Gouel an Hollsent
Kantik Zakaria
(Meuleudioù / chanté à l'office de Laudes, le matin)
Ra vo benniget an Aotroù, Doue Israel,
Dre m’eo deuet da welout ha da zaspren e bobl,
Ha da sevel dimp un nerzh a silvidigezh,
E tiegezh David, e servijer,
Evel m’en devoa degemennet en amzer wechall
Dre c’henou e Sent, e Brofeded :
Silvidigezh evit hon dieubiñ diouzh hon enebourion
Ha diouzh daouarn an holl dud a vag ouzhimp kasoni,
Evit diskouez trugarez e-keñver hon tadoù,
Ha kaout soñj eus e emglev santel,
Eus a le en devoa touet da Abraham hon tad, e roje dimp ar c’hras da vezañ dizaon,
Bet tennet a-dre daouarn hon enebourion
Evit e servijiñ,
Er santelezh hag er reizhder dirazañ,
A-hed hon holl vuhez.
Ha te, bugelig, te ‘vo anvet profed an Uhel-meurbet ;
Kerzhout a ri a-ziaraok d’an Aotroù avit kempenn e hentoù,
Evit lakaat e bobl da anaout ar silvidigezh
Dre ar pardon eus ar pec’hedoù,
Abalamour da galon drugarezuz hon Doue,
A lakaio heol ar beure da zont eus an uhel d’hon gwelout,
Evit sklerijennañ a re azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv,
Ha ren hor c’hammedoù en hent ar peoc’h.
Klod d’an Tad
Ha d’ar Mab
Ha d’ar Spered Santel
Evel ma oa er penn-kenntañ ha bremañ ha da viken, a gantvedoù da gantvedoù.
Amen !Komz Doue evit Gousperoù / lecture de l'office de Vèpres
eus lizher kentañ sant Pêr / de la première lettre de saint Pierre (1,15-16)
Evel ma 'z eo santel an Hini en deus ho kalvet, c'hwi ivez klaskit bezañ santel en holl zoareoù ho puhez, hervez ma 'z eo skrivet: santel e vefot, dre ma 'z on-me santel.

Prezegenn ar Pab Benead XVI evit Oferenn gouel an Hollsent
Lien: Homélie de BenoÎt XVI pour la Messe de la Toussaint 2009
Kantik hengounel eus Bro-Dreger
Cantique traditionnel du Trégor
|
Diskan
|
Baradoz dudius!
Bro ar sent eo va bro.
A! Pegen evurus
E vin-me bepred eno !
1. Na pegen glac'harus
Bevañ e stad a bec'hed !
Pegoulz o va Jezuz
E vezin 'ta divec'hiet ?
2. Noz ha deiz, va Jezuz
E lavaran 'n ur ouelañ:
Pegoulz, bed touellus,
E teuy va eur diwezhañ ?
3. Skuizh ha melkoniet
En draonienn-mañ a zaeroù,
Va Jezuz, me ho ped
D'am degemer en Neñvoù.
4. En Neñv, Salver Jezuz,
Na pebezh evurusted!
Kanoù meuleudius
Tro-dro d'an Tron 'vo klevet !
5. En Neñv, Salver Jezuz,
Gant ar sent hag an aelez,
Me 'gano deoc'h eurus
Mil bennozh ha trugarez !
6. Neuze, o va Jezuz,
Me a gano deiz ha noz
Gloar deoc'h, Tad truezuz,
Ha da Vari mil bennozh !
7. Peurstanket va daeroù,
Bezit, va ene, joaius.
Hepdale en Neñvoù,
Me a welo va Jezuz !
*