Diskennit eus an Neñvoù

Publié le par Tiegezh Santez Anna

kraouRoudou4.jpg



Diskennit eus an Neñvoù, speredoù evurus,
Deuit adarre da ganañ meuleudi da Jezuz;
Embannit e vadelezh dre gantikoù a c'hloar,
Degemennit a-nevez ar peoc'h war an Douar.


 

1.
Diwanet 'z eus ur rozenn war wrizienn Izaï*,
N'eus ket en hol liorzhoù ur vleunienn evelti,
Evel ur flourdilizennn savet e-kreiz an drez

Eus ar wezenn a bec'hed eo deuet ar santelezh.

 

2.

Ar vamm he deus e c'hanet a zo anvet Mari,

Ar c'haerañ eus an aelez zo nebeut dirazi,

Ar Spered Santel en deus he choazet da bried,

Evit bezañ Rouanez e Palez an Dreinded.

 

3.

Pelec'h, o kaout hor Roue, hor bo-ni levenez ?

En ur palez alaouret pe 'n ur c'hastell nevez ?

E Betlehem e klevan, e tle bezañ ganet…

En ur gêrig ken dister ned eus palez ebet !

 

4.

Selaouit, a lavare an ael d'ar bastored,

An tu d'E anavezout setu deoc'h diskleriet :

Ar bugel zo mailhuret en ur c'hraouig dister,

War un tamm plouz astennet, hennezh eo ar Salver!“

 

5.

O vont da welet Jezuz, tud yaouank a weler

O vale dre an hentoù, gante dilhad kaer.

Mestr an holl binvidigezh ganet er baourentez

A roy dezho ur gentel enep d'al lorc'hentez.

6.

C'Hwi hudur lous ho kalon na zeuit ket amañ,

Rak n'hall ket ho taoulagad divezh sellet outañ !

Na savit ho selloù war e Vamm, ar Werc'hez,

Tec'hit pell diouzh al lec'h-mañ da ruziañ gant ar vezh.

 

7.

Deuit-c'hwi tud fur ha santel da dommañ ho Krouer,
Krenañ ra gant an  anoued ar bugelig tener,

E lojit en ho kalon, klet mat e vo eno,

Gwell' eget en ur palez, ganeoc'h en em blijo.

 

8.

Pe gentoc'h, tommit ho Mab, Mari ouzh ho Kalon, Eno emañ e Balez, e Aoter hag e Dron :

Ne gavo nemet eno an deneredigezh

He deus karantez ur vamm e kalon ur werc'hez.

 

9.

Ar galon-se ken tener a ranno gant glac'har

Pa ranko ho Mab Jezuz mervel war ar C'Halvar :

E holl wad dre bemp gouli a skuilho evidomp,

C'Hwi ivez, Mamm druezus, bezit soñj ac'hanomp !

 

* Izaï :   tad David, anvet ivez Yese.


komzoù ha sonerezh savet pe adkempennet gant Tiegezh Santez Anna - pep gwir miret strizh - mizKerzu 2003

paroles et musiques composées ou adaptées par Tiegezh Santez Anna - tous droits réservés - Décembre 2003



 

Publié dans Sulvezhioù - Dimanche

Commenter cet article