Pedomp evit Benead XVI

Publié le par Tiegezh Santez Anna

 *

 

Apostolica sedes vacans

 

*

 

Pedomp evit Benead XVI en deus degaset kement a vad d'an Iliz.
Pedomp evit ar C'henklav a ranko diuzañ ar pab nevez.
En em vodañ a raio dimeurzh a zeu.
Deiz santez Anna eo ar Meurzh hag ez eo d'ar Meurzh 19 a viz Ebrel 2005
e voe diuzet ar C'hardinal Jozef Ratzinger deuet da vezañ Benead XVI.
Ha pedomp sant Jozef, Gwarezour an Iliz,
a vez kehelet pergen e-doug miz Meurzh.

 

*

*  *  *

*  *  *  Veni creator   *  *  *

 

*  *  *

*

 

-1-

Spered Santel, deuit eus an Neñv,

Deuit en ene ho pugale,

Ma vezo gant ho kras karget

Ar c'halon hoc'h eus krouet.

-2-

C'Hwi zo anvet ar Parakled,

Donezon an Uhel-meurbet,

Feunteun a vuhez, karantez,

Sklêrijenn, douster, levenez.

-3-

Stummit gant ho seizh donezon,

Diouzh skouer Mab Doue hor c'halon

Hag hon dougit, o flamm nerzhus,

D'embann d'ar bed Komzoù Jezuz.

-4-

Roit sklêrijenn d'hor speredoù

Ha karantez d'hor c'halonoù :

Distanit hon droukc'hoantegezh

Gant galloud ho puridigezh.

-5-

Kasit da bell hon enebour

Ma vimp e peoc'h gant ho sikour,

Ma c'hellimp gant ho kras bepred

En em ziwall diouzh ar pec'hed.

-6-

Roit dimp anavout ho Treinded,

An Tad, ar Mab, ha C'Hwi Spered,

Kevre santel a garantez,

Ha skoulm didorr a levenez.

-7-

Bezit meulet, Krouer ar bed,

Dre Jezuz, ho Mab unganet,

A ren gant ar Spered Santel

E buhez ho kloar peurbadel.

 

* War don ar Veni Creator - 

bet laket e brezhoneg gant Maodez Glandour.

Lizherennoù stouet = teir notenn

Lizherennoù druz: div notenn

Sur l’air du Veni Creator  -

adapté par Maodez Glanndour

Les lettres en italiques valent trois noires,

celles en gras deux noires

 

 

sant Jozef

*

* * * *

* * * * * * * * * * * * * *   Me ho salud Jozef   * * * * * * * * * * * * * 

 

C’Hwi hag a zo bet peurleuniet gant gras Doue,

Diskuizhet en deus ar Salver war ho tivrec’h

Ha kresket dindan ho taoulagad.

Benniget oc’h dreist an holl wazed,

Ha benniget eo Jezuz, bugel-Doue,

Ar werc’hez Vari, ho Pried.

Sant Jozef,

Bet roet evel Tad da Vab Doue,

Pedit evidomp,

En hor prederioù tiegezh,

Yec’hed ha labour,

Betek hon deizioù diwezhañ,

Ha teurvezit hon skoaziañ

Da eur hor marv. Amen.

 

*

 

*             *

 

*

 

Benead XVI

 

 

*

 

Prions pour Benoît XVI qui a fait tant de bien à l’Eglise.
Prions pour le Conclave qui devra élire le nouveau pape. Il se réunira mardi prochain.

Le mardi est traditionellement le jour de sainte Anne et c’est le mardi 19 avril 2005

que fut élu le Cardinal Joseph Ratzinger devenu Benoît XVI.

Et n’oublions pas de prier saint Joseph, Protecteur de l’Eglise,

à qui le mois de Mars est traditionellement dédié.

 

Je te salue Joseph,

Toi que la grâce divine a comblé;

Le Sauveur a reposé dans tes bras

Et grandi sous tes yeux;

Tu es béni entre tous les hommes

Et Jésus, l’Enfant divin de ta virginale Epouse,

Est béni.

Saint Joseph,

Donné pour père au Fils de Dieu,

Prie pour nous dans nos soucis de famille,

De santé et de travail,

Jusqu’à nos derniers jours,

Et daigne nous secourir

A l’heure de notre mort. Amen.

*

 

 

Nevez amzer

 

 

*

*     *

 

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article