naturel hag anavezadur ar broadoù er Rouantelezh-Unanet eo bet merzet e krogas ar Pab e weladenn dre Vro-Skos lec’h ma voe degemeret gant trec’hlid ar viniaouerion, lod anezho gwisket warno zoken un tartan dezhañ livioù ar Pab ! Da c’houde e voe resevet gant ar rouanez Elizabed II e palez roueel Holyrood e Din Edin, kent tizhout Glasc’ho lec’h ma pennlidas un oferenn bred en enor da sant Ninian, kentañ abostolour ar vroad skos. En hevelep doare, o vezañ ma ne c’helle ket ar Pab mont betek Bro-Gembre, ez eus bet aozet ul lid arbennik gant prezegenn un eskob e kembraeg, dirak hon Tad Santel ar Pab a respontas o venegiñ “broad Kembre” hag o lakaat war wel roll sant Dewi Veur ma vennigas ur skeudenn anezhañ e-ser enaouiñ ur piled dirak Itron-Varia Aberteifi.

  Bild066-copie-1.jpg

O tamvenegiñ meur a wezh hor grez a zigravezaerezh e tiogelas ivez ar Pab ez eo « un temptadur klask lakaat an Iliz hag ar feiz da vezañ hoalus. » Klask bezañ hoalus a vefe ur fazi a-berzh an Iliz peogwir n’he deus ket da labourat eviti he-unan met « evit ma vefe klevet kemenn Jezuz Krist gant an holl », kemenn ar garantez hag an adunaniñ. Arabat eta d’an Iliz klask bezañ hoalus eviti he-unan met kentoc’h treuzwelus evit lakaat ar C’hrist da splannañ drezi.

                     

A-zivout an desavadurezh en deus disklêriet ar Pab « arabat erverzout an desavadurezh gant ur sellad arverek nemetken. C’hoarvezout a ra eus stummañ an hiniden o reiñ dezhañ al loazioù ret  evit bevañ a-zoare – e berr gomzoù – c’hoarvezout a ra eus dasreiñ ar furnez. Hag ar furnez wirion ne c’heller ket he disrannañ diouzh anaoudegezh ar C’Hrouer. »

 

Pa ouzer pegen prizet e veze personelezh hag oberenn John Henry Newman gant an Aotrou Kardinal Jozef Ratzinger, hag eñ deuet da vezañ Benead XVI, e komprener pouezusted e wenvidikadur en deus mennet pennlidañ eñ e-unan, en enep d’ar pezh a zo ar boaz hiviziken. Ha distro e Roma en deus addispleget ar Pab : « Va beaj a oa he fal gwinvidikadur an Aotrou Kardinal John Henry Newman hag eñ ur Saoz illur, teologour meur ha den a Iliz troet d’ar peurvoud. Diskouez a ra Emañ e vuhez a-bezh penaos e c’hell ar poell hag ar feiz kendivizout e pep kendoniezh. » Hag ar Pab da vroudañ ar c’hallegerien da lenn Newman, oc’h adkemer e c’her-stur « ar galon a gomz ouzh ar galon » : « Mignoned vat, salv ma c’hello e gelennadurezh sklêrijennañ hor c’haouded hag e erbederezh digeriñ hor c’halon d’an Hini a zo ar Wirionez ! Salv ma c’hello ar galon komz ouzh ar galon ! (…) Salv ma c’hellimp bezañ awenet gant kelennadurezh ha skouer vat ar gwenvidig John Henry Newman ! »

        ************************

 

 

Voyage de Benoît XVI en Grande-Bretagne

  

   Bild068.jpg  La visite de Benoît XVI au Royaume-Uni (16-19 septembre) fut un grand succès, en particulier dans le domaine œcuménique, chacun des 18 discours du pape faisant référence au rôle de la communauté des croyants dans les sociétés européennes et rappelant continuellement les racines chrétiennes du continent. Mettant en lumière l’héritage commun des saints, le pape, en présence de l’archevêque anglican de Cantorbéry, a prié saint Augustin, saint Grégoire le Grand, saint Benoît, saint Edouard, Bède le Vénérable, et même Jean Paul II fut évoqué ! Et Benoît XVI d’insister sur l'héritage chrétien des nations : « En partageant un souci commun pour l'avenir de l'humanité, j'ai rappelé, dira-t-il, que le message chrétien fait partie intégrante de la culture des populations de ces îles : les fruits de paix qu'il a produit, et continue de produire en témoignent. »

