Nedeleg laouen!

Publié le par Tiegezh Santez Anna

*

IVPenmarc-h.jpg*
Nedeleg Laouen
ha bloavezh mat!

*

G w r i z i o ù  h a  f r o u e z h
*****************************************

 

E Breizh, en Italia...

Savet eo chapel Itron-Varia Rumengol, e Kernev, war ul lec’h gouloc’h kozh drouizel. Diskouezet e vez eno, war gwerell ar chantele, ar Werc’hez, o terc’hel ar Mabig Jezuz, tronet war daol-vaen ar C’Hrannoù, goudoret gant an dervenn nevet. Gant sant Kaourintin ha sant Gwennole a bep tu dezhañ e weler ar roue Grallon o kinnig d’ar Werc’hez an iliz emañ war-nes sevel en he enor. Harpet war e delenn, ur barzh kozh o ouelañ ; un drouiz o stouiñ…

     En hengoun napolitan e tiskouezer Kraou Nedeleg gant rivinoù un templ eus an Henamzer da ginkladur, anezho oc’h aroueziñ dibenn an amzervezh pagan, e dargemm ouzh ar bed nevez kentradet gant ginivelezh hor Salver. E Roma ez eus bet graet un neved kristen zoken eus ar Panteon, gwezhall Templ an holl doueed, hag, evel pa vefe evit erzerc’hañ eo bet ensammet ar pep gwellañ eus ar sevenadur henvedel gant ar stuzegezh kristen, ez eus bet savet meur a iliz eus ar Gêr Beurbadel e lec’h savadurioù roman, oc’h implijout alies darn eus o aspadennoù hag o reiñ evel-se ur vuhez nevez d’ar rivinoù henamzerel.

  * * * * * * * * * * * * * * * * * *

Rivinoù kozh

En ur pennad eus ar profed Izaia, bet resevet nevez zo gant ur vignonez a erbede evit Tiegezh Santez Anna, ez eus anv ivez eus rivinoù : "Hag e vo adsavet ar rivinoù kozh, an dismantroù a-ziagent laket en o sav, adkempennet ar c’hêrioù rivinet, dismantroù kantvedoù ha kantvedoù." (Yeshaia 61,4) Seurt grataenn Doue d’ar bobl vesianek ne c’helle nemet skeiñ from ennomp pergen. Adsevel ar rivinoù kozh ! Ratreañ dismantroù ar remziadoù tremenet ! Kement-se ne vefe ket dazkounañ  hon engouestl evit Breizh kristen ? Evit gwir, e vezomp sellet alies evel mirourion ar gwrizioù breizhek, oc’h ober dave d’an tremened... Hogen ar gwrizioù, ma’z int diziouerus da wezenn ar werje, daoust hag-eñ n’emeur ket o c’hortoz diganti e taolfe frouezh ?


