Pardon Santez Anna - 2012

Publié le par Tiegezh Santez Anna

 

fleurs_rouges

fleurs_rouges fleurs_rouges

 

 

 

           Miz Santez Anna   bagerminbagermin

e Lann-Anna* bisquine

 

 

 

 

bagig

clip_image005

*

 

 

*Le Mois de Sainte-Anne à Lann-Anna

Gant Tiegezh Santez Anna

Un tiegezh speredel evit dispakañ e vuhez kristen e sevenadur Breizh.

Une famille spirituelle pour épanouir sa vie chrétienne enraciné dans la culture bretonne.

****************************************

 

 

 

 

D'ar Sul 22 a viz Gouere 2012  

++++++++++++++++++++

 

Adalek kreisteiz hanter, tinellig lodennet, war al leton pe goudoret, hervez an amzer (Trugarez da gas ho stalioù ganeoc’h)

E-doug ar pred, roit da dañva ivez son ho pinvioù seniñ hag ho kanaouennoù (e brezhoneg evel just !)

 

Teir eur : Oferenn *******lidet gant an Aotrou Beleg Pierre-Nicolas Chapeau.       +++++++

Pemp eur : Merenn vihan

C’Hwec’h eur : Gousperoù

                      +++++++++

 

Arabat termal da zont gant gwiskamantoù breizhek a vo benniget e dibenn an oferenn !

 

Gwiskit an Den Nevez en Hengoun ho pro !

 

 

Bunad Plougastell Bigouden

 

 

Dimanche 22 juillet 2012

 

   *A partir de 12h30, pique-nique mis en commun, sur l'herbe ou sous abri, selon le temps (merci d’apporter vos couverts)

*Durant le repas, partagez vos talents de musicien ou de chanteur (en breton bien sûr!)

 

15h : Messe célébrée par le Père Pierre-Nicolas Chapeau

17h : Goûter

18h : Vêpres

N'hésitez pas à venir en costumes bretons qui seront bénis à la fin de la messe !

Revêtez l’Homme Nouveau dans la Tradition de votre terre !

 

 

 

             

 

D'ar Yaou 26 a viz Gouere        

+++++++++++++++++++      

Jeudi 26 juillet

 

Pemp eur d’abardaez : Gousperoù Santez Anna

                                                         ++++++++++++++++++++++++++

17h : Vêpres de Sainte Anne

 

 

 

 

************A-hed Miz Gouere************

 

Durant le mois de Juillet

 

 

 

********** Bep Meurzh, da 9e nemet kard noz :

 

Chapeled meveriet, Kevrinoù ar Pellgent

 

************ Bep Merc’her, da 9e nemet kard noz :

 

Skol pediñ santez Anna

 

********* Bep Yaou, da 8e ha kard noz :

 

Beilhadeg azeulerezh

 

*************** Bep Sul, da 6e d’abardaez :

Gousperoù.

 

 

 

. Chaque mardi, à 20h45 : Chapelet médité,

Mystères de l’Aurore du Salut

 

. Chaque mercredi, à 20h45,

Ecole de prière de sainte Anne

 

. Chaque jeudi, à 20h : Veillée d’adoration.

Chaque dimanche, à 18h : Vêpres.

 

 

 

*

 

Ha bemdez, prantadoù pediñ evel boas e chapelig

Lann-Anna gant ar Vreuriezh annezel

 

Et tous les jours, temps de prière habituels à la

chapelle avec la Fraternité de Vie

 

            

 

        

 

 

 

 

 

*********************************************************************************************************************

 

Evit prientiñ miz santez Anna…

… un nebeut pennadoù tennet eus Breizh da Jezuz

 

- Se préparer au mois de sainte Anne -

 

 

***************************

Hogen ar stourm a zo da c’hounit da gentañ en hor c’halonoù, o tont da vezañ diskibion wirion ar C’Hrist dasorc’het !

Le combat est à mener d’abord dans nos cœurs en devenant d’authentiques disciples du Christ ressuscité !

 

***************************

N’eo ket kement-se ar pezh a raimp, marteze, warc’hoazh, na kennebeut all, ar pezh ez omp emouez da vezañ bet graet dec’h a vefe ar pep talvoudusañ ouzh daoulagad an Aotrou Doue, met kentoc’h, ar pezh emaomp oc’h ober bremañ.

Doue az kwel. E welout a rez ? Doue az klev. E glevout a rez ? 