     Concernant la coexistence naturelle et la reconnaissance des nations au Royaume-Uni, on aura noté que le pape a commencé sa visite par l’Ecosse où il fut accueilli dans un triomphe de sonneurs, certains portant même un tartan aux couleurs papales ! Puis, il fut reçu par la reine Elisabeth II, au palais royal de Holyrood à Edimbourg, avant de rejoindre Glasgow, où il présida une messe solennelle en mémoire de saint Ninnian, premier évangélisateur de la nation écossaise. De même, le Pape ne pouvant se rendre au pays de Galles, il fut organisé une célébration particulière, durant laquelle un évêque s’adressa en gallois au Saint-Père qui répondit en évoquant la « nation galloise » et mettant en lumière le rôle du grand saint David dont il bénit une représentation tandis qu’il alluma un cierge devant ND de Cardigan.

     Faisant plusieurs fois allusion à notre époque de sécularisation, le Saint-Père fit également observer que « c'est une tentation que de chercher à rendre l'Eglise et la foi attractives. » L'Eglise en cherchant à être attirante ferait une erreur, parce qu'elle ne doit pas travailler pour elle-même mais pour «rendre accessible l'annonce de Jésus Christ », l'annonce de l' amour et de la réconciliation. L’Eglise ne doit donc pas chercher à être attirante pour elle-même mais bien plutôt à être transparente pour laisser le Christ resplendir à travers elle.

       Concernant l’éducation, le pape a déclaré que : « L'éducation n'est pas et ne doit jamais être considérée selon une optique purement utilitaire. Il s'agit de former la personne humaine, en lui donnant le bagage nécessaire pour vivre pleinement sa vie - en bref - il s'agit de transmettre la sagesse. Et la vraie sagesse est inséparable de la connaissance du Créateur. »

     Quand on sait combien le Cal Ratzinger, devenu Benoît XVI, appréciait la personnalité et l’œuvre de John Henry Newman, on comprend l’importance de sa béatification que le Saint-Père a voulu présider lui-même, contrairement à ce qui est désormais l’usage habituel.  De retour à Rome, le pape a commenté : « Le but de mon voyage était la béatification du cardinal John Henry Newman, illustre anglais, insigne théologien et homme d'Église épris d'absolu. Sa vie tout entière montre comment raison et foi peuvent dialoguer harmonieusement ». Et le pape d’encourager les francophones à lire Newman en reprenant sa devise « Le cœur parle au cœur » : « Chers amis, puisse son enseignement illuminer notre conscience et son intercession ouvrir notre cœur à Celui qui est la Vérité ! Puisse le cœur parler au cœur ! (...) Puisse l'enseignement et l'exemple du bienheureux John Henry Newman nous inspirer ! »

  *

 

  David2.gifGwezhiadenn David !

 

 

 

Ho trugarekaat a fell dimp ha ganeoc’h trugarekaat an Aotrou rak, a drugarez d’ho profoù, eo kroget mat gant al labourioù. war an ti-bihan rivinet a-dal da chapelig santez Anna Lann-Anna!

Gouzout a rit pegen krennus eo al labourioù-se evit dazont Lann-Anna ! Bennozh Doue deoc’h c’hoazh evit ho pedennoù hag ho profoù !

Koulskoude n’eo ket echu ar stourm hag e rankomp kenderc’hel gant al labourioù ha taliñ neuze ouzh dispignoù nevez c’hoazh evit ma vo degemerusoc’h ha arc’hwelekoc’h Lann-Anna da obererezhioù ar Vreuriezh hag ar Genunaniezh.

