Gant Nerzh ar Spered Santel

Publié le par Tiegezh Santez Anna

Gant Nerzh ar Spered Glan


 

 

Kendalc’homp gant

Gwezhiadenn David !

 

 

  David2.gif  " Hag evel ma talc’he ar Felishtiad da gerzhout ha da dostaat a-ziarbenn David, e hastas David redek,war-zu an talbenn, etrezek ar Felishtiad. Hag e kasas David e zorn d’e sac’h, hag e kemeras dioutañ ur maen, a vatalmas,  a skoas gant ar Felishtiad ouzh e dal. Sankañ a reas ar maen en e dal, hag e kouezhas war e zremm d’an douar. " 1 Shmouel 17, 48-49

 

     Mignoned vat eus Tiegezh Santez Anna,

 

     Ho trugarekaat a fell dimp ha ganeoc’h trugarekaat an Aotrou rak, evel David, hoc’h eus kaset buan ho torn d’ho sac’h da-geñver Gwezhiadenn David ha dre-se eo bet faezhet hon Golyad ! Hag el lec’h ma ne oa mui nemet rivinoù goloet gant iliav ha drez e weler hiviziken hor c’hoant a chapelig Santez-Anna hag ouzhpenn-se, a drugarez d’ho profoù, eo kroget mat ivez gant al labourioù. war an ti-bihan rivinet a-dal dezhi !

 

"Argadiñ a rae ofiserion ar Felishtiz, hag a-feur ma’z argadent, e rae berzh David, muioc’h eget servijerion Shaoul, hag e voe prizet e anv meurbet. " 1 Shmouel18,30 

 

     Gouzout a rit pegen krennus eo al labourioù-se evit dazont Lann-Anna ! Bennozh Doue deoc’h c’hoazh evit ho pedennoù hag ho profoù hon eus bet drezo an trec’hioù-se ! Koulskoude n’eo ket echu ar stourm hag e rankomp kenderc’hel gant al labourioù ha taliñ neuze ouzh dispignoù nevez c’hoazh evit ma vo degemerusoc’h ha arc’hwelekoc’h Lann-Anna da obererezhioù arVreuriezh hag ar Genunaniezh.

 

"Hag e voe gantañ war-dro pevar c’hant den." 1Shmouel 22,2 

"Hag e reas David evel m’en devoa gourc’hemennet dezhañ an Aotrou, hag  e skoas gant ar Felishtiz…  2Shmouel 5,25

 

     Kenderc’hel a reomp neuze gant Gwezhiadenn Davidha drezi ho pedomp c’hoazh d’hon harpañ dre ar bedenn ha d’ober ur prof brokus evit diorren oberenn Lanna-Anna e servij Rouantelzh Doue e Breizh.

     Digristenidigezh, digravezaidigezh, enkadenn an tiegezh, sed ar Felishtiz a rankomp stourm outo hiziv an deiz. Emezelit da lu ar 400 a stourmo dindan mantell santez Anna !

 

Bild724

 

 

 

"Hag e vo adsavet ar rivinoù kozh, an dismantroù a-ziagent laket en o sav, adkempennet ar c’hêrioù rivinet, dismantroù kantvedoù ha kantvedoù.Yeshaia 61, 4      

 

    Tra ma klever anv muioc’h-mui eus diskefridiañ chapelioù ha zoken kas d’an traoñ ilizoù, e oa ret bezañ un tammig droch moarvat evit sevel ur chapel er Menezioù Du. Soñjal a ra dimp koulskoude ned eo an tamm savadur-mañ nemet ur skeudenn brofedel eus an adsav emañ an Aotrou Doue o tanzen e Breizh gant ar re a laka o fiziañs ennañ. Dindan matell santez Anna emañ ouzh hor c’houviañ da vont gant adnevezidigezh ar Spered Santel evit dont da vezañ testoù Silvidigezh Doue a sav en-dro an dud, an tiegezhioù hag ar pobloù ; emañ c’hoazh ouzh hon gervel da vont tre e lid ar C’hefle, ha ni gwriziennet en hor stuzegezh hag e Dazroadur an Iliz, troet d’ar gefridi ha roet da unvanidigezh ar gristenion.

 

"Hag evel ma ra an douar boutañ e gellidoù, evel ma ra ul liorzh d’an hadoù diwanañ , evel-se e ray an Aotrou Doue kellidañ ar reizhded hag ar veuleudi dirak an holl vroadoù. " Yeshaia 61,11

                                                                                                  

    Dre m’emañ Lann-Anna en arempred ar gaer a gefrifi-mañ, en ho pedomp da emezelañ e lu ar 400 den prest da sevel a-benn gounit an dae-se evit Rouantelezh Doue e Breizh. En hor grez ma weler ar feiz kristen e Breizh evel o weñviñ, e vo evit gwir un trec’h war an enebour hag e welomp endeo emañ al lec’hioù-mañ o tegas goanag, frankiz ha buhez evit kalz a dud.

 

                          Benead hag ar Vreuriezh annezel 

 

 Kemeromp perzh!

 

 

Arabat termal da vont e darempred ganimp

 lann-anna@sfr.fr pe 02 97 34 54 97

ma fell deoc’h kaout muioc’h a zitouroù

 




 

 

 

 

 

Poursuivons

l’Opération David !

  

 David2.gif

 

 

 " Tandis que le Philistin s’ébranlait pour affronter David et s’approchait de plus en plus, David courut à toute vitesse pour se placer et affronter le Philistin. David mit prestement la main dans son sac, y prit une pierre, la lança avec la fronde et frappa le Philistin au front. La pierre s’enfonça dans son front et il tomba la face contre terre" 1 Samuel 17, 48-49

 

     Chers amis de Tiegezh Santez Anna,

 

     Nous voulons vous remercier et avec vous remercier le Seigneur car, comme David, vous avez mis prestement la main dans votre sac dans le cadre de l’Opération David  et ainsi, nous avons abattu notre Goliath ! En effet,  là où il n’y avait que ruines couvertes de lierre et ronces, on peut voir désormais notre petite chapelle Sainte-Anne et, de plus, grâce à vos dons, les travaux ont bien démarré également sur la maisonnette ruinée d’en face !

 

"Les chefs des Philistins firent une sortie. A chacune de leurs sorties David remportait plus de succès que tous les officiers de Saül, de sorte que  son nom devint illustre." 1 Samuel 18,30 

 

     Vous le savez, ces réalisations sont décisives pour l’avenir de Lann-Anna ! Merci encore pour vos prières et vos offrandes qui nous ont permis de remporter ces victoires ! Cependant, le combat n’est pas terminé et il nous faut poursuivre les travaux et faire face à de nouvelles dépenses pour que Lann-Anna devienne plus accueillant et plus fonctionnel pour les activités de la Fraternité et de la Communion

 

"Il y avait avec lui environ quatre cents hommes." 1 Samuel22,2 

"David agit comme le Seigneur le lui avait ordonné et il battit les Philistins…  Samuel 5,25

 

     Nous poursuivons donc l’Opération David par laquelle nous vous invitons encore à nous soutenir par la prière et à faire une offrande généreuse pour le développement de l’œuvre de Lann-Anna au service du Royaume de Dieu en Bretagne.

     Déchristianisation, sécularisation, crise de la famille sont les Philistins contre lesquels nous devons lutter aujourd’hui. Rejoignez l’armée des 400 qui combattront sous le manteau de sainte Anne !

 

"Ils rebâtiront les ruines antiques, ils relèveront les restes désolés d’autrefois ; ils restaureront les villes en ruines, les restes désolés des générations passées.Isaïe 61, 4           

 gwerzhid

    Alors que l’on parle de plus en plus de désaffectation de chapelles et même de destruction d’églises, il fallait être un peu fou pour construire une chapelle dans ces Montagnes Noires. Mais nous croyons que cette réalisation n’est qu’une image prophétique du relèvement que Dieu prépare en Bretagne avec ceux qui mettent leur foi en Lui. Sous le manteau de sainte Anne, le Seigneur nous invite à nous laisser renouveler par l’Esprit Saint pour devenir témoins du Salut de Dieu qui relève les personnes, les familles et les peuples ; il nous appelle à entrer dans la célébration de l’Alliance, enracinés dans notre culture bretonne et dans la Tradition de l’Eglise, passionnés pour la mission dans un esprit d’unité entre les chrétiens.

 

"Oui, comme la terre fait sortir ses germes et un jardin germer ses semences, ainsi le Seigneur fera germer la justice et la louange face à toutes les nations. " Isaïe 61,11

                                                                                                  

    Parce que Lann-Anna est au service de cette belle mission, nous vous invitons à vous enrôler dans cette armée des 400 prêts à relever ce défi pour le Royaume de Dieu en Bretagne. Dans le contexte actuel où la foi bretonne semble s’étioler, il s’agit vraiment d’une victoire sur l’ennemi et nous voyons déjà que ces lieux sont porteurs d’espérance, de libération  et de vie pour beaucoup.

 

                             Benead et la Fraternité de Vie 

 

 

Participons à l'Opération David!

 

N’hésitez pas à nous contacter

lann-anna@sfr.fr ou au 02 97 34 54 97

si vous désirez plus de détail .

Vous pouvez cliquer ici pour imprimer le 

formulaire de participation

 

Bild020

 

Publié dans skoazell - aidez-nous!

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :

Commenter cet article