Gouel ar Galon Sakr
Gouel ar Galon Sakr digwener an 19 viz Mezheven 2009
Fête du Sacré Coeur vendredi 19 juin 2009
Lennadenn Gousperoù ar Galon Sakr, eus lizher sant Paol d'an Efezidi 2,4-7
Lecture de l'office de Vèpres pour la fête du Sacré Coeur, de la lettre de saint Paul aux Ephésiens, chapitre 2 versets 4 à 7
Doue hag a zo pinvidik e drugarez, dre ar garantez vras en deus hor c'haret ganti, goude ma oamp marv en abeg d'hor pec'hedoù, en deus adroet dimp ar vuhez a-unan gant ar C'hrist, rak dre c'hras ez oc'h salvet; a-unan gantañ, ar C'hrist Jezuz. Gant-se e felle dezhañ diskouez er c'hantvedoù da zont pegen divuzul eo pinvidigezh ar c'hras en deus bet en e vadelezh en ho c'heñver er C'hrist Jezuz.
Karantez en Aotroù da viken a ganin
V/ A rumm da rumm e anv, da viken a ganin.
V/ Klod d'an Tad ha d'ar Mab ha d'ar Spered Santel