Kenderc’hel a reomp neuze gant Gwezhiadenn David ha drezi ho pedomp c’hoazh d’hon harpañ dre ar bedenn ha d’ober ur prof brokus evit diorren oberenn Lanna-Anna e servij Rouantelzh Doue e Breizh.

 

 

Grit un treuzvankadenn war gont Tiegezh Santez Anna,  KRP ROAZHON  

 bank 20041     advank 01013     kont 0531398D034,        alc'hwez 53

Pe c’hoazh, kasit ur chekenn e gourc’hemenn Tiegezh Santez Anna. à Da gas en-dro da  Tiegezh Santez Anna, Lann-Anna, Ar Vouster  56110  Roudoualleg.

          

Bi003.jpg

 

**************

Opération David !

 

     Nous voulons vous remercier et avec vous remercier le Seigneur car, grâce à vos dons, les travaux ont bien démarré sur la maisonnette ruinée en face de la petite chapelle sainte Anne de Lann-Anna !

     Vous le savez, ces réalisations sont décisives pour l’avenir de Lann-Anna ! Merci encore pour vos prières et vos offrandes !

     Cependant, le combat n’est pas terminé et il nous faut poursuivre les travaux et faire face à de nouvelles dépenses pour que Lann-Anna devienne plus accueillant et plus fonctionnel pour les activités de la Fraternité et de la Communion

     Nous poursuivons donc l’Opération David par laquelle nous vous invitons encore à nous soutenir par la prière et à faire une offrande généreuse pour le développement de l’œuvre de Lann-Anna au service du Royaume de Dieu en Bretagne.

 

***Faites un virement sur le compte de Tiegezh Santez Anna, CCP RENNES   

n° de banque 20041    bureau 01013   Compte 0531398D034     clé 53

Ou envoyez un chèque à l’ordre de Tiegezh Santez Anna. à A renvoyer à :                       Tiegezh Santez Anna, Lann-Anna, Ar Vouster 

  Bi004.jpg

 

   

*******************

Lizher bet kaset dimp a-berzh ‘n

Ao. Beleg Job Lec’hvien, eus Landreger

  *

Landreger, 15 a viz Here 2010. Keneil ker, evel ma ouzhoc’h, ez eo bet sinet gant an ao ‘n eskob L. Fruchaud e Landreger, deiz pardon Sant Erwan, 16 Mae 2010, ar Garta “Feiz ha Sevenadur Breizh”.

Un dro-wenn a seblant bezañ bet ar sinadur-se, pa ne welomp netra o fiñval ‘n hon ilizoù e-keñver al lidoù brezhonek nemet, ral a-walc’h, ur bruzhun bennak en hor yezh.

Dirak bouzarded kumuniezhoù relijiel hor bro, em eus soñjet e oa dav ober galv da Zifenner gwirioù ar beorien, ha setu ar Bedenn a gav din a vefe dereat kas d’hor Sant hollvrudet.

Va digarezit evit ar galleg, laket hepken evit ar vouzar ouzh hor yezh.

A galon J.L.

  *

Traduction d’une lettre de mr l’abbé Job Lec’hvien, de Tréguier,

qui nous a été envoyée le 15 octobre 2010

 

« Comme vous le savez, monseigneur Fruchaud, le jour de la Saint Yves, 16 mai 2010, a signé la charte « Foi et culture bretonne ». Cette signature semble avoir été un coup d’épée dans l’eau, tandis que nous ne voyons rien bouger dans nos églises et que les célébrations en breton se résument à quelques miettes dans notre langue.

Devant la surdité des communautés religieuses de notre pays, j’ai pensé qu’il fallait invoquer le Défenseur des droits des pauvres, et je vous livre ainsi la prière qu’il me semble bon d’adresser à notre Saint renommé. »

 

pedenn.sErwanJobL-jpg

 

 

hag un dornadig skeudennoù-all, bet tennet a-baoe an nevez-amzer...

 

... et puis quelques autres photos, prises depuis le printemps 

 

      *

 

Publié dans Breizh da Jezuz

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :

Commenter cet article