L’important aux yeux de Dieu n’est pas tant ce que nous ferons éventuellement demain ni ce que nous avons conscience d’avoir fait hier mais bien plutôt ce que nous sommes en train de faire maintenant. Dieu te voit, le vois-tu ? Dieu t’entend, l’entends-tu ?

 

***************************

"A-drugarez da enstuzegezh ar feiz, anezhi frouezh labour ar Spered e kalon ar feizidi, e c'hell pep den ober eus e vuhez a-bezh ul lid a drugaregezh d'an Doue Krouer ha Salver. Ha galvet ez eo pep pobl da lidañ donezon ar vuhez nevez hervez he ijin dezhi he-unan ha da zegas he mouezh dibar da Gan ar Pobloù a rank sevel eus an douar a-bezh." (Kan ar Pobloù – TSA)

"Grâce à l'inculturation de la foi, fruit de travail de l'Esprit au cœur des fidèles, tout homme peut faire de sa vie entière une célébration d'action de grâce au Dieu Créateur et Sauveur. Et tout peuple est appelé à célébrer le don de la vie nou­velle selon son génie propre et à apporter sa voix au Chant des Peuples qui doit s'élever de toute la terre." (Kan ar Pobloù)

 

***************************

Lidañ a-zoare a empleg, gouez d’an holl, engwezhiañ kement tra a c’hello kendeurel da reiñ d’un darvoud e vent dibarek. Lid kristen kevrinoù ar silvidigezh, dezhañ e eztaolad uhelañ el lid eukaristiel, a zle en em zispakañ, o respont da c’halvadenn Doue, war holl dachennoù buhez mab-den, evit ober anezhi ur veuleudi d’ar C’Hrouer. En ur zegemer an Aviel e tegas ar pobloù o finvidigezhioù goubarzhel d’an Iliz hag e tiorreont, dindan c’hwezh ar Spered, an hêrezh kristen boutin, hervez o ijin dezho o-unan, a-benn lakaat da sevel meuleudi liesliv Iliz unel ar C’Hrist. Hag e-touez eztaoladoù seurt diseurtelez sevenadurel, n’eo ket ar gwiskamant an disterañ anezho. Dre ma stok ouzh ar c’horf, eleze ar pep diabarzhelañ eus an hinienn, e tegouezh gantañ kaout ur roll diazez hag hogos kentael el lid a enlusk, evit gwir, hor c’hor­fadelezh. Morse n’eo chomet an Iliz hep teurel pled ouzh ar gwiskamant, ken gwir ma’z eo e kaver an dodenn-se dre ar Bibl en e-bezh, eus ar C’Heneliezh d’an Diskuliadur. Tadoù an Iliz o deus gwezheriet kalzik war he divout, ken en o azkelennoù biblek, ken en o c’hatekizerezhioù.

Célébrer, on le sait, exige de mettre en œuvre tout ce qu’il convient pour donner à un événement sa dimension singulière. La célébration chrétienne des mystères du salut, qui trouve son ex­pression éminente dans le culte eucharistique, doit se déployer, en réponse à l’appel divin, dans tous les domaines de la vie humaine pour en faire une louange au Créateur. En accueillant l’Evangile, les peuples apportent à l’Eglise leurs richesses spécifiques et, sous la motion de l’Esprit, développent l’héritage chrétien commun, selon leur génie propre, pour que s’élève la louange multicolore de l’unique Eglise du Christ. Parmi les expressions de cette diversité culturelle, le vêtement n’est pas des moindres. Parce qu’il touche le corps, le plus intime donc de la personne, il tient un rôle fon­damental et quasi-premier dans la célébration qui mobilise jus­tement notre corporéité. L’Eglise n’a jamais été indifférente à la question du vêtement, tant il est vrai qu’il s’agit d’un thème qui court à travers toute la Bible, de la Genèse à l’Apocalypse. Les Pères de l’Eglise en ont d’ailleurs assez abondamment traité, dans leurs commentaires bibliques ou leurs catéchèses.

 

***************************

Gant ar sonerezh, ar c’han, ar c’horoll, an adeiladurezh, ha c’hoazh ar c’heginerezh, ez eo ar gwiskamant unan eus eztaoladoù uhelañ ur sevenadur hengounel a zo anezhañ evel ene ur bobl, o wiskañ he buhez gant ur varzhoniezh dilavarus.

Avec la musique, le chant, la danse, l’architecture, ou encore l’art culinaire, le costume est l’une des expressions privilégiées de la culture traditionnelle qui est comme l’âme d’un peuple, drapant sa vie d’une poésie insaisissable.

 

***************************

"Kement sevenadur zo anezhañ, eme Yann-Baol II, ur striv-prederiañ war gevrin ar bed ha, peurgetket, war hini an den : bez ez eo un doare da lakaat war-wel trehontelezh ar vuhez-den. E kalon pep sevenadur e kaver an doug davet ar brasañ kevrin a zo, kevrin Doue.” (Yann-Baol II e sezva ar Riezoù Unanet d’ar 5 a viz here 1995)

"Toute culture, disait Jean-Paul II, est un effort de réflexion sur le mystère du monde et, en particulier, de l’homme : elle est une manière d’exprimer la dimension transcendante de la vie humaine. Le cœur de toute culture est constitué par son approche du plus grand des mystères, le mystère de Dieu." (Jean-Paul II à l’ONU, 05. 11. 1995)

 

***************************

Doue ne c’hellomp ket e vac’hañ e kelc’hiad hon diaesterioù hag hon ezhommoù hiniennel, nag war dachenn hor prederiadennoù, na pa vefent a bouez bras e vefent, a-fet ar vuhez pe ar gevredigezh. Ne c’hello ket Doue peurleuniañ hor buhez hag hon pareañ evit gwir anez dimp asantiñ da urzh vat an traoù : bez ez eo hor C’Hrouer hag hor Salver hag ar grouadurion ez eus ac’hanomp ne gavint o lec’h dezho o-unan, ha diwar-se o dispakadur, nemet o vont e servij an Doue Bev. Ya, o vont e gwazerezh uvel an Aotrou Doue hag e servij an nesañ, feal d’ar bedenn ha d’ar sakramantoù, feal ivez d’hon dever stad, eo e kavimp hent strizh hag asur an eurvad gwirion. Ha ne vefemp ket, re alies, evel tud dianket ha diviet o klask Doue dre hentoù all n’eus anezho holl nemet gwenojennoù an touell ? Daoust ha ne vefe ket ur spered kildrouk a reveulzi ouzh hon sachañ da glask mirout Doue en hor servij e-lec’h en em lakaat ni en e servij Dezhañ ?  

O tizoleiñ dremm gwirion an Aotrou Doue e kavimp plant en-dro, e adkavimp ster hor buhez hag e c’hellimp buheziñ pezh a gan ar Salmour, ya, emañ Doue o reiñ e walc’h d’e vignon o kousket ! 

Nous ne pouvons enfermer Dieu dans le cercle de nos difficultés et besoins personnels, ni dans le champs de nos considérations, fussent-elles de la plus haute importance, sur la vie et la société. Dieu ne peut combler nos vies et nous guérir en vérité que si nous acceptons la mesure des choses : il est notre Créateur et Sauveur et les créatures que nous sommes trouvent leur véritable place, et par là-même leur épanouissement, dans le service du Dieu Vivant. Oui, c’est dans l’humble service de Dieu et du prochain, dans la fidélité à la prière et aux sacrements, dans la fidélité aussi à son devoir d’état que l’on découvre la voie étroite et sûre du vrai bonheur. Ne sommes-nous pas souvent comme des égarés s’épuisant et cherchant Dieu sur d’autres voies qui sont autant de chemins d’illusion ? Un sournois esprit de rébellion ne nous pousserait-il pas à chercher à mettre Dieu à notre propre service au lieu de chercher à Le servir ?  

Découvrant le vrai visage de Dieu, nous reprenons pied, nous trouvons le sens de notre vie, nos cœurs s’apaisent  et nous pouvons faire l’expérience chantée par le psalmiste, oui, vraiment, Dieu comble son bien-aimé quand il dort !

 

***************************

"Hag e vo adsavet ar rivinoù kozh, an dismantroù a-ziagent laket en o sav, adkempennet ar c’hêrioù rivinet, dismantroù kantvedoù ha kantvedoù." Yeshaia 61, 4

"Ils rebâtiront les ruines antiques, ils relèveront les restes désolés d’autrefois ; ils restaureront les villes en ruines, les restes désolés des générations passées." Isaïe 61, 4

 

*

 

Iliz Alineg / église d'Allineuc, montagnes du Méné

 

 

*

Publié dans Pardon santez Anna

Commenter cet article