D'an 8 a viz Kerzu: Gouel Mari krouet dinamm

Publié le par Tiegezh Santez Anna

8 Décembre: Fête de l'Immaculée Conception



Kantik:
O Anna, Mamm Mari



Diskan :     O Anna, Mamm Mari

                  A galon, ni ho ped

                  Diouzh pep droug, gouarnit-ni

                  Grit ma vimp holl salvet !


 

1.

En amzer-hont, an dud er bed

A oa hep peoc'h, hep levenez;

En o spered 'met teñvalded,

En o c'halon, tristidigezh.

 

2.

E Yuda neoazh daou bried

Yoakim hag Anna a veve

Gant karantez hag avisted

O sentiñ ouzh lezenn Doue.

 

3.

D'o ziegezh eürus meurbed

E vanke ur joa nemetken:

N'o devoa bet bugel ebet

Hag e koshaent gant anken.

 

4.

Fizius dalc'hmat en o Doue

E raent gredus o goulenn…

Erfin un ael deuet eus an Neñv

Dezho a gasas ar c'hemenn.

 

5.

"Yoakim, Anna, bezit laouen

Rak c'hwi 'po ur bugel hep par,

Ur verc'hig a vo benniget

Dreist da holl gwragez an douar. "

 

Anna, Mari ha Jezuz, iliz kozh Lotey / ancienne église de Lothey

6.

Setu ganet o merc'hig c'hlan,

Biskoazh ne vo hañval outi.

En holl amzer bras ha bihan

Da Vari 'gano meuleudi.

 

7.

Savit ho penn gant levenez,

Tud an douar na ouelit ket !

Rak ha pa splann ar goulou-deiz

Emañ tost an heol da zonet.

 

8.

O Mari, rozenn kevrinus,

N'eus ennoc'h nemet braventez.

Sterenn dreist an holl lugernus,

C'Hwi a zigor splannder an deiz.

 

9.

Ar verc'hig-mañ 'zo dibabet

Da vezañ Mamm Salver ar bed,

Ha Rouanez e vo anvet

Gant an holl dud hag an aeled.

 

10.

Santez Anna, enor deoc'h-C'Hwi

War an douar evel en Neñv !

Enor ivez d'ho merc'h Mari
Gwerc'hez bepred ha Mamm Doue.


                        *




*


ar ganeveden a-us d'ar Menezioù Du / l'arc en ciel au-dessus des Montagnes Noires (Bretagne)


*

Publié dans gouelioù - fêtes

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article