Kejañ gant Doue

Distroomp eta d’ar werzad-se eus Izaïa.evit merzout penaos, pa’z eus anv gant grataenn Doue eus adsavidigezh, e c’hoarvez amañ, dres mat, eus dresañ ar pezh a oa bet savet da vare ar fealded, frouezh kenlabour mab-den gant e Grouer. Emañ neuze adsavidigezh ar rivinoù, embannet en diougan, oc’h erzerc’hañ ar gred kentañ adkavet hag ar fealded ratreet ouzh Doue ar C’Hefle En hevelep doare, gant hon engouestl evit hengoun kristen Breizh, bet dismantret al lod brasañ anezhañ evit gwir, daoust hag-eñ n’emañ ket ar pep pouezusañ gant distreiñ d’ar vammenn evit adkavout al lusk kentañ hag enaouiñ en-dro en hor c’halonoù ar flammenn lugernus a c’hello entanañ pep tra adarre ? Hogen, anat eo, emañ orin ar stuzegezh kristen gant buheziñ rad Doue. Evel ma lakaas, ergentaou, e bobl, dalc’het er sklavelezh, da vont er maez eus Bro-Egipt, hag he lakaas da dreuziñ ar Mor Ruz hep glebiañ he zreid, hag evel ma kerzhas ar Verb deuet da vout den dre hentoù Palestina, o seveniñ oberoù meurdezus e pep lec’h, emañ hiziv c’hoazh an Aotrou Doue o kas da benn, er bed, oberenn ar Silvidigezh. Hag emañ ar Spered-Santel o kenilañ, e-touez ar pobloù m’eo bet embannet ar C’Heloù Mat, ur stuzegezh kristen ma’z eo engronnet enni obererezh mab-den en e bezh, holl gement a vez savet gant e spered ha gant e gorf evit diorren e anien dezhañ e-unan, gant sklêrijenn an Diskuliadur hag, a-wezhioù zoken, dindan c’hwezh galloudus awen Doue. Ya, emañ Doue o reiñ dimp e rad ! En e rad emañ eienenn an dieubiñ, an adsav, an adkempenn hag e kaver, er stuzegezh kristen, roudennoù tremenadenn Doue e buhez an dud o kerzhout war E lerc’h. Hevelep roudennoù ar rad e stuzegezh ar pobloù a zo ken kenedus, a-wezhioù, ma sachont esmae an holl ! N’eus nemet soñjal en oberennoù arz a leugn ar mirdioù ! D’an holl e tiskouezont avat hent ar vuhez : hini ar gejadenn gant Doue a ro dimp e rad.

 

En atil an Iliz

Penndalc’hel eo ar gejadenn gant Doue : emañ e penn-kentañ ar stuzegezh kristen hag e deroù pep adnevezidigezh anezhi. Evit gwir, ne c’hello an hadennoù a vuhez bet strewet gant tremenadenn Doue e-touez an dud, sevel, kreskiñ ha dareviñ a-benn un eostad nevez, anez d’ar gejadenn gant Doue c’hoarvezout da vat ha d’an darmepred bezañ dalc’het, dalc’hmat rummad ha rummad : kejadenn gant Komz Doue, gant ar Verb Enkorfet, kejadenn ivez gant an Iliz a zo e Gorf. Rak evit ma kresko ha m’en em zispako an had mat ha neuze ma nevezo an dud, an tiegezhioù hag ar gevredigezh e rank sankañ e wrizioù en atil an Iliz gant he sakramantoù, he c’helennnadurezh, he Hengoun. Gant an Iliz eo e ranker lenn ar Gomz hag en Iliz eo e tiskuilh Doue d’an den e hennadelezh wirion, e c’halvadenn hiniennel evel gwaz ha maouez, en tiegezh a zo kellig bev ar gevredigezh. Seurt traoù ne vint ket diskuilhet dimp gant ar c’healiadurezhioù o ren ar bed ! Er c’hontrol, ma teuont da vezañ hon daveoù e vo kaset da get hor feiz ganto, evel ma c’hoarvez gant kement a gristenion. Emañ dres ar pab Benead XVI o tiskouez dimp fraezh an hent a-benn echuiñ gant ur meni pastorelezh a gemer arguzennoù diwar un desteriadur faziek eus Sened Vatikan II evit pellaat ar feizidi diouzh an Hengoun ha diouzh o stuzegezh kristen, evit o mirout ivez diouzh nep buhezad speredel hag evit o zeurel da zebriñ da gealiadurezhioù ar bed. Seurt kristeniezh c’hoular a welimp c’hoazh pennadoù-moger anezhi o kouezhañ en o foull. Ha n’eo ket hepken en abeg d’an oad pe d’an niver bihan a dud, met, dreist-holl, en abeg da gudenn perzhded ha tuadur ar vuhez kristen. Homañ, o vezañ ur stourm diastal, a c’houlenn digant ar c’hourennerion bezañ armet a-zoare ha gourdonet d’an emgann. Baleerion strantal ur gristeniezh dislivet n’eus chañs ebet dezho da zerc’hel er c’hann ! Poent eo dimp kompren eta e ranker sevel killi iliz buhezek, maget ouzh andonioù bev ar gwir feiz ha pedomp an Aotrou evit ma vo Tiegezh Santez Anna unan anezho ! Hag e kredan lavarout ouzhpenn e rankomp diwall c’hoazh, war an hent-mañ, d’en em lezel da vezañ bac’het en daelerezh gall a vez, diouzh un tu, o klozañ an darn vrasañ eus ar feizidi er c’hemplezh enep-roman o tont eus ar c’hallikanouriezh ha maget gant ar vodernouriezh, ha diouzh an tu all, o virout lod katoliged en un drameneziadelezh direnus, mennet da zifenn ar Pab hag ar gwir feiz, met kouezhet e anteloù ar gloerveliouriezh ha strobet gant kealiadurezhioù politikel. Sent Breizh da ziskouez dimp an hent o tougen testeni emañ en degemer doujus eus gouniñverezh Pêr e servij an unanded, hag en darbenn eus kelennadurezh an Aotrowez e kaver ar gwellañ kred d’ar gennunaniezh ouzh an Iliz Hollvedel. En doare-se e roio dimp ar Spered-Santel an tu d’en em zispakañ gwelloc’h-gwell en hon hengoun breizhek ha d’en em zigeriñ frank, war un dro, da deñzorioù Hengoun an Iliz Hollvedel.    

 

E servij an unanded

Hag eñ buhezet e kenunaniezh gant an Iliz hollvedel e vezomp leviet gant hon engouestl sevenadurel, e kreiz youl an Tad a venn adunvaniñ pep tra er C’Hrist (kv Ef 1,10) ha gantañ e verzhomp galvoù mallus ar Spered evit unanded ar gristenion. Rak-se eta, feal ouzh hor c’harism, dindan mantell santez Anna, anezhi maouez eus ar bibl anavezet dre an Hengoun, hon eus klasket, diampart a-wezhioù, buheziñ prantadoù a genunaniezh gant hor breudeur eus rannilizoù all. Gant hor breudeur brotestant avielek ez omp boemet pergen dirak ar pouez roet ganto d’ar gejadenn hiniennel ouzh Doue, hag an degemer graet d’ar Gomz, a-benn mont tre e gwerc’herezh Doue. Gant hor breudeur reizhvriat e c’hellomp puñsañ, evel-just, ar garantez evit al Liderezh Santel hon ren e-barzh klod Doue, ster don an ikonografiezh, ha bezañ lodek e gouloc’h ar sent. En e gelc’helenn Ut unum sint e skrive Yann-Baol II : « Lavarout a ra ar Sened "ez eo Iliz ar C’Hrist bezant en Iliz Katolik, gouarnet gant warlerc’hiad Pêr ha gant an eskibion e kenunaniezh gantañ" ha war un dro ez anzav "e kaver e diavaez an hollad frammel a ya d’he stummañ, elfennoù niverus a santelidigezh hag a wirionez, ar re-mañ evel donezonoù piaouel da Iliz ar C’Hrist o tougen d’an unandded katolik. » (nn 10)


Evit razh an dud

Hon engouestl sevenadurel, en hevelep doare, a vo dav dezhañ reiñ lañs d'ar c'hendiviz gant kement den a zo, ha reiñ an tu da lodennañ frouezh hor buhez da-heul an Aotrou, diouzh an dro, diouzh gras ar c'houlzad ha diouzh donezon pep hini, e-sell da gemenn d'an holl ar Silvidigezh e Jezuz Krist. Evit gwir ne c'hell ket an den bout den anez dezhañ bezañ emwriziennet en un istor a zo hini e zarempred gant ar bed, gant ar re all, eleze o tiorren ur sevenadur ma'z eo galvet an Iliz da gejañ gantañ en ur hadañ ennañ ar C'Heloù Mat. Rak, dre ar sevenadur, hag alies hep gouzout dezho, e klask an dud ur ster gwirion d'o buhez, o strivañ da veizañ kevrin ar bed hag hini mab-den peurgetket. Hag e seurt enklask e kejont ouzh trehonterezh buhez mab-den, hag e c'hellont, er penn diwezhañ-holl, tostaat ouzh ar c'hevrin ar brasañ, kevrin Doue, a vez diraezhet gant an diskuliadur kristen dre ar feiz. (kv. Yann-Baol  II  en ARU, d'ar 5 Here 1995).


Frouezh ar Spered


Dre ma’z eo hent a gas davet Doue, ti evit ar gejadenn, kef ma c’hello poulzañ skourroù nevez diwarnañ, n’eo ket e gaou e reer gwrizioù eus ar stuzegezh kristen. Met arabat ober anezhi un draezenn mirdi ! Dav eo neuze anavezout enni frouezh ar gejadenn spletus etre Doue hag an dud, frouezh ur wezenn kresket en atil an Iliz, frouezh splusek a-benn hadañ a-nevez. Piv a grogo er frouezh evit en em vagañ ha lakaat an had a vuhez da zifoupañ ? Soñjomp en-dro e komzoù santez Anna da Iwan Nikolazig : « N’ho pet ket aon ! (…) Emañ holl deñzorioù an Neñv etre va daouarn. » Ha gouzout a raimp trec’hiñ war an aon a zo ennomp, kregiñ e teñzorioù an Neñv, debriñ frouezh hor stuzegezh kristen ? Gant roudennoù tremenadenn an Doue bev en hon istor e vezomp kouviet da vont tre el lidadenn hol laka, en un doare kevrinus, da dremen e peurbadelezh Doue, hag a zigor hon dazont d’ar vuhez peurbadel. Hag emañ al liderezh ouzh hol lakaat da ebarzhiñ e liderezh ar vuhez a zo stuzegezh ar Rouantelezh.

     Sent Breizh da reiñ dimp hiraezh santel da vezverezh ar Spered a voe awen o buhez ! Ya, ar Spered Santel eo a rankomp degemer evit enluskañ en hon touez ar galloud a fell da Zoue hol leuniañ gantañ, evit ober ac’hanomp gounezerion ar Rouantelezh, ha ni, o vont tre en hor galvadenn da lidañ e kalon pep stuzegezh ar C’Hefle etre Doue hag an dud e Jezuz Krist. « Dre c’hwezhadenn ar Spered Santel war an Iliz kentañ, da zeiz ar Pantekost, en deus deraouet Doue e Rouantelezh e-touez ar broadoù hag en deus erzerc’het, gant burzhud ar yezhoù, e oa galvet an holl bobloù en o dibarelezh, gant o yezh hag o sevenadur dezho o-unan, da zegemer buhez nevez ar Spered. E kreiz he istor dezhi he-unan eo e vez galvet pep pobl da zegemer ar silvidigezh ha da vont tre, gant he sevenadur piaouel, e lid meur an Emglev o tegas holl binvidigezhioù he denelezh da diegezh meur bugale Doue en doare da glodekaat an Aotrou Jezuz, e nerzh ar Spered Santel, evit klod an Tad. » (Kan ar Pobloù)

 

Mein-krog

E Breizh, evel e pep bro m’he deus Komz Doue sanket he gwrizioù, ez eo hon hengounioù kristen, anezho frouezh ar gejadenn gant Doue ha roudennoù e dremenadenn e-touez an dud, evel ar gavell savet da zegemer du-mañ Bugel Betlehem, ar skrin da zastum sked ar Verb deuet da vout den, ar c’han a garantez, kenilet gant ar Spered Santel evit lidañ Krouer ar Vuhez. Hag emañ hor stuzegezh kristen keltiek, evel ar rivinoù tro dro d’ar c’hraou, o kinnig dimp mein-krog, o c’hortoz kevanaat mein bev all, da sevel an templ speredel (kv. I Pêr 2,5) ma’z eo ar C’Hrist Jezuz ar maen-korn anezhañ.

                                        
                                                           Benead+


Des racines et des fruits*   **    
 


En Bretagne, en Italie...


           La chapelle de Notre-Dame de Rumengol, en Cornouaille, est bâtie sur un ancien lieu de culte druidique. La Vierge, tenant l'Enfant Jésus, y est représentée, dans le vitrail du chœur, trônant sur le dolmen de Cranou, abrité par le chêne sacré. Encadré de saint Corentin et de saint Guénolé, le roi Gradlon lui offre l'église qu'il va ériger en son honneur. S'appuyant sur sa harpe, un vieux barde pleure ; un druide se prosterne…

     Dans la tradition napolitaine, la crèche de Noël a pris pour décor les ruines d’un temple antique, symbolisant la fin de l’ère païenne, en contraste avec le monde nouveau inauguré par la naissance du Sauveur. A Rome, le Panthéon même, anciennement Temple de tous les dieux, a été transformé en sanctuaire chrétien et, comme pour signifier que le meilleur de la culture antique avait été assumé par la civilisation chrétienne, plusieurs églises de la Ville Eternelle ont été bâties à l’emplacement de constructions romaines, utilisant volontiers certains de leurs vestiges et donnant ainsi une nouvelle vie aux ruines antiques.  

 

Ruines antiques
*************
Un passage du prophète Isaïe, qu’une amie reçut récemment alors qu’elle intercédait pour Tiegezh Santez Anna, nous parle également de ruines : "Ils rebâtiront les ruines antiques, ils relèveront les restes désolés d’autrefois ; ils restaureront les villes en ruines, les restes désolés des générations passées." (Is 61,4) Cette promesse de Dieu au peuple messianique ne pouvait manquer de nous toucher particulièrement. Relever les ruines antiques ! Restaurer les restes désolés des générations passées ! Tout cela n’évoque-t-il pas notre engagement en faveur de la Bretagne chrétienne ? Il est vrai qu’on nous présente volontiers comme des gardiens des racines bretonnes, en référence bien sûr au passé... Or, si les racines sont essentielles à l’arbre du verger, n’attend-t-on pas de lui qu’il porte des fruits ?

 

Expérience de Dieu
*******************
Revenons à ce verset d’Isaïe pour remarquer que, si la promesse divine parle de restauration, il s’agit précisément de la reconstruction de ce qui avait été élevé du temps de la fidélité, fruit de la collaboration de l’homme avec son Créateur. La prophétie présente donc le relèvement des ruines, comme signe du recouvrement de la ferveur première, de la restauration de la fidélité au Dieu de l’Alliance. De même, dans notre engagement en faveur de la tradition chrétienne bretonne, certes en grande partie ruinée, l’essentiel n’est-il pas de revenir à la source pour retrouver l’élan des origines et ranimer en nos cœurs la flamme qui pourra à nouveau tout embraser ? Or, il est clair que l’origine de la culture chrétienne est dans l’expérience de la grâce divine. Comme il fit naguère sortir son peuple tenu en esclavage en Egypte, et lui fit passer la Mer Rouge à pied sec; comme Verbe fait chair, il parcourut les chemins de Palestine en faisant partout œuvre merveilleuse; aujourd’hui encore, Dieu poursuit dans le monde l’œuvre du Salut. Et L’Esprit-Saint suscite, chez les peuples où la Bonne Nouvelle est annoncée, une culture chrétienne qui englobe l’ensemble de l’activité humaine, tout ce que l’homme produit avec son esprit et son corps pour développer sa propre nature à la lumière de la Révélation et parfois même sous le souffle puissant de l’inspiration divine. Oui, Dieu nous fait grâce ! Sa grâce est source de libération, de relèvement, de restauration et la culture chrétienne porte les traces de ce passage de Dieu dans la vie des hommes qui marchent à sa suite. Ces empreintes de la grâce dans la culture des peuples sont parfois si splendides qu’elles font l’admiration de tous ! Les œuvres d’art qui remplissent les musées en témoignent ! A tous, elles montrent un chemin de vie : celui de la rencontre avec Dieu qui fait grâce.

 

Dans le terreau de l’Eglise
***********************
L’expérience de Dieu est donc fondamentale : elle est à l’origine de la culture chrétienne et à l’origine de tout renouveau de celle-ci. En effet, les semences de vie laissées par le passage de Dieu parmi les hommes ne pourront lever, croître et arriver à maturation pour une nouvelle fructification, que si la rencontre avec Dieu a lieu réellement et que si le contact est maintenu à chaque génération : rencontre avec la Parole de Dieu, avec le Verbe fait chair, rencontre aussi avec l’Eglise qui est son Corps. Car, pour que cette bonne semence croisse et s’épanouisse en renouvelant les personnes, les familles et la société, il lui faut nécessairement s’enraciner dans le terreau de l’Eglise, de ses sacrements, de son enseignement, de sa Tradition. C’est avec l’Eglise qu’il faut lire la Parole et c’est dans l’Eglise que Dieu révèle à l’homme son identité réelle, sa vocation personnelle d’homme et de femme au sein de la famille, cellule vivante de la société. Ce ne sont pas les idéologies en cours dans le monde qui nous révèleront ces choses ! Au contraire, les prendre pour référence entraînera la ruine de notre foi, comme c’est le cas pour tant de chrétiens. Benoît XVI nous montre d’ailleurs clairement le chemin pour en finir avec une certaine pastorale qui trouve argument dans une interprétation erronée du Concile Vatican II, pour éloigner les fidèles de la Tradition et de leur culture chrétienne les prévenir contre toute expérience spirituelle et les livrer en pâture aux idéologies du monde. Nous verrons encore s’écrouler des pans entiers de ce christianisme affadis. Et ce n’est pas seulement une question d’âge ou de nombre, mais avant tout de qualité et d’orientation de la vie chrétienne. Celle-ci est un combat de chaque instant qui exige des combattants bien armés et entraînés à la lutte. Les promeneurs distraits d’un christianisme édulcoloré n'ont aucune chance de tenir dans la bataille ! Comprenons donc l’urgence de former des cellules d’église vivantes, qui se nourrissent aux sources vives de la vraie foi, et prions le Seigneur pour que Tiegezh Santez Anna soit de celles-là ! Et j’oserai ajouter que, sur ce chemin, il faut encore nous garder de se laisser enfermer dans la dialectique française qui, d’un côté, enferme le plus grand nombre de fidèles dans un complexe anti-romain hérité du gallicanisme et nourri de modernisme et, de l’autre, entretient des catholiques dans un ultramontanisme réducteur qui, voulant défendre le pape et la vraie foi, est tombé dans les écueils du cléricalisme et s’est empêtré dans des idéologies politiques. Nos saints bretons nous montrent la voie en témoignant que l’accueil filial du ministère de Pierre au service de l’unité et la réception de l’enseignement du Magistère sont, en fait, les meilleurs garants de la communion avec l’Eglise universelle. C’est ainsi que l’Esprit Saint nous donnera de nous épanouir toujours davantage dans notre tradition bretonne, tout en nous ouvrant largement au trésor de la Tradition de l’Eglise universelle.

 

Au service de l’unité
*************************
Vécu en communion avec l’Eglise universelle, notre engagement culturel nous place au cœur de la volonté du Père de tout restaurer dans le Christ (cf. Eph110) et nous fait ressentir les pressants appels de l’Esprit pour l’unité des chrétiens. Aussi, c’est en fidélité avec notre charisme, sous le manteau de sainte Anne, femme de la Bible connue par la seule Tradition, que nous avons cherché, parfois maladroitement, à vivre des temps de communion avec nos frères d’autres confessions. Chez nos frères Protestants Evangéliques, nous admirons particulièrement l’importance donnée à la rencontre personnelle avec Dieu et la réception de la Parole pour entrer dans l’agir de Dieu. Chez nos frères Orthodoxes nous pouvons, bien sûr, puiser l’amour de la Sainte Liturgie qui introduit dans la gloire de Dieu, le sens profond de l’iconographie et partager le culte des saints. Dans sa lettre encyclique Ut unum sint, Jean-Paul II écrivait :  "Le Concile dit que "l’Eglise du Christ est présente dans l’Eglise catholique, gouvernée par le successeur de Pierre et par les évêques en communion avec lui" et il reconnaît en même temps que "en dehors de l’ensemble organique qu’elle forme, on trouve de nombreux éléments de sanctification et de vérité, qui, en tant que dons propres à l’Eglise du Christ, portent à l’unité catholique. » (n° 10) 

 

Pour tous les hommes
**************************
De la même manière, notre engagement culturel doit favoriser le dialogue avec tout homme et permettre de partager le fruit de notre vie à la suite du Seigneur, selon les occasions données, la grâce du moment et les charismes de chacun, afin d’annoncer à tous le Salut en Jésus Christ. En effet, l’homme ne peut être homme en vérité que s’il s’enracine dans une histoire qui est celle de ses relations avec le monde et avec les autres hommes, c’est à dire en développant une culture où l’Eglise est appelée à le rencontrer en y semant la Bonne Nouvelle (cf. Gaudium et Spes 57).  Par la culture et souvent sans en prendre conscience, les hommes cherchent un sens véritable à leur vie dans un effort de réflexion sur le mystère du monde et en particulier de l’homme. Et dans cette recherche, ils rencontrent la dimension transcendante de la vie humaine et ultimement peuvent approcher du plus grand des mystères, le mystère de Dieu, auquel donne accès, par la foi, la Révélation chrétienne  (cf. Jean-Paul II à l’ONU, le 5 octobre 1995).

 

Fruits de l’Esprit
***************
Parce qu’elle est chemin vers Dieu, maison pour la rencontre, souche d’où peuvent repartir des surgeons, il n’est pas faux de parler de la culture chrétienne en terme d’enracinement. Mais il ne s’agit pas d’en faire un objet de musée ! Aussi est-il essentiel d’y reconnaître les fruits de la rencontre féconde entre Dieu et les hommes, fruits d’un arbre qui a pu croître dans le terreau de l’Eglise, fruits porteurs de graines pour de nouvelles semailles. Qui croquera dans ces fruits pour s’en nourrir et faire jaillir les graines de vie ? Souvenons-nous des paroles de sainte Anne à Yvon Nikolazig : « N’ayez pas peur (…) Tous les trésors du ciel sont entre mes mains. » Saurons-nous, à notre tour, quitter nos peurs, nous saisir des trésors du ciel, croquer les fruits de notre culture chrétienne ? L’empreinte du passage du Dieu vivant dans notre histoire est une invitation à entrer dans la célébration qui, mystérieusement, nous fait passer dans l’éternel présent de Dieu et ouvre notre futur sur la vie éternelle. Et la liturgie nous introduit à cette liturgie de la vie qui est culture du Royaume.

     Que les saints de Bretagne nous donnent une sainte nostalgie de l'ivresse de l'Esprit qui anima leur vie ! Oui, c'est vraiment l'Esprit-Saint qu'il nous faut accueillir pour mettre en oeuvre parmi nous la puissance que Dieu veut nous communiquer, pour devenir conquérants du Royaume, en entrant dans notre vocation à célébrer, au cœur de chaque culture, l’Alliance entre Dieu et les hommes en Jésus Christ. « Par l’effusion du Saint Esprit sur la première Eglise, le jour de la Pente­côte, Dieu a inauguré son Royaume parmi les nations et a manifesté, par le mi­racle des langues, que tous les peuples selon leur spécificité, dans leur propre langue et culture, sont appelés à accueillir la vie nouvelle de l’Esprit. Oui, c’est au cœur de sa propre histoire que chaque peuple est appelé à s’ouvrir au salut et à entrer avec sa culture particulière, dans la grande célé­bration de l’Alliance, en apportant donc toutes les richesses de son humanité à la grande famille des enfants de Dieu, de manière à glorifier le Seigneur Jésus, dans la puissance du Saint Esprit, pour la gloire du Père. » (Kan ar Pobloù)

 

Pierres d’attente.
****************
En Bretagne, comme chez tous les peuples où la Parole de Dieu a pris racine, nos traditions chrétiennes, fruits de la rencontre avec Dieu, empreintes de son passage parmi les hommes, sont comme le berceau pour accueillir chez nous l’Enfant de Bethléem, l’écrin pour recevoir l’éclat du Verbe fait chair, le chant d’amour suscité par l’Esprit-Saint pour célébrer l’Auteur de la Vie. Et comme les ruines qui entourent la crèche, notre culture chrétienne celtique nous présente des pierres d’attente, en attente pour recevoir d’autres pierres vivantes et élever le temple spirituel (I Pierre 2,5) dont le Christ Jésus est la pierre d’angle. 

 

  u

  *Pep den zo dezhañ ur steredenn en e galon,
ur steredenn en e zaoulagad, hini e c’hoanag,
hini e vennadoù.

  *Ar feiz hon doug da begañ hor steredenn ouzh
grataennoù Doue, oc’h en em fiziout a-grenn
en Hini "a c'hell gant e c'halloud o labourat ennomp
ober mil gwezh en tu-hont d'ar pezh a c'houlennomp
pe a soñjomp zoken..." (Ef 3, 20-21)

  *Fiziomp e santez Anna, maouez grataennoù Doue,
steredenn hor c’halonoù : dezhi d’hon ambroug
"betek ma paro an deiz ha ma savo ar werelaouenn en hor c’halonoù." (2P1,19)

 

*********Nous portons tous une étoile dans notre cœur, une étoile dans nos yeux, celle de nos espoirs et de nos attentes.

 

La foi nous conduit à fixer notre étoile sur les promesses de Dieu et à nous confier entièrement à Celui "dont la puissance agis­sant en nous est capable de faire bien au-delà, infiniment au-delà de tout ce que nous pouvons demander ou concevoir." (Eph 3, 20-21)

 
Confions à sainte Anne, femme des promesses divines, l’étoile de nos cœurs : qu’elle nous guide " jusqu’à ce que le jour commence à poindre et que l’astre du matin se lève dans nos
cœurs. " (2P1,19)

 

**************************************************************


 

D’ar Sul 10 a viz Genver 2010 e Roudoualleg

Gouel ar Steredenn

 


                        
Le dimanche 10 janvier 2010 à Roudouallec




"Rak gwelet hon eus e steredenn e tu ar Sav-heol, ha deuet omp da stouiñ dirazañ." Mz 2,2
"Car nous avons vu se lever son étoile et nous sommes venus l’adorer. "  Mt 2,2



 

 

Deuit da azeuliñ Tiern ar broadoù !

 

                                    Venez adorer le Roi des nations !

 


 

Meuleudi hag erbederezh evit an holl vroadoù

 

       hag evit Breizh !      

 

 

              Louange et intercession pour tous les pays

 

               et pour la Bretagne   !

 

 

 


 

Adalek kreizteiz hanter, e Lann-Anna, tinellig tennet eus ar sac’h. Da 2e g.m. Meuleudi, kelennadenn, pedenn, merenn vihan gant  gwastell ar Rouaned.

 

A partir de midi et demi, à Lann-Anna,
pique-nique partagée. 14h Louange, enseignement,
prière, goûter avec galette des rois.

 

 

 

Dimanche 10 janvier à Roudouallec

Fête de l'étoile

 

 

)

 

 

 

 

1   1     11

 

 

Publié dans Breizh da Jezuz

Commenter